Axel von Fersen ar Yaouankañ

(Adkaset eus Hans Axel von Fersen)
Ur pennad Axel von Fersen zo ivez.

Hans Axel von Fersen, pe Axel von Fersen ar Yaouankañ (Stockholm, 4 Gwengolo 1755idem, 20 Mezheven 1810) a oa ur c'hont ha diplomat svedat, brudet e garantez ouzh ar rouanez Marie-Antoinette Bro-C'hall. Ken brudet all en e vro eo e varv kriz, lazhet gant an engroez.

Poltredet gant Carl Frederik von Breda (c. 1800)
Hans Axel von Fersen

E vuhez

kemmañ

Mab e oa d'ar feld-marichal Fredrik Axel von Fersen ha d'e bried, ar gontez Hedvig Catharina De la Gardie. Mab-bihan e oa d'ar jeneral Hans Reinhold von Fersen, ha breur da Sophie von Fersen, kontez Piper, ha da Hedvig Eleonora von Fersen, kontez Klinckowström. Kenderv e oa da Augusta von Fersen, serc'h d'an dug Karl (ha danvez-roue), ha d'he c'hoar Ulrika von Fersen, o-div dimezelled a enor (Hovmästarinnan) gant ar rouanez Sofia Magdalena, ha niz e oa d'ar skiantourez Eva Ekeblad.

En Bro-C'hall

kemmañ

En 1774 edo oc'h echuiñ e Dro Vras dre Europa, evel ma oa ar c'hiz e-touez ar yaouankizoù a ouenn uhel hag a glaske gwellaat o deskadurezh, pa erruas e Bro-C'hall. E lez Versailhez e sache ar selloù, dremmet kaer ha korfet brav evel ma oa. Diwar ebenn e skrive Kont Creutz, kannad Sveden, da roue Sveden, Gustav III :

Eus an holl Svediz a zo bet amañ em amzer-me ez eo an hini a voe degemeret ar gwellañ e touez an dud uhel. Brav zo bet graet dezhañ e tiegezh ar roue. N'hall den bezañ en em zalc'het furoc'h ha dereatoc'h egetañ. Ken kaer dremmet ha speredet evel ma oa ne c'halle nemet ober berzh er gevredigezh, ha se en des graet penn-da-benn.

D'an 30 a viz Genver ec'h en em gavas gant an daofinez Marie-Antoinette Aostria, incognito, e korolladeg ar C'hoarigandi. Distreiñ a reas goude da Sveden. D'an 10 a viz Mae e oa marvet ar roue Loeiz XV, ha setu Loeiz XVI deuet da vout roue, ha Marie-Antoinette rouanez. E miz Eost 1778 e teuas Axel en-dro war e giz da lez Versailhez. Ne oa ket bet ankounac'haet gant ar rouanez: pa en gwelas e lavaras: "Sed aze un anaoudegezh kozh !" Hag an holl el lez a wele a-walc'h e rae-hi war-dro ar paotr yaouank gant aked.

Met Fersen en devoa c'hoant da vrezeliñ ivez.

D'an 20 a viz Genver 1780 e voe anvet da goronal en ur rejimant troadeien alaman, ha kuit ez eas da Amerika e dibenn miz Meurzh 1780, makemeras perzh e Brezel Dizalc'hted Stadoù-Unanet Amerika dindan Kont Rochambeau.

En Amerika

kemmañ

Plijout a rae Axel von Fersen da Rochambeau

En Sveden

kemmañ

Pa zistrozas da Sveden ec'h adstagas da labourat evel diplomat. En 1792 e voe lazhet ar roue Gustav III, hag anvet breur ar roue da rejant eus 1792 da 1796. Hennezh, ar priñs Karl, dug Södermanland, a voe anvet da roue evel Karl XIII kalz diwezhatoc'h. Fersen a gollas e labour evel kalz eus mignoned ar roue marv.

Pa voe roet ar gurunenn gant ar rejant d'e niz Gustav IV Adolf, mab Gustav III, e voe roet e gargoù dezhañ en-dro.

En 1797 e voe kaset evel kannad Sveden da sinañ feuremglev Rastatt, met trouz a reas ar C'hallaoued a-enep dezhañ, ma voe ret dezhañ kuitaat ar vodadeg.

En 1801 e voe anvet da riksmarskalk ( Marichal ar Rouantelezh), ministr ha kanseller Uppsala, met displijout a reas d'ar roue pa enebas krenn ouzh ar brezel a-enep Prusia, ur brezel c'hoantaet gant ar roue Gustav IV evit kastizañ Prusia hag a nac'he aloubiñ Bro-C'hall.

En 1809 e voe diskaret Gustav IV gant un taol-stad steuet gant pennoù an arme, ha Fersen a chomas neptu, met an holl a soñje e oa tomm ouzh ar priñs Gustav, mab da Gustav IV. En 1810 e voe anvet Christian-August, dug Augustenburg, da briñs-pennhêr Sveden, met mervel a reas ur pennadig goude. Hervez ar vrud e vije bet kontammet gant Axel von Fersen.

E varv

kemmañ
 
Marv Axel von Fersen, lazhet gant an engroez.

D'an 20 a viz Mezheven 1810 e oa obidoù Christian-August, hag ar riksmarskalk Axel von Fersen a oa bet karget da ambroug ar c'horf e kêr Stockholm. Kabaduilh a voe ha lazhet e voe Fersen a daolioù mein gant an engroez dirollet, mac'het e gorf dindan an treid, dirak ar soudarded na rejont van ebet. Krediñ a reer e voe aozet kement-se gant Karl XIII evit kaout an dizober eus unan eus e enebourien.

E c'hoar Sophie von Fersen a voe heskinet ivez, met dont a reas a-benn da dec'hel. Tamallet e veze-hi ivez eus marv ar priñs pennhêr. Se zo kaoz e c'houlennas ma vije graet un enklask gant al lezvarn diwar-benn ar perzh he dije kemeret e marv ar priñs. Didamallet e voe.

Goude e varv

kemmañ

Un toullad mizioù goude ar muntr e voe didamallet Axel von Fersen hag e diegezh eus marv Carl August. Beziet e voe gant lid ha pompad. Sophie von Fersen a guitaas Stockholm da vont da Kastell Löfstad, e-tal Norrköping. Ur monumant a savas e koun he breur ha skrivet warnañ: Åt en oförgätlig broder, mannamodet uti hans sista stunder den 20 juni 1810 vittna om hans dygder och sinnes lugn ( D'ur breur diankouaus, e galonegezh en e amzer diwezhañ d'an 20 a viz Mezheven 1810 a ziskouez splan e vertuzioù hag e goustiañs direbech.)