Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn inizi Breizh ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Enez Vaodez
Anv(ioù) all Maodez
Anv gallek Île Maudez pe Modez
Geografiezh
Enezeg Enezeg Briad
Lec'hiadur Mor Breizh (Meurvor Atlantel)
Daveennoù lec'hiañ 48° 51′ 43″ N, 3° 02′ 18″ K
Gorread 0,17 km²
Lein uhelañ 17 m
Geologiezh Enez kevandirel
Melestradurezh
Bro Breizh
Bro hengounel Banniel Bro-Dreger Bro-Dreger
Departamant Aodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor
Kumunioù Lanvaodez
Poblañs
Poblañs ? ann.
Titouroù all
Dizoloadenn Ragistor
Gwerzhid-eur UTC+1

Enez Vaodez[1], pe Maodez nemetken, a zo un enezenn er c'hornôg da Enezeg Briad, dispartiet diouti gant Kanol an Trev. Lodek eo an enez e kumun Lanvaodez, e Treger eta.

Eno eo e teuas sant Maodez da benitiañ. Gant Budog (pe Beuzeg) e savas un ti-pediñ, ha chom a ra un toullad dismantroù, en o zouez un dra a vez graet Forn Vaodez gant an dud.

Naered a-leizh a oa en enez evit doare, hag argaset e voent gant pedennoù ar sant hervez ar vojenn.

Hiziv eo bet prenet an enez gant ur mondian hag a chom kuzh e anv(Daveoù a vank). Goude ma'z eo difennet groñs sevel tier eno, hervez al lezenn a warez an arvor, en deus graet, ha goloet al labour dindan lienoù bras(Daveoù a vank). Hervez kazetennoù ar c'hornad ez eus bet savet meur a di ha poull-neuial(Daveoù a vank). N'ouzer ket ha n'eo ket bet distrujet gantañ Forn Vaodez (Daveoù a vank).

Daveoù ha notennoù

kemmañ
  1. "Enez Vaodez" hervez KerOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg)

Liammoù diavaez

kemmañ
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.