Daoreg
Ur yezh altaek eus skourr ar yezhoù dagourek eo an daoreg (daur, sinaeg: 达斡尔, pinyin: dáwò'ěr), komzet gant tro-dro da 89.950 den e Mongolia an Diabarzh, stok ouzh ar vevenn gant Proviñs Heilongjiang hag e gwalarn Xinjiang e Sina (1990).
Daoreg (Daur) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Sina |
Rannved : | Mongolia an Diabarzh |
Komzet gant : | ~100 000 |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù altaek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Mongolia an Diabarzh |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | |
ISO 639-2 | mon |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Teir rannyezh ez eus:
- Batac'haneg (bataxan pe buteha)
- Hailareg (hailar'er): ur rannyezh evenkiek evit tud zo
- Tchitchihaeg (qiqiha'er)
N'eo ket gwall strizh ar c'hensonerezh vogalennek ha kavet e vez meur a gensonenn stok-ha-stok hep vogalenn ebet kenetreze.
Amprestet ez eus bet meur a c'her digant ar sinaeg, ar manchoueg hag an evenkieg.
Da vare an dierniezh Qing e veze skrivet ar yezh gant ur skritur ispisial, ar skritur daorek. E 1975 e voe lakaet e pleustr un taol-esae gant ur reizhiad diazezet war al lizherenneg kirillek ha bremañ emeur o klask sevel un doare-skrivañ nevez diazezet wat al lizherenneg latin hervez reizhskrivañ ar pinyin. Peurliesañ avat e vez implijet ar sinaeg evel yezh dre skrid hag an daoreg evel yezh dre gomz.
Gwelet ivez
kemmañPorched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |