Un elfenn gimiek treuzuraniat skinoberiek eo ar fermiom ; Fm eo e arouez kimiek, 100 e niver atomek ha 257,095 e dolz atomek.
An daouzekvet aktinid eo e taolenn drovezhiek an elfennoù kimiek.

Fermiom
EinsteiniomFermiomMendeleviom

Er
Fm
Taolenn beriodek, Fermiom
Perzhioù hollek
Niver atomek 100
Rummad kimiek Aktinidoù
Strollad Aktinidoù
Trovezh 7
Bloc'h f
Tolz atomek [257]
Aozadur elektronek
Aozadur elektronek an atomoù
[Rn] 5f12 7s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 30, 8, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur +2, +3
Tredanleiegezh 1,30 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 627 kJ/mol
2 : 1 200 kJ/mol
3 : 2 240 kJ/mol
Skin atomek 245 pm
Skin kenamsav 167 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) 8,84 g/cm3
Teuzverk 1 527 °C
Bervverk (stlenn ebet)°C
Tredanharzusted (stlenn ebet) nΩ•m (e 20 °C)

D'an 11 a viz Du 1952 e lakaas Stadoù-Unanet Amerika ar c'hentañ bombezenn gwrezderc'hanel da darzhañ war atoll Enewetak en Inizi Marshall. Darbodoù a voe dastumet war un atoll amezek ha kaset da Skol-veur Kalifornia e Berkeley evit ma vijent dielfennet, ar pezh a voe graet gant Gregory R. Choppin, Albert Ghiorso, Bernard Harvey ha Stanley Thompson. Ken bras e oa bet an niver a neutronoù o skinata an atomoù uraniom-238 ma voe tapet lod anezho ha ma voe ganet elfennoù kimiek, eus 96Cf betek 99Es hag izotop 255 an elfenn 100. An einsteiniom a voe kavet da gentañ, e miz Kerzu 1952. Darbodoù all a voe kaset da Verkeley, hag e 1953 e voe dizoloet an elfenn 100. Berzet e voe an dizoloadenn gant gouarnamant S.U.A. betek 1955 en abeg d'ar Brezel Yen, met treiñ diwar ar bec'h a reas Berkeley dre gendelc'her da labourat diwar plutoniom-239, hag e 1954 ez embannjont disoc'hoù o labourioù nann-stadel[1].
D'an 18 a viz Mae 1954 ez embannas ur skipailh svedat eus Ensavadur Nobel evit ar Fizik e Stockholm en doa kevanaozet izotop 250 an elfenn 100 dre skinata U-238 gant ionoù oksigen en ur c'hiklotron[2], met e dibenn ar bloavezh 1954 e voe anzavet skipailh Berkeley evel dizoloer kentañ : dezhañ da envel an elfenn 100, a voe anvet fermium en enor d'ar fizikour italian Enrico Fermi, aet d'an anaon d'an 28 a viz Du 1954.

Perzhioù

kemmañ

Ken nebeut a fermiom a vez kenderc'het, ken berr eo e hanter-vuhez ha ken skinoberiek eo ma ne c'haller nemet diouganañ e berzhioù fizikel dre e lec'h e taolenn an elfennoù kimiek.
Biskoazh n'eur deuet a-benn d'e welet en e stumm metalek.

Kimiek

kemmañ

Betek gouzout hiroc'h emañ perzhioù kimiek ar fermiom ar re a zo gortozet diouzh e lec'h e taolenn an elfennoù kimiek. [3]

Izotopoù

kemmañ

Naontek izotop ha tri izomer derc'hanel zo anavezet, eus 242Fm betek 260Fm.
Fermiom-257 eo an hini stabilañ, gant un hanter-vuhez a 100,5 devezh.

Izotopoù stabilañ ar fermiom
Izotop % en natur Hanter-vuhez Digevanidigezh
252Fm kevanaozet 25,29 eurvezh α248Cf

253Fm

kevanaozet

3 devezh

e253Es
α → 249Cf
255Fm kevanaozet 20,07 eurvezh α → 251Cf
257Fm kevanaozet 100,5 devezh α → 253Cf

Kenderc'hadur

kemmañ

Dre skinata aktinidoù skañvoc'h gant neutronoù e kenderc'her fermiom ; dazgwereder derc'hanel Oak Ridge, Tennessee zo gouestlet da gevanaozadur elfennoù pounneroc'h eget 96Cm.
En Oak Ridge, ~10 g a guriom skinataet a ro ~0,1 g a galiforniom 249Cf, ~0,001 g (1 mg) a verkeliom 249Bk hag a einsteiniom (Es-249, Es-250, Es-251 hag Es-252) kent reiñ ~0,000000000001 g (10−12 g, 1pg) a fermiom[4].

Hini ebet, war-bouez an enklaskoù skiantel a-benn kenderc'hañ elfennoù kimiek all.

Notennoù

kemmañ
  1. GHIORSO Alberet, Einsteinium and Fermium, 2003, American Chemical Society(en) Liamm oberiant 17 MEU 13
  2. Physical Review Online Archive (PROLA) (en) Liamm (skin)oberiant 17 MEU 13
  3. THOMPSON & HARVEY & CHOPPIN & SEABORG, Chemical Properties of Elements 99 and 100, Journal of the American Chemical Society, 12/1954, pp. 6229-6236 (en) Liamm oberiant 17 MEU 13
  4. GREENWOOD Norman N., Chemistry of the Elements

Daveennoù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok