Gres (bro)

(Adkaset eus Hellazad)
Evit "Gres" da vare an Henamzer, gwelet Henc'hres.
Evit sterioù all "Gres", gwelet Gres (disheñvelout).

Gres, pe c'hoazh Hellaz (gregach: 'Ελλάς, Hellás [he̞ˈllas] Ελλάδα; gresianeg a-vremañ: Elládha [e̞ˈlaða]) a zo ur riez e Gevred Europa hag hec'h anv ofisiel eo Republik Hellenek (e gresianeg: Ελληνική Δημοκρατία Ellīnikī́ Dīmokratía, [eliniˈci ðimokraˈtia]). E penn ledenez ar Balkanioù emañ-hi. E tu an norzh he deus harzoù douarel gant Bulgaria, Makedonia an Norzh hag Albania, ha gant Turkia e tu ar reter. En em ledañ a ra Mor Egaios a-hed aodoù ar reter hag ar Mor Kreizdouar a-hed aodoù ar gevred p'emañ Mor Ionia er mervent hag er c'hornôg. Un toullad brav a inizi bras ha bihan, e meur a enezeg, a vez kavet er c'hornôg hag er reter.


Unaniezh Europa
Ελληνική Δημοκρατία
Ellinikí Dimokratía
Banniel Bro-C'hres Skoed-ardamez Bro-C'hres
Banniel Ardamezioù
  • ██ Lec'hiadur en Europa
  • Kan broadel Ύμνος εις την Ελευθερίαν
    Imnos is tin Eleftherían
    Ger-stur Ελευθερία ή Θάνατος
    Eleftheria i thanatos
    "Ar Frankiz pe ar Marv"
    Yezh ofisiel Gresianeg
    Kêr-benn Aten
    Gorread
    • En holl
    • % dour

    131 940 km²
    0.86
    Poblañs
    • Hollad
    • Stankter

    11 018 000 (2004)
    81/km²
    Prezidant Katerina Sakellaropoulou
    Kentañ ministr Kyriakos Mitsotakis
    Gouel broadel 25 a viz Meurzh
    Moneiz Euro (€)
    Kod pellgomz 30
    Kenrouedad .gr

    Evel kavell Sevenadur ar C'hornôg e vez gwelet Bro-C'hres e mare kozh an Henc'hres (eus war-dro 900 vloaz kent Jezuz-Krist betek 200 vloaz goude Jezuz-Krist). Eno eo bet ganet ha lakaet e pleustr meizad an demokratelezh. Ken pinvidik eo bet istor ha sevenadur Bro-C'hres m'he deus bet ul levezon don ken e Europa, ken en Azia hag en Afrika ivez.

    Anv ar vro

    kemmañ

    Dont a ra an anv brezhonek "Gres" dre ar galleg eus al latin Graecia, savet, d'e dro, diwar anv Γραίκος (Graikos), mab Thessalos, roue Fthia hervez mojennoù Henc'hres.

    Abaoe amzerioù Homeros d'an nebeutañ, avat, o deus ar C'hresianed o-unan graet Ἑλλάς (distaget [hellás] e henc'hresianeg hag [el(l)ˈas] e gresianeg a-vremañ) pe boutinoc'h e gresianeg a-vremañ Ελλάδα ([eˈlaða]) eus o bro, brezhonekaet dindan ar stumm "Hellaz" a-wezhioù. Savet e oa an anv-se diàr div wrizienn henc'hresianek: rakger έλ- (el- "heol, skedus", k.v. ήλιος, elios, "heol") + λάς (las "roc'h, maen"), da lâret eo "Hellaz: bro heol ha roc'h".