IVe kantved
(Adkaset eus IVvet kantved)
../.. | Eil kantved | IIIe kantved | IVe kantved | Vvet kantved | VIvet kantved | ../..
Bloavezhioù 300 | Bloavezhioù 310 | Bloavezhioù 320 | Bloavezhioù 330 | Bloavezhioù 340
Bloavezhioù 350 | Bloavezhioù 360 | Bloavezhioù 370 | Bloavezhioù 380 | Bloavezhioù 390
301 | 302 | 303 | 304 | 305 | 306 | 307 | 308 | 309 | 310 |
311 | 312 | 313 | 314 | 315 | 316 | 317 | 318 | 319 | 320 |
321 | 322 | 323 | 324 | 325 | 326 | 327 | 328 | 329 | 330 |
331 | 332 | 333 | 334 | 335 | 336 | 337 | 338 | 339 | 340 |
341 | 342 | 343 | 344 | 345 | 346 | 347 | 348 | 349 | 350 |
351 | 352 | 353 | 354 | 355 | 356 | 357 | 358 | 359 | 360 |
361 | 362 | 363 | 364 | 365 | 366 | 367 | 368 | 369 | 370 |
371 | 372 | 373 | 374 | 375 | 376 | 377 | 378 | 379 | 380 |
381 | 382 | 383 | 384 | 385 | 386 | 387 | 388 | 389 | 390 |
391 | 392 | 393 | 394 | 395 | 396 | 397 | 398 | 399 | 400 |
|
D'ar 1añ Genver 301 e krog ar IVe kantved hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 400.
Darvoudoù
kemmañ- Marevezh klasel ar sevenadurezh vaya (300-900) e Chiapas hag e Yucatán. En em ledañ a ra ur sevenadurezh unvan a-walc'h a-hed an tiriad maya heverk dre al levezon mec'hikan kreñv warni. Savet e vez kreizennoù lidañ meur Palenque, Tikal ha Copán.
- Labourat a ra ar vayaed an douar gant teknikoù askoridik diazezet war barkeier war savennoù. Gounezet e vez maiz, fav, koulourdrennoù, skilbebr ha gwrizioù debradus.
- En em staliañ a ra an gantreerien Hottentot (Koi-Koin) e su ar c'hevandir.
- Krouet eo Impalaeriezh Ghana gant ar Verbered Soninke.
- Rouantelezh Ouagadou e kornôg Afrika.
- En em gavout a ra ar relijion kristen e rouantelezh Aksoum en Etiopia dre marc'hadourien gresian-ha-roman staliet er mor Ruz. Kristenekaet eo ar rouantelezh gant Sant Frumentius avieler eus Tir.
- Berzh ar vanac'hegezh kristen e gouelec'h Egipt.
- Dilezet e vez ar skritur demotek evit al lizherenneg c'hresianek
- Astenn a ra tierniezh Rastrakuta he beli war kornôg an Dekkan (IVe-Xvet).
- Temploù kleuzet Ellora (IVe-XIIIvet kantved).
- Peursavet eo ar Mahabharata
- Krouet priñselezh Yamato e Japan.
- Bog Stadoù Paekche, Silla ha Koguryo e Korea.
- Berzh a ra rouantelezh Paekche, e Korea, tizhout a ra hec'h emled brasañ e su al ledenez.
- En em gavout a ra ar voudaegezh e Korea.
- 383 : Emgann ar stêr Fei e Sina
- 378 : Friket-lip eo al lu roman en emgann Adrianopolis
- Diskar rouantelezhioù Arabia eürus. Erlec'hiet eo kenwerzh ar c'haravanennoù dre zouar gant ar c'henwerzh war vor evit brasañ mad rouantelezh Aksoum.
- Degaset e vez ar relijion kristen da Jorjia. Gras d'ar skolioù ha d'ar manatioù niverus e vo skignet hag ez aio war-raok sevenadur Jorjia.
- Kenwerzh etre Europa ha Sahara ar C'hornôg.
- En em astenn a ra rouantelezh got Ermanaric eur ar mor Baltel d'ar mor Du. Freuzet e vo gant bountadegoù an Huned etre 370 ha 380.
- Stankoc'h-stankañ eo ar produerezh houarn e Norzheuropa, marteze a-walc'h abalamour da gresk rouantelezhioù bihan (Bohemia, Schleswig-Holstein hag e su Polonia).
- Kristeniezh
- 301 : Armenia kentañ bro o tegemer ar gristeniezh da relijion Stad
- 312 : Dont a ra an impalaer roman Kustentin Iañ da vezañ kristen.
- 306-337: Fin zo da handeegezh ar gristenien. Kustentin a laka aozañ ar c'hentañ Sened-Iliz e Nikaia.
- Dont a ra Kergustentin da vezañ sez nevez gouarnamant an Impalaeriezh roman, Roma Nevez.
- Peurechuet hag embannet da vat eo reoliadur an Iliz gant Sened-Iliz Kartago
- 378-395 : Berzet eo al lidoù pagan gant an impalaer roman Teodosius Iañ. Relijion ofisiel an Impalaeriezh e teu ar relijion kristen da vezañ.
Tud dibar
kemmañ- Ammianus Marcellinus, istorour roman
- Eosten Hippo, sant, doueoniour ha Tad an Iliz (354-430)
- Arius, bet diazezet an Arianegezh gantañ
- Athanasius, eneber da Arius
- Eusebius, istorour brudet an Iliz kristen
- Frumentius, avieler Etiopia
- Ge Hong, alkimiour sinaat
- Kustentin Iañ (280 - 337), impalaer roman (306-337)
- Sant Ambroz, eskob Milan
- Pachomius, bet diazezet gantañ ar vanac'hegezh kristen
- Sant Martinus Teurgn
- Ulfilas, abostol ar C'hoted
Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù
kemmañ- Lestr Nydam (Danmark), diwern ha distur ha dezhañ 23 metr hed.
- Sevenadur Tcherniakhiv-Sîntana eus Ukraina da Voldavia ha Treuzsilvania, betek traoñ an Danav (fibulennoù bihan e feilhennoù arem pe arc'hant). Bountet gant an Huned e kroger da welet, a-greiz-holl, an elfennoù eus Germania ar reter e dibenn ar IVe hag e deroù ar Vvet kantved e Pannonia hag e traoñienn an Tisza.
- Kama Sutra
- Codex Sinaiticus, Codex Vaticanus, bibloù kristen kentañ