Dilennadeg prezidant ar Republik c'hall

Gant Dilennadeg prezidant ar Republik C'hall e vez dibabet an den a vo anvet da brezidant ar Republik C'hall e-pad pemp bloaz. Seizh vloaz e pade ar garg a-raok ar bloaz 2000.

François Mitterrand en un emvod politikel e miz Ebrel 1981.

Istor kemmañ

Ar prezidant kentañ e oa Louis-Napoléon Bonaparte e miz Kerzu 1848 ; adalek miz Kerzu 1852 e voe "Impalaer ar C'hallaoued" gant an anv "Napoleon III".

Trede Republik c'hall kemmañ

Dilennet e veze ar prezidant gant ar muiañ-niver er Parlamant.

Pevare Republik c'hall kemmañ

Dilennet e veze ar prezidant gant ar muiañ-niver er Parlamant.

Pempvet Republik c'hall kemmañ

E 1958 e oa bet dilennet ar prezidant gant ar muiañ-niver en ur bodad dilenn.

Goude 1962 e vez dilennet ar prezidant gant muiañ-niver an holl voterien.