Gouel Sant Loup zo ur festival sonerezh keltiek hag a vez dalc'het e Gwengamp (Treger) e-pad an eil hanterenn a viz Eost. E 1853 e vefe bet aozet evit ar wech kentañ, daoust ma tle bezañ pell koshoc'h, rak ur pardon e oa bet da gentañ-penn. Abaoe 1957 e vez roet ur plas bras d'ar c'helc'hioù keltiek gantañ : kampionad broadel dañsoù Breizh a vez aozet e-kerzh ar festival bep bloaz, e kenlabour gant ar gevredigezh Kenleur.

Ur gouel relijiel da gentañ : ar pardon, ar bal hag an dirobe

kemmañ
 
Un dañs a bevar e gouel Sant Loup e deroù an XXvet kantved.

Pardon Sant Loup a veze aozet e Pabu gwechall, er pradennoù tro-dro da gastell Runevareg. Lakaet e voe ar gouel en anv ar sant-se, abalamour ma oa dediet chapel ar c'hastell da Loup Sens. Hervez Jean-Michel Guilcher, un den hag a oar diouzh istor an dañs e Breizh, e vefe « koshoc'h ar gouel, rak un troc'h zo bet, ne oa ket dalc'het ar gouel ken da vare an Dispac'h Bras. E penn-kentañ an XIXvet kantved e oa bet aozet gouelioù Sant Loup en-dro e Gwengamp. A-hervez e vefe bet roet lañs en-dro dezho gant ur strollad bourc'hizien. »

E 1848, da skouer, e voe aozet ur pardon hag ur bal dindan an amzer war e lerc'h, hervez ur pennad embannet er Publicateur des Côtes-du-Nord. « Distroet eo an dud e kêr (Wengamp) en ur dañsal an dirobe hep distag. War ar blasenn greiz ez eus bet dañset adarre dindan ar sklêrijennadegoù ». En XIXvet kantved e veze dañset an dirobe hed-ha-hed an hent eus Pabu da Wengamp. En em rannañ a rae ar gorollerien e meur a zibunadeg hag a yae gant pep a hent da greiz-kêr, lec'h ma tigore ur gouel all gant dañsoù adarre adalek 8 eur d'abardaez, hervez reolennoù embannet e 1853. Marc'had-mat e oa ar moned d'ar leurgêr (tregont santim e 1850). Tamm-ha-tamm e oa brasaet ar gouel hag e vrud, ken ma sache muioc'h-mui a dud eus a bell.

An abadennoù disakr : dañsoù, sevenadur ha kevredigezh Breizh

kemmañ
 
Dirobe ar vugale war ar blasenn greiz e Gwengamp.

Dre ma veze degaset brud vat da Wengamp gant ar gouel e veze harpet gant an ti-kêr. A-wechoù e aoze-eñ lidoù ofisiel er memes deizioù hag ar fest, evel an hini da zigeriñ an hent-houarn Pariz-Gwengamp e 1863 hag an hini da zegemer ar Prezidant Raymond Poincaré e 1923.

Abadennoù a bep seurt a voe ouzhpennet war ar roll gant an aozerien : un dibunadeg-noz gant pennoù-gouloù d'ar Sadorn adalek ar bloavezhioù 1870, ur fest gant kirri-nij e 1893, ha kenstrivadegoù tennañ d'al Lun vintin adalek 1899.

Aozadurioù sevenadurel eus Breizh ivez a gemere lod er gouel. Tournamantoù gouren a veze aozet d'ar Sul vintin. Meur a gendalc'h a oa bet graet da-geñver ar festival, evel hini Kevredigezh Vroadel Breizh e 1900 hag hini kentañ Goursez Breizh e 1901. Gant-se e veze hiroc'h-hirañ gouel Sant Loup : eizhtez e padas an traoù e 1900 da skouer.

Memes mod e veze aozet ar gouel er bloavezhioù 1920, daoust ma voe roet ur plas un tamm brasoc'h da sevenadur Breizh. War pradennoù Runevareg e tigore an abadenn bep taol. Diouzh an abardaez e veze an dirobe, pa'z ae an dud en hent war-du kreiz-kêr Gwengamp : ar vugale da gentañ, o kanañ rimadelloù, ar grennarded war o lerc'h, hag ar re vras da echuiñ. Hervez Jean-Michel Guilcher e oa chomet gouel Sant Loup unan pobl, muioc'h eget ar re all, gant « un dibunadeg dañset digor d'an holl, bourc'hizien, kenwerzhourien, implijidi hag artizaned. E-pad an endervezh a-bezh e tañse an dud e park Sant Loup, daou gilometr diouzh kêr. Dañset e veze dañsoù giz ar saloñsoù (scottish, mazurka, polka, pas de quatre) ha gwisket e veze ar gorollerien giz Pariz ».

Etre an daou vrezel hag an adkrog

kemmañ

Ne voe ket eus ar gouel e-pad an daou vrezel-bed. E 1925 e voe aozet gouel ar Bleun-Brug e Gwengamp da-geñver gouel Sant Loup. En deiz-se e voe un dibunadeg istor, gant un dugez Anna c'hoariet gant ur Wengampadez, un eured giz Breizh ha meur a strollad en o gwiskamantoù hengounel. Adalek 1935 e voe kresket plas ar sonerezh hag an dañsoù hengounel : bep bloaz e veze pedet sonerien bombard ha binioù diwar neuze. E 1937 e voe degemeret ur c'helc'h keltiek evit ar wech kentañ, hini Bear, da gas an dirobe, a veze anavezet nebeutoc'h-nebeutañ he fazioù gant tud ar vro.

Goude an Eil Brezel-bed e voe start adlañsañ ar gouel, a droas da germes un tamm. Adalek 1953 e voe kuitaet pradennoù Runevareg abalamour da aozañ pep tra e kreiz-kêr Gwengamp. En em soñjal a reas an aozerien war ar mod da reiñ lañs en-dro d'ar gouel kozh. E 1957 e voe lakaet ar bagadoù hag ar c'helc'hioù keltiek war programm ar fest, gant un dibunadeg d'ar Sadorn noz ha dañsoù d'ar Sul, peogwir e oa bet graet emglev gant Kendalc'h. Kampionad broadel dañsoù Breizh a oa aozet d'ar Sul : e-kerzh gouel Sant Loup eta e vez dilennet ar gwellañ kelc'h keltiek abaoe. Berzh a reas ar formulenn nevez-se, a lakae pinvidigezh sevenadur Breizh war wel. E 1957 e oa deuet tost da 30 000 a dud d'an ebatoù.

Ar « revival » : ul lañs nevez gant hengounioù ar vro

kemmañ

Mare ar « revival » eo ar bloavezhioù 1970, da lavarout eo ul lañs nevez gant sevenadur Breizh, ha gantañ ur sell nevez war he sonerezh hengounel ivez. Gant ar c'helc'hioù keltiek e voe modernaet an dañs hag ar gwiskamantoù ivez, abalamour da sevel abadennoù kaer evit o c'henstrivadegoù. An holl cheñchamantoù-se a veze lakaet war wel gant gouel Sant Loup war e leurennoù.

 
Matmatah war leurenn al liorzh-kêr e 2004.

E 1985 e voe dilennet Jean-Pierre Ellien da brezidant ; chom a reas e penn an traoù betek e varv e 2013. Nav devezh e pade ar festival er bloavezhioù 1980. Unan anezho a voe gouestlet d'ar vugale adalek 1990 (Bugale breizh, d'ar Sul).

Derc'hel a reas ar festival da vrasaat er bloavezhioù 2000 ha mont gant ur programm digor d'ar bed keltiek. 2 500 arzourien a veze degemeret gantañ peurvuiañ, sonerien ha dañserien deuet eus Kembre, Skos, Iwerzhon, Asturiez, Galiza... E-pad eizhtez e veze abadennoù, diskouezadegoù, festoù-noz, kenstrivadegoù... ha sonadegoù disheñvel o stiloù bemnoz, evel da skouer e 2007 gant Alan Stivell, EV, Red Cardell, Tri Yann, Susana Seivane ha Zuncurrundullo.

Abalamour da bandemiezh ar c'hovid e oa bet nullet ar gouel e 2020. Bloaz goude e tivizas an aozerien lañsañ anezhañ en-dro ha prientiñ ur festival berroc'h e bad (un dibenn-sizhunvezh hepken) gant div leurenn el liorzh-kêr ha war blasenn ar Vali. Kampionad ar c'helc'hioù keltiek a vez aozet d'ar Sul dalc'hmat, asambles gant Kenleur.

Liammoù

kemmañ