Gouelioù 30 vloaz Diwan

Gouel 30 vloaz Diwan a zo bet lidet e Karaez d'an 3 a viz Mae 2008. Ar ger stur a oa "30 vloaz, 3000 skoliad, 30 darvoud : ur bloavezh gouel". Liammet e voe ar gouel-se gant Ar Redadeg, c'hoar ar c'hKorrika e Bro-Euskadi, oc'h ober tro Breizh dibaouez, noz-deiz. Eus Naoned betek Karaez, lec'h ar gouel. War-dro 10.000 den a zo deuet d'ar gouel-se ha gounezet ez eus bet muioc'h eget 60.000 €.

Diwan : 1977-2007, 30 vloaz!

kemmañ

Diwan, ur skoliadur klok eus ar skol-vamm d'ar vachelouriezh. Ar brezhoneg, n'eo ket ur yezh kollet. Abaoe 30 vloaz e stourm Diwan evit ar brezhoneg. E 1977 e tigoras ar skol gentañ. E fin 1978, e oa 4 skol. E miz Gwengolo 2007 e oa 34 skol.

  • Savet eo ar skol gentañ e miz Mae 1977 e Lambaol-Gwitalmeze (30 km eus Brest) diwar skouer ar skolioù euskarek ha kembraek. Ar skolaer kentañ, Denez Abernot a oa e karg eus 5 bugel en ur skol feurmet da Z/Diwan gant ar gumun. Da c'houde, e tigore muioc'h mui a skolioù: e 1977 e Kemper, e Plouneour-Menez, e 1978 e Roazhon...

Un huñvre deuet da wir

kemmañ
  • D'ar poent-se e oa disheñvel-tre soñjoù an dud diwar-benn Diwan. Aterset zo bet tud er straed evit gouzout o soñjoù: "N'eus ket plas evit ouzhpenn ur yezh e penn ar vugale" a zisklêrias ur skolaer. "Aon o deus an dud met talvoudus eo" a lâras ur vamm yaouank, he bugel e Diwan. E 2008, e tiskleir Anna-Vari Chapalain, renerez Diwan, "un huñvre deuet da wir eo. Ur gammed war-raok. Dav eo kenderc'hel gant an hent ha ledanaat anezhañ e-kerzh an 30 vloaz o tont"

Digoradur al lise

kemmañ
  • E 1980 e oa 13 skol dija hag e voe digoret ar c'hentañ klas kentañ-derez e Treglonoù. 3 bloaz goude e voe sinet an emglev kentañ gant an Deskadurezh-Stad. Met, e 1987 e oa kudennoù arc'hant spontus ha dic'hopret eo bet an holl implijidi. Gant ar gudenn-se e vez sinet un emglev all: 51,5 post a vo kemeret e kont gant an Deskadurezh-Stad. Neuze, e 1994 e tigoras al lise, staliet er Releg-Kerhuon. D'ar mare-se ne oa nemet ur skolaj. Met betek 2001 e tigoras 4 skolaj all.
  • E 2007 e oa 2990 skoliad e diwan a-bezh, 201 lisead en o zouez. Raktresoù a zo da zigeriñ skolioù all c'hoazh, er Vro-Vigoudenn hag e Lokournan (Leon).
  • Sede ma c'haller laret en deus DIWAN un dazont brav ha n'eo ket echu ar stourm bras evit ar brezhoneg !

30 vloaz ar skolioù a zo bet pe a vo lidet ivez :

...

Evit 30vet deiz-ha-bloaz ar gevredigezh Diwan eo bet aozet 30 darvoud er skolioù a-raok fest bras Karaez :

  • 11/05/2007 - Ar Releg-Kerhuon
    Redadegoù a-eileg ha fest-noz «reiñ lañs d’ar yezh»
  • 11 & 12/05/2007 - Sant-Seo
    «Ti-natur» Saloñs an eko-tiez hag an diorren padus
  • 25 & 26/05/2007 - Gwitalmeze & Sant Pabu
    30vet deiz-ha-bloaz skol Gwitalmeze
  • 27/05/2007 - Loperc'hed
    Randorade Brest
  • 02/06/2007 - Taol-lañs sonerezh - Karaez
    03/06/2007 - Devezh ar Brezhoneg - Karaez
  • 16 & 17/06/2007 - Mor-Bihan
    Diwan kup
  • 08 & 09/09/2007 - Pontrev
    Arz ha liorzhioù
  • 16/09/2007 - Lesneven
    Foar ar c’hezeg Lesneven
  • 23/09/2007 - Plijidi
    Pourmenadenn war varc’h ha war droad e Plijidi
  • 29/09/2007 - Sant Brieg
    Fest-noz war blañchod
  • 07/10/2007 - Begerel
    Saloñs al levrioù brezhoneg e Begerel
  • 07/10/2007 - Sant-Teve
    Randogolfe
  • 02 & 03/11/2007 - Landerne (Kreizenn Meskoad)
    Kendiviz an ISLRF : «Ar soubidigezh, un taol kaer : skouer Bro Gembre»
  • 02/12/2007 - Sal ar gwerzhioù e Kemper
    Gwerzh diouzh ar c’hresk evit Diwan
  • 01 & 02/12/2007 - Pempoull
    Marc’had Nedeleg Pempoull
  • 31/12/2007 - 01/01/2008 - Kemper
    Fest-noz e Kemper
  • 04/01/2008 - 27/01/2008 - Kemperle
    Taol kurun e Kemperle
  • 23/02/2008 - Dinan Gilles Servat
  • 08 & 09/03/2008 - Landerne
    Foar bio Landerne
  • 23/03/2008 - Gwengamp
    Fest-noz al lun fask e Gwengamp
  • 23 & 24/03/2008 - Kastell Paol
    Kastell Lys : 14vet abadenn gouel ar plant
  • 04/2008 - Kemper
    Gouel 30vet deiz-ha-bloaz skolioù Diwan Kemper
  • 04/2008 - Naoned
    Kib bouloù Naoned ha diskouezadur mell-droad Bro Iwerzhon
  • 08/05/2008 - Kommana
    Tro Menez Are
  • Bloavezh-skol 2007/2008 - Lannuon
    Kenstrivadeg skrabeul e brezhoneg e Lannuon
  • Bloavezh-skol 2007/2008 - Skolioù kentañ derez
    Romant-polis ha dastumad rimadelloù
  • Bloavezh-skol 2007/2008 - Skolajoù & Lise Diwan
    Sevel filmoù berr gant skolidi an eil derez
  • 09/2007 - 09/2008 - Kemper, An Oriant, Gwened, Naoned, Roazhon,Gwengamp, Karaez, Brest, Plougerne, Kastellin
    Tro Breizh luc’hskeudennoù Loeiz Bloñs
  • Bloavezh-skol 2007/2008
    30 den brudet a skriv war Diwan
  • 01/05/2008 - 04/05/2008 - Breizh
    Ar Redadeg : ar c’horrika breizhat
  • 02/05/2008 - 04/05/2008 - Karaez
    Gouel bras e Karaez

Liammoù diavaez

kemmañ
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.