Fulup II an Aogust
Fulub II lesanvet Fulub an Aogust, ganet d’an 21 a viz Eost 1165 e Gonesse, marvet e Mantes d’ar 14 a viz Gouere 1223, ha oa mab hag hêr Louis VII hag Adell Champagne.

Al lesanv Auguste, a voe roet dezhañ en bev, zo da dostaat eus an titr a veze roet d’an impalaerien roman en Henamzer, daoust ma’z eus bet roet sterioù all dezhañ e-pad e ren : meneg a rafe eus ar miz ma oa bet ganet, peotramant eus ar verb latin augere a dalvez « kreskiñ », « lakaat da greskiñ ». Roet e vefe bet al lesanv-se dezhañ marteze pa stagas ouzh damani ar roueed c'hall, e miz Gouere 1185 (Skrid-emglev Boves), aotrouniezhoù Bro-Artez, ar Valois, hag hini Amiens hag ul lodenn vat eus ar Vermandois[1].
Penn kentañ e renAozañ
Fulup a voe kurunennet d'ar 1añ a viz Du 1179 dre na oa ket gouest Loeiz VII, kouezhet ar seizi warnañ, da ren ken.
D'an 18 a viz Gwengolo 1180 e varvas e dad hag e teuas da vezañ roue ofisiel ar Franked.
Dimezioù ha bugaleAozañ
- E 1180 gant Isabelle de Hainaut, kontez Artez (1170-1190), merc'h da Baudouin V de Hainaut :
- E 1193 gant Ingeborg Danmark (1176-1238), merc'h da Valdemar Iañ, roue Danmark (1157-1182), c'hoar da Knut VI, roue Danmark (1182-1202).
- Gant Agnes Merania (v.1172-1201, dimeziñ e 1196).
- Gant « une certaine dame d'Arras » : Pierre Charlot (1205-1249), eskob Tours (pe Noyon ?).
E istor hervez ar skeudennoùAozañ
Fulub profet gant an Neñv d’e dud (Grandes Chroniques de France, v.1270)
Ganedigezh Fulub an Aogust (Grandes Chroniques de Bro-C’hall, XIVvet kantved)
Fulub an Aogust o tegemer kannaded eus ar pab a c’houlenn gantañ kemer perzh er Groaziadeg (Grandes Chroniques de France, XIVvet kantved)
Fulub II ha Richarzh Kalon Leon e-pad an trede kroaziadeg (Gwillom Tir, XIVvet kantved)
Daskoridigezh ur gêr da Fulub an Aogust (Tours pe Le Mans) (Grandes Chroniques de France, XIVvet kantved)
Kurunidigezh Fulub an Aogust (Yann Fouquet, XVvet kantved)
Fulub an Aogust (Yann an Tillet, XVIvet kantved.)
Delwenn Fulub an Aogust e Versailles
LevrlennadurAozañ
- Baldwin, John, Philippe Auguste et son gouvernement - Les fondations du pouvoir royal en France au Moyen Âge, traduit de l'anglais par Béatrice Bonne, préface de Jacques Le Goff, Fayard, 1991
- Duby, Georges, Le Dimanche de Bouvines, Gallimard, 1973, adembannadur Folio Histoire
- Cartellieri A., Philipp II August, König von Frankreich, Leipzig, 1899-1900, adembannadur Aalen, Scientia Verlag, 1984
- Luchaire A., Philippe Auguste et son temps, in Lavisse E., Histoire de France des origines à la révolution, t.III, Pariz, 1902, adembannadur Pariz, Tallandier, 1980
- Beaune C., Naissance de la nation France, Pariz, Gallimard, 1985, adembannadur Folio histoire
- Lewis, Andrew W., Le sang royal : la famille capétienne et l’État, France Xe-XIVe siècles, Gallimard/Bibliothèque des histoires, 1986
- Baldwin, John, Pariz, 1200, Aubier, Collection historique, 2006
- Jean Flori (docteur ès lettres et sciences humaines) Philippe Auguste Editions Taillandier/Historia ISBN 2-235-02318-5
MammennoùAozañ
- Œuvres de Rigord et de Guillaume le Breton, embannadur H.-F. Delaborde, 2 levrenn, Pariz, 1882-1885
- Troidigezh eus danevelladurioù Rigord ha Gwilhom ar Breton : François Guizot, Collection de mémoires relatifs à l'histoire de France, levrenn 11, J.-L.-J. Brière, 1825 (da lenn enlinenn war c’h/Gallica)
- Les Grandes Chroniques de France, embannadur J. Viard, levrenn VI, Pariz, 1930
- Philippe Mouskes, Chronique rimée, embannadur F. de Reiffenberg, Bruxelles, 1836-1838
- Gilles de Pariz, Karolinus, BnF man. Lat. 6191
NotennoùAozañ
- ↑ Jean Flori Philippe Auguste p.32
Liammoù diavaezAozañ
En e raok: Loeiz VII |
Rouaned Bro-C'hall 1180 – 1223 |
War e lerc'h: Loeiz VIII |