Inizi Sillan

(Adkaset eus Enezeg Syllan)

Inizi Sillan (Ynysek Syllan pe Enesek Syllan e kerneveureg, LFE: [ɪ,nɪ:zɛk 'sɪl:an]), zo un enezeg e penn pellañ mervent Kernev-Veur, ouzh toull-dor Mor Breizh, hag ur gorread 16,33 km² dezho.
E Breizh-Veur eo unan eus an Takadoù a Gaerder Naturel Dibar (Area of Outstanding Natural Beauty).

Lec'hiadur Inizi Sillan e Kernev-Veur
Kartenn gozh eus Inizi Sillan
Ynys Skaw, unan eus Inizi Sillan
Gwel adal Ynys Skaw, an eil enez vrasañ

Anavezet e oant e Latin evel Insulae Sillinae[1], Silina pe Siluruni[2], ar pezh a glot gant Σίλυρες ha Σύρινες en henc'hresianek. Dont a ra marteze eus gwrizioù keltiek[3]. E diwezh ar grennamzer e vezent anvet gant merdeerien Europa Sorlingas (Spagnoleg, Portugaleg)[4] pe Sorlingues (galleg). Skrivagnerien zo a gred e teu al latin Sillinae eus solis insulae, “Enezoù an Heol”[5].

An deroù

kemmañ
 
Aod an inizi Sillan e 3000 a-raok J.-K., hervez Barnett et alii[6]

Kavout a reer roudoù eus sevenadur Oadvezh an arem gant un hanterkant bennak a vezioù megalitek, eus an eil milved a-raok J.-K.

Marteze ez eo an Inizi Sillan an inizi anvet Cassiterides ('Inizi ar staen') meneget gant an Henc'hresianed hag a vije bet bizitet gant ar Fenikianed. Koulskoude n'eus ket pikol staen en enezeg.

An inizi a c'hall bezañ bet ul lodenn eus Rouantelezh Dumnonia ha diwezhatoc'h eus hini Kernow (Kerne-Veur), betek aloubadeg ar saozon en Xvet kantved.

Gwirheñvel eo e oa kalz ledanoc'h an inizi betek n'eus ket keit-se ha marteze e oan staget an eil re ouzh ar re all o vont d'ober un enezennn vras a vefe bet anvet Ennor. Beuzet e oa kompezennoù kreiz an enezenn gant ar mor war-dro 400–500 Kent J.-K., ha lezel a reas ar 55 enezenn hag enezennig zo hiziv[7]. An anv Ennor a zeufe eus an hengerneveureg[8] En Noer, a dalvezfe "an douar"[8][9] pe an enezenn vras[10].

Meur a desteni zo diwar-benn un enezenn vrasoc'h ha koshoc'h.

  • Un deskrivadur skrivet da vare ar Romaned a ra Scillonia insula en unander eus an Inizi Sillan, ar pezh a ziskouez e oa pe un nezenn hepken pe kalz brasoc'h evit ar re all.
  • Dizoloet ez eus bet aspadennoù un atant eus ar ragistor e Nornour, a zo bremañ un enezennik roc'hellek kalz re vihan da c'hounit an douar enni[11].
  • En dazre e teu an dour da vezañ bas a-walc'h a-wezhioù d'an dud da vont war-droad eus an eil enezenn d'eben[12].
  • Gallout a reer gwelet mogerioù parkoù a-vaez da inizi zo dindan an dour (Samson da skouer).
  • Lod eus an anvioù lec'h kerneveurek a hañval ober anv eus un torosenadur kozh ha disheñvel eus an hini a vremañ[13].

Hanter hent etre Penn an Wlas hag an Inizi Sillan e vije bet bro vojennek Lyonesse, a reer anv anezhi e Danvez Breizh. Hervez ar vojenn e vije bet beuzet ar vro-se ha lonket gant ar mor en un nozvezh. Ar vojenn-se a gaver e lec'hioù all evel Mojenn Kêr-Is e Breizh hag hini Kantrev ar goueled e Kembre. Marteze e talc'h eñvor dourioù-beuz c'hoarvezet gwezhall-gozh

Er IVe kantved e vije deut daou eskop eretik, Instantius ha Tiberianus, diskibled da Brisillian, da glask repu en Inizi Sillan[14].

Brezel 335 vloaz

kemmañ

Ur brezel 335 vloaz en deus enebet an Izelvroioù (ar Proviñsoù-Unanet d'ar c'houlz-se) hag Inizi Sillan etre 1651 ha 1986. E-pad Eil Brezel Diabarzh Bro-Saoz a enebas ar roueelourien hag ar barlamantourien etre 1642 ha 1652, Cromwell en doa argaset ar roueelourien. Ur rannvro hepken a gendalc'he da herzel outañ : Kerne-Veur. Kevredet e oa neuze ar Proviñsoù-Unanet hag ar barlamantourien. Evel ma oa al lodenn vrasañ eus Breizh-Veur etre daouarn ar barlamantourien d'ar c'houlz-se e oa bet disklêriet ar brezel da Inizi Sillan a enebe atav oute. Paouez a reas ar brezel un nebeud mizioù goude. Sinet e oa ar feur-emglev a beoc'h e 1986 hepken en un doare ofisiel, ar pezh a sinifi e c'hallfe bezañ bet taget unan eus ar broioù gant eben e-pad an amzer-se. Dre ma ne oa ket bet sinet ar peoc'h ez eo sañset bezañ padet ar brezel e-pad 335 vloaz hep ma vije bet tennet an disterañ tenn. Unan eus ar brezelioù hirañ ha sioulañ eo eta[15].

Douaroniezh

kemmañ

Pemp enezenn poblet zo, ha 2 153 a dud en holl enne hervez niveridigezh 2001.

Didud eo an inizi all.

Setu ar brasañ anezho :

Enezenn Poblañs
(Niveridigezh 2001)
Gorread (km²) Pennlec'h
Ennor 1 666 6,29 Tre Huw
Ynys Skaw 180 2,97 New Grimsby
Brechiek (gant White Island) 142 2,37 Higher Town
Aganas (gant Keow) 73 1,48 Saint Agnes
Bryher (gant Gwithial) 92 1,32 Bryher
Ynys Samson 0 [Notenn 1] 0,38  
Annet 0 0,21  
Ynys Elidius 0 0,20  
Teän 0 0,16  
Guen Hily 0 0,13  
Ar peurrest eus ar 45 enezig 0 0,50  
Inizi Sillan 2 153 16,03 Tre Huw
  1. Didud abaoe 1855.

Politikerezh

kemmañ

Abaoe 1890 ez eo distag Inizi Sillan diouzh kontelezh amaezhel Kernev-Veur hag ur c'huzul distag o deus da verañ an inizi. Chom a reont bodet en hevelep kontelezh lidel avat.

Skeudennoù

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Gwelet T. Rice Holmes, Ancient Britain and the Invasions of Julius Caesar, 2019.
  2. Lexicon manuale, geographiam antiquam et mediam
  3. Sellet ouzh an notenn en embannadur Geografiezh Ptolemaios gant Didot, p. 101.
  4. Ur skouer zo e 1820 e Derrotero de las islas Antillas.
  5. Da skouer Mark Fishwick, West Country Cruising Companion: A yachtsman’s pilot and cruising guide, 2021.
  6. Robert L. Barnett Nonlinear landscape and cultural response to sea-level rise, Science Advances, 4 a viz Du 2020, VI Nnn 45
  7. (2004) The Fortunate Islands: The Story of the Isles of Scilly, Ninth, St. Mary's, Isles of Scilly : Bowley Publications. ISBN 978-0-900184-40-6.  skrivet gant Ernest Lyon Bowley hag embannet e 1945 gant W. P. Kennedy.
  8. 8,0 ha8,1 Duncan, Steve (1 January 2000). Scillonian Dictionary.
  9. Ian Crofton, Fringed With Mud & Pearls An English Island Odyssey, 2021
  10. Thomas, Charles (1985). Exploration of a Drowned Landscape: Archaeology and History of the Isles of Scilly. London : Batsford. ISBN 978-0-7134-4852-8. 
  11. Dudley, Dorothy (1967). "Excavations on Nor'Nour in the Isles of Scilly, 1962–6". The Archaeological Journal CXXIV; (includes the description of over 250 Roman fibulae found at the site)
  12. Scilly's Unique Inter Island Walk Sets Off This Morning. Scilly Today (22 August 2013).
  13. Weatherhill, Craig (2007). Cornish Placenames and Language. Wilmslow : Sigma Leisure. 
  14. Priscillianus and Priscillianism. Dictionary of Christian Biography and Literature to the End of Sixth Century.
  15. dailygeekshow.com "Le saviez-vous ? Une guerre a duré 335 ans sans jamais faire aucun mort"