Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Louis L'Hévéder, bet ganet d'ar 24 a viz Genver 1899 er Vinic'hi (Aodoù-an-Hanternoz d'an ampoent, Bro-C'hall) hag aet da Anaon d'an 9 a viz Here 1946 e Pariz (Seine d'ar mare-se, Bro-C'hall), a oa ur c'helenner hag ur politikour sokialour gall.

  • Damdost da Landreger e voe desavet gant e dud, menajerien anezhe. Mab henañ un tiegezh a unnek a vugale e krogas gant e studi e skolaj Lannuon a-raok mont da lisead da Roazhon ma tapas e vachelouriezh war ar matematik. Da-heul e tibabas kendelc'her er Skol normal uhelañ ma teuas a-benn da gaout ar skolveuriegezh war ar matematik : kaset e voe d'An Oriant da gelenn an diskiblezh-se el Lise Dupuy de Lôme.
Louis L'Hévéder e 1932,
pa oa kannad ar Mor-Bihan.

Notennoù ha daveoù kemmañ

  1. Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993

Liamm diavaez kemmañ