Embannadenn wenedek

Gwenedek eo an anv-gwan a implijer evit doareañ ar parlantoù hag an embannadennoù brezhonek o ferzhioù dibar a gaver e titirad priñselezh kozh Bro-Ereg, eleze mui pe vui hini eskopti kozh Gwened. Un doare-skrivañ dibar zo evit brezhoneg Gwened, adalek kreiz an XVIIIvet kantved betek kreiz an XXvet kantved. Rouez eo an implij-se bremañ, met embannet e vez skridoù brezhonek peurunvan gant perzhioù rannyezhoù Bro-Gwened.

Arroudoù kentañ ha diorreadur an doare-skrivañ gwenedek

kemmañ

Ar skrid kentañ gant perzhioù gwenedek ennañ zo un dornskrid bet kavet e Kolpoù, moarvat eus deroù an XVIIIvet kantved[1]. Un teskad diouganoù eo, a c'heller lakaat da gentañ embannadenn wenedek ; n’eo ket un gwir embannadur avat, dre ma n’ouzer ket pet eilskrid a voe savet dioutañ.

Gant Yann Marion (1759-1824) ha Korneli an Diod (1797-1862) e voe savet levrioù relijel ma weler perzhioù brezhoneg Gwened. Kant vloaz diwezhatoc'h e voe savet reolennoù ar reizhskrivadur gwenedek diwar atiz tri beleg, Yann-Vari ar Joubiouz, Joakim Gwilhom ha Korneli an Diod ; klokaet e voe ar reolennoù-se gant Loeiz Jegouzo, Pier ar Go hag Aogustin Gwilhevig[1].

Er c'hontrol, ne glaskas ket Pêr Barizi (1659-1719), person an Ignel adalek 1689 betek e dremenvan, treuzskrivañ perzhioù e vrezhoneg, pa savas an dornskrid Cantiqueu spirituel e 1710[2] en un doare-skrivañ dezhañ a lakae da vezañ komprenet gant pep brezhoneger. Implijerien bennañ ar brezhoneg e voe tud an Iliz katolik roman ha ne weler ket embannadennoù laik a-raok an XXvet kantved.

Ne gaver ket embannadennoù gwenedek-rik a-raok kreiz an XIXvet kantved ha rouesoc’h-rouesañ int bet goude ma oa bet savet un emglev evit reizhskrivadur boutin ar brezhoneg, ar brezhoneg peurunvan. Koulskoude, n'eo ket bet dilezet an doare-skrivañ gant an holl skrivagnezrien, ha pa voe lezet a-gostez gant beleien eskopti Gwened er bloavezhioù 1950. Un nebeud tud o doa lakaet embannan kelaouennoù bihan e gwenedeg, evel An Had.

Lod eus ar skrivagnerien a orin eus Bro-Wened o doa heuliet Roperzh ar Mason, pa savas a-du gant an emglev evit peurunvaniñ doareoù-skrivañ ar brezhoneg e 1941. Un oberenn wenedek-rik, Kammdro en Ankeu gant Loeiz Herrieu, a voe treuzskrivet e brezhoneg peurunvanaet gant François Louis.

Embannadennoù unskridoù gwenedek hervez ar bloavezh

kemmañ

An unskridoù nemetken zo bet renablet amañ. Pelloc'h er pennad-mañ emañ listenn ar mareadegoù.

Deroù an XVIIvet kantved
  • Dornskrid Kolpoù
1760
  • Yann Marion, Voyage mistérius de Inizi er Vertu, Gwened, Moullerezh Galles. Troidigezh eus Relation du voyage mystérieux de l’isle de la Vertu, savet gant Jean-Thomas Hérissant, e 1684.
1788
  • Yann Marion, Office bihan er naries, dédiet da serviterion, devot Mari, guir Vam da Zoue : hac er matinezeu eit Noz Nendelêg; guet un Avis dre ré en dès er charité de zesquein leine de re al, Gwened, Moullerezh Galles.
1790
  • Yann Marion, Magasin spirituel er beurerion, en artisantet, er serviterion hac an dud diar er maezeu, Gwened, Moullerezh Galles. Troet hag azasaet diwar Magasin des pauvres, des artisans, domestiques et gens de campagne (1768) hag eus La dévotion éclairée, ou magasin des dévotes (1779), savet o-daou gant Jeanne-Marie Leprince de Beaumont.
  • Yann Marion, Instructioneu santel ar re guirionnéeu principal ag er religion eit bout lennet en tieguehaeu hac eit chervige d’explication d’er hatechim., Gwened, Moullerezh Galles.
1792
  • Yann Marion, Histoerieu tennet hag er Skritur santel, Gwened, Moullerezh Galles.
1800
  • Yann Marion, Histoerieu ag en eu Testamand ancien ha nehué guet explicationeu en tadeu santel ag en ilis eit reglein erhad er vuhé é peb sort stad Guéned, Gwened, Moullerezh Galles.
1837

Korneli an Diod (a-gevret gant Yann Marion), Officeu eit er sulieu ha gouilieu principal ag er blai gued excelticeu ur hréchen, Gwened, Moullerezh Galles.

1838
  • Yann Marion, En or ag er vuhé devot, pe instructioneu forh profitable eit condiure ha sonnat en inean én devotion, Gwened, Moullerezh Galles.
1844
1849
1857
  • Joakim Gwilhom, Gwerzenneu eid Eskobty Guened…, Gwened, Moullerezh Delamarzelle. Barzhoneg hir.
1897

Yann-Vatilin Kadig, En Est, Gwened, Moullerezh Lafolye. Barzhoneg hir.

1957

Mareadegoù

kemmañ

Kelaouenn Brédiah ar Fé

kemmañ

E 1843, ar gelaouenn drimiziek Brediah er Fé eit er Vretoned a eskobti Guéned a voe embannet e Gwened gant an eskopti dindan renerezh an ao. Joubiouz, sekretour an eskob Charles-Jean de La Motte de Broons de Vauvert. Troidigezhioù diwar an ‘’Annales de la Propagation de la Foi’’ a veze graet gant tud a-youl-vat, personed peurvuiañ[3].

Dihunanb

kemmañ

An Dasson

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 Myriam Guillevic. La littérature vannetaise, reflet d’une société rurale et religieuse. In : La littérature en langue bretonne, des origines à nos jours. Gourin : Éditions des Montagnes Noires, 2024, p. 191 (ISBN 9782494693111)
  2. An dornskrid, niverelaet gant Mediaoueg Kemper. Kavet : 04 a viz Du 2024..
  3. Joseph Michel. Missionnaires bretons d'outre-mer : XIVème-XIXème’’. Roazhon : PUR, 1997 – En-linenn