Franche-Comté (proviñs)

(Adkaset eus Frankkontelezh)

Franche-Comté, pe Frank-Kontelezh[1] (Fraintche-Comtè e rannyezh ar vro ; Franche-Comtât en arpitaneg) pe Kontelezh frank Bourgogn evel ma veze anvet gwechall[2], dre ma oa distag diouzh Dugelezh Bourgogn, zo ur broviñs c'hall kozh, staget ouzh ar Rouantelezh c'hall e 1678, a zo deuet da vout ur rannvro c'hall, anvet Franche-Comté ivez. Klotañ a ra bevennoù ar rannvro a zo bremañ gant re ar broviñs kozh, war-bouez an Territoire de Belfort hag a oa en Elzas a-raok stagidigezh ar vro-se ouzh Alamagn e 1871, hag a zo bet lakaet e rannvro Franche-Comté. Dre m'eo chomet stabil bevennoù ar broviñs e-pad pell ez eus chomet un identelezh kreñv a-walc'h gant an dud eno.

Dugelezh ha Kontelezh Bourgogn er XIVvet kantved

Stok eo Franche-Comté ouzh Suis, er reter, hag ouzh Elzas en hanternoz.

A-raok tremen dindan ren ar Romaned e oa annezet ar vro gant pobl c'halian ar Sequani. Goude diskar an Impalaeriezh roman e voe aloubet gant ar Vurgonded da gentañ, ha gant ar Franked e 534.

Goude marv Karl Veur e tremenas a-bep-eil, hag a-hed ar c'hantvedoù, eus an Impalaeriezh Santel Roman da Rouantelezh Bro-C'hall pe da Zugelezh Bourgogn.
Er XVIIvet kantved e voe aloubet gant ar C'hallaoued e-pad ar Brezel Tregont Vloaz (1618-1648). War-dro an div drederenn eus annezidi Franche-Comté a voe lazhet e-pad ar brezel-se[3]. Dre feur-emglev Nijmegen e 1678 e voe staget Franche-Comté da vat ouzh Rouantelezh Bro-C'hall.

Notennoù

kemmañ
  1. Anjela Duval, Tad-kozh Roperz-Huon, Hor Yezh, 1982, p.156 ; Mikael Bodlore-Penlaez & Divi Kervella, Atlas de Bretagne/Atlas Breizh , Coop Breizh, 2011, p.133 ; Ofis Publik ar Brezhoneg, Kêrioù Arz, p.11.
  2. (fr) Jean Girardot de Nozeroy : Histoire de Dix ans de la Franche Comté de Bourgogne, Besançon, J. Chrestin, 1651 & 1843.
  3. (fr) Guy J. Michel, L'Histoire de la Franche-Comté V, 1978, Éditions Mars et Mercure Wettolsheim, p.123.

Liammoù diavaez

kemmañ