Houad penn ruz
An houad penn ruz[1] (liester : houidi penn ruz)[2] a zo ur spesad evned palvezek, Mareca penelope an anv skiantel anezhañ (Anas penelope kent)[3] .
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Anseriformes | ||
Kerentiad : | Anatidae | ||
Genad : | Mareca | ||
Anv skiantel | |||
Mareca penelope Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Anvadur
kemmañDeskrivet e voe an houad penn ruz gant Linnaeus e 1758 e 10vet embannadur e Systema Naturae dindan an anv Anas penelope, anas o verzañ ar ger latin evit "houad" ha penelope oc'h ober dave d'un houad hag en devije saveteet Penelope pa voe stlapet er mor. |
Doareoù pennañ
kemmañEtre 42 ha 52 cm eo hirder al labous, 71–80 cm e zigorded ha 500-1100 g e bouez.
Gris eo kostezioù ha kein ar par, du eo e lost, gwer teñval e bluñv askell ; un takad gwenn skedus a weler war laez e zivaskell dispak. Roz eo e vruched, gwenn e gof, rous e benn gant ur gurunenn liv ar c'hoaven. Pa ne vez ket mare ar gouennañ ez eo neuz ar pared tostoc'h da hini ar barez, a zo gell sklaer he fluñv.
-
Vioù Anas penelope
-
Un houadez penn ruz
e Fujimae-higata
Boued
kemmañBevañ a ra diwar amprevaned ha plant peurliesañ, a gav e pradeier pe geunioù.
Annez
kemmañKavout a reer ar spesad o neizhañ e hanternoz ha kreiz Eurazia hag o c'hoañviñ en Afrika ha kreisteiz Asia[4].
Alies e vez e Breizh-Veur hag en Iwerzhon er goañv, hogen ne chom ket da ouennañ Bro-Skos. A-wechoù e vez gwelet en SUA ivez : dre ma'z eo bagadus-kenañ al labous ez a alies kevret gant Anas americana, betek hironañ gantañ.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, Éditions Palantines, 2012, pajenn 1241a.
- ↑ Studiet gant TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
- ↑ IOC World Bird List Update Version 7.3 (31 GOU 2017)
- ↑ Mareca penelope war al lec'hienn Avibase.