Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !

C'hlodwig, pe Hlodwig (war-dro 46627 a viz Du 511), a oa roue ar Franked Salian, war-lerc'h e dad Childerig Iañ, war-dro 480 goude Jezuz-Krist, en ur vro er c'hornôg d'ar stêr Roen, en-dro da gêr Tournai. Eñ eo ar roue frank kentañ a unvanas ar meuriadoù frank en-dro dezhañ. Dont a reas a-benn da astenn e veli war an darn vuiañ eus Galia. Gwelet e vez gant an istor ofisiel gall evel kentañ roue Bro-C'hall. Dont a reas e anv da vezañ skrivet Louis e galleg ha Loeiz e brezhoneg.

Gerdarzh Aozañ

Hlod a zo evit brud ha wig evit emgann e henc'hermaneg. Stumm alamanek hiriv: Ludwig ha stumm latinaet : Ludovicus. Penn al lignez roueed kentañ e Bro-C'hall eo bet Hlodwig, anvet Meroveed diwar anv un tad-kozh.

 
Badeziant Hlodwig I, taolenn gant Mestr Saint Gilles, 1500. Gallery of Art, Washington.

Galia e dibenn ar Vvet kantved Aozañ

E dibenn ar Vvet kantved goude Jezuz-Krist e oa aet beli an Impalaeriezh roman da get e Galia. Meur a bobl c'herman, a veze graet Barbared anezho, a oa o ren e rouantelezhioù bihan.

Koulskoude e oa chomet milourien galian-roman hag a oa mestr war pastelloù-bro zo, evel hini Soissons e-lec'h ma rene Syagrius.

Hlodwig, mab da Hilderik I ha da vBasina, a zeuas da vezañ roue war ur rouantelezh tro-dro da Tournai e Belgia a hiriv.

Dimeziñ ha bugale Aozañ

Gant ur vaouez dianv :

Dimezet e oa da Glotilde.