Fernand
anv paotr
Fernand zo un anv-badez gallek a orin germanek roet d'ar baotred, stumm gallekaet an anv ||spagn]]olek Fernando hag an anv italianek Ferdinando. Ur stumm berr eus Ferdinand eo.
Stummoù gwregel : Fernande ha Fernandine.
Istor an anv
kemmañKaset e voe moarvat d'al Ledenez iberek gant ar Wizigoted etre ar VIvet hag an VIIIvet kantved. Ur sant kristen zo : Ferdinando Aragon en XIIvet kantved.
Roet e voe kalz an anv-se en XIXvet kantved hag e deroù an XXvet kantved e Bro-C'hall. Ar bloaz 1920 eo an hini ma voe roet ar muiañ : da 3 833 faotrig.
Tud brudet
kemmañ- Fernand Khnopff, livour
- Fernand Crommelynck, skrivagner gallek
- Fernand Rigaux, steredoniour
- Fernand de Langle de Cary (1849-1927), jeneral
- Fernand Jacq (1908-1941), mezeg ha rezistant
- Fernand Guériff (1914-1994), istorour, sonaozer, kerzoniour hag etnogerzoniour
- Fernand Cormon (1845-1924), livour
- Fernand Humbert (1842-1934), livour
- Fernand Léger (1881-1955), livour ha kizellour
- Fernand de Brinon (1885-1947), alvokad, kazetenner ha politiker
- Fernand Petiot (1900–1975), tavarnour hag ijiner ar Bloody Mary
- Fernand Braudel (1902–1985), istorour
- Fernand Raynaud (1926-1973), fentigellour