Impalaeriezh Gupta

(Adkaset eus Impalaeriezh gupta)

An Impalaeriezh Gupta (sanskriteg गुप्त राजवंश, Gupta Rājavaṃśa) a reer eus ur rouantelezh a voe en India eus ar bloavezh 320 d'ar bloavezh 550 pe war-dro.

An impalaeriezh Gupta en he barr
(e gris : ar rouantelezh Gupta ; e gwer, he Stadoù gwizien.)

Gant ar remziad Gupta, « kuzh » en hindieg, a rene war Stad Bihar e norzh India e voe diazezet. Amresis eo orin ar remziad-se[1] ; krediñ a reer e oant ur bodad rouaned (rājā en hindieg) e penn stadoùigoù strewet e traoñiennoù ar stêr Ganga hag hec'h adstêrioù.
Buan e tiorras er 4re kantved dindan ren Chandragupta ha Samudragupta. En e varr e voe kent kreiz ar Vvet kantved, dindan ren Kumaragupta hag e vab Skandagupta[2]. War ziskar ez eas da c'houde, an abeg da aloubadennoù ha da luskoù e diabarzh India.
Petra bennak ma vez sellet ouzh ar Stad Gupta evel ouzh un impalaeriezh[3] e oa digreizennet e gwirionez, zoken pa oa he renerien ar re c'halloudusañ en iskevandir indian. Meur a rouantelezh amezek a oa dindan o beli dre ma oant kar e-keñver sevenadur. Alies e lavarer ez eo amzer ar remziad Gupta "oad klasel"[4] pe "oad aour"[5] sevenadur kozh India dre ma c'hanas nevezentioù dibar war tachennoù ar matematik, ar steredoniezh, al lennegezh, ar c'hoariva, ar c'hizellerezh, hag all[6]. Zoken pa 'z eo al lañs-se un astenn eus un amzer gent ez eo asur e voe marevezh ar remziad Gupta unan eus ar re bouezusañ en Istor ar sevenadur en India hag er broioù amezek[7].

An daveoù hon eus

kemmañ

Dre ma 'z eo skortik an daveoù a-zivout ar mare-se ne c'heller ket resisaat an istor politikel ha sevenadurel anezhañ.

  • Enskrivadurioù zo digant ar rouaned, evel re piler Allahabad e Stad Uttar Pradesh dindan ren Samudragupta, ha digant o gwizien evel rouaned Eran e deroù ar VIvet kantved[8]. Lod all a zeu digant aotrounez pe korfuniadoù d'hon zitouriñ a-zivout ar gevredigezh hag ar vuhez relijiel : un enskrivadur eus ar Vvet kantved e Mandasor (Stad Madhya Pradesh) a veneg savadur un azeuldi paeet gant ur c'horfuniad gwiaderien sidan.
  • Pezhioù-moneiz zo ivez, ha dre o amzeriadiñ e c'hallomp anavezout heuliad ar rouaned ha lod eus darvoudoù a c'hoarvezas dindan o ren.
  • Sielloù zo deuet betek ennomp ivez : drezo e ouzomp diwar-benn ar c'hargoù a veze fiziet gant ar rouaned d'o gwizien.
  • Danevellskridoù istorel zo bet savet diwezhatoc'h, met ne dalvezont ket gwall galz evit mare ar remziad Gupta.
  • Danevellskridoù gant Sinaiz o veajiñ a ro deskrivadurioù eus ar vro hag un nebeud darvoudennoù istorel, a denn da Vouddha peurliesañ, dre ma oa menec'h eus ar veajerien-hont : etre 405 ha 417, dindan ren Chandragupta II, e veajas Fa-Hien (~337 - ~422), e deroù ar 5vet kantved e voe Son Yun ha Huei Cheng, ha dreist-holl Zuanzang er bloavezh 672 – diwezhatoc'h eta, met dastumet en deus darvoudennoù eus amzer ar remziad Gupta[9],[10].
  • Enklaskoù el lec'hiennoù hendrael o deus diskuliet oberennoù arzel eus ar re gaerañ er c'hreizennoù relijiel bras evel Sārnāth ha Mathurā en Uttar Pradesh ; eno ez eus bet dastumet ivez daveoù pouezus diwar-benn amzer ar remziad Gupta dre un nebeud kensavadurioù a gaver ivez e Deogarh (Madhya Pradesh) hag e santualioù-roc'h evel Ajantha (Stad Maharashtra)[11].

War divoud arz ha sevenadur ar mare-se eo an darn vrasañ eus an titouroù hon eus, anezho skridoù lennegel, relijiel ha skiantel pouezus a zo bet miret betek bremañ, oberennoù meur eus ar sevenadur indian en o zouez (Puranas, skridoù gant Kālidāsa ha re gant Aryabhatal da skouer[12]. Diaes eo avat o amzeriadiñ resis, ne c'heller nemet goulakaat e pe amzer ez int bet savet.

Kresk, pellvan ha diskar impalaeriezh ar remziad Gupta

kemmañ

Orin ar remziad

kemmañ

Goulakaet e vez e teu ar gerentiezh Gupta eus paou Magadha, e norzh Stad Bihar, pe eus Stad Uttar Pradesh. Dre an anv Gupta e c'heller kendastum e oant kenwerzhourien pe dornwezhourien, nemet e vijent uhelgargidi[13],[14]. E norzh Stad Bihar eo avat ez eo bet merket an arouezioù kentañ eus o galloud.
Diwar an hengoun hag enskrivadur Samadragupta en Allahabad – anvet Prayāga gwezhall – e c'heller kendastum e renas kentañ ri ar remziad, Srî Gupta, eus ~240 da ~280 GJK, hag e warlerc'hiad Ghatotkachagupta eus ~280 betek ~319 ; an daou a veze lesanvet mahārājā (roue meur)[15]. Strizh e oa o zachenn hep mar, anezhi kreizenn gozh an douaroù Maurya, a oa evel meur a Stad all un tamm eus traoñienn ar stêr Ganga hag ur vruzhunenn bet dastumet goude an diskar eus an div impalaeriezh a rene en eil kantved, Kouchan e gwalarn India ha Satavana er c'hreiz-reter.

Emledegezh ar remziad

kemmañ
 
Poltred eus Samudragupta
war ur pezh-moneiz.

Srî Gupta e voe ar ri kentañ neuze. War e lerc'h e renas Ghatotkachagupta, ha war-dro ar bloavezh 320 GJK e voe Chandragupta, mab Ghatotkachagupta a c'heller soñjal, roue d'e dro (arabat eo droukveskañ gant Chandragupta Maurya (340-293 BCE), diazezer an impalaeriezh Maurya).br/> Chandragupta e voe a roas lañs da Vare ar remziad Gupta ; ne ouzer ket avat ha diwar un darvoudenn resis en devoa divizet en ober[16].
War-dro 308 GJK e timezas evit abegoù politikel gant Kumaradevi, anezhi ur briñsez Lichhavi eus unan eus ar Stadoù amezeg. Ur wezh unanet gant ur gerentiezh c'halloudus e kendalc'has Chandragupta da astenn e c'halloud, betek bezañ er bloavezh 321 mestr war an darn vrasañ eus glann reteriek ar stêr Ganga, betek Prayaga (Allahabad hiziv), ha gourc'hemenn bezañ anvet mahārājā-adhirājā, "Roue meur ar rouaned".
Er bloavezh 335, goude marv e dad Chandragupta, e pignas Samudragupta war kador roue meur ar rouaned. Hennezh eo a gasas galloud ar remziad Gupta d'e varr. En hengoun indian e vez sellet outañ evel ouzh ur roue disi, ur brezelour trec'hus hag ur mignon d'an arzoù. War piler Allahabad, bet savet meur a gantved kentoc'h gant ur roue Maurya anvet Ashoka, e c'heller lenn e drec'hioù war rouaned all, a droas da wizien dezhañ pe da gevredidi dre ret. War tremen ugent rouantelezh e oa bet trec'h pa varvas er bloavezh 380. "An Napoleon indian" a rae an istorour Vincent A. Smith anezhañ[17].Eus an Himalaya betek ar stêr Narmada, hag eus ar stêr Brahmapoutra betek ar stêr Yamuna ez anzaved e veli, ha marteze betek enez Sri Lanka, met Su an iskevandir ne gouezhas ket en e yalc'h. Neoazh e kemeras Samudragupta al lesanv a Chakravartin, "Mestr war an hollved". War-du Vishnu e oa troet e feiz, met habask e chomas e-keñver ar feizidi da Shiva ha da Vouddha.

Ar remziad en e varr

kemmañ

Dre zanevelloù bet savet diwezhatoc’h hepken e ouzer diwar-benn warlerc'hidi Samudragupta.
E vab henañ Ramagupta a voe roue e 375, evel ma tesker dre bezhioù-moneiz, met hervez an hengoun lennegel indian en devije kollet un emgann ouzh ur roue amezek, ha ret e vije bet dezhañ reiñ e wreg d'an enebour. E vreur Chandragupta a vije aet neuze betek palez an enebour, m'en devije lazhet ar roue kent degas gwreg e vreur d'ar gêr en-dro. Ramagupta en devije klasket lazhañ ar saveteer a guzhe an heol outañ, met trec'h e voe Chandragupta hervez an hengoun : lazhet e vreur ha tapet ar galloud gantañ dindan an anv a Chandragupta II. Eus 380 betek 413 e renas neuze, ha galloudusoc'h c'hoazh e teuas ar rouantelezh Gupta dre aloubadennoù hag euredoù politikel : diouzh tu ar C'hornôg e voe ledanet an domani betek ma voe mestr ag aod da aod. War-dro ar bloavezh 409 e kemeras Ujjain, kêrbenn ar rouantelezh Shaka (e Stad Madhya Pradesh hiziv), evel ma c'heller lenn war ur mell piler houarn a zo en Delhi hiziv an deiz. Rouaned Bangala zoken a anzavas e veli.
Da neuze e voe Chandragupta II lesanvet Vikramāditya, "Heol ar Galloud". En Ujjain e stalias kêrbenn e rouantelezh a-benn merañ ar c'henwerzh en India an Norzh. En e varr edo ar rouantelezh, ha petra bennak ma oa kresket diwar brezelioù e oa ur greizenn bouezus a-fed sevenadur ha skiant.

 
Pezh-moneiz skoet dindan ren Kumaragupta I

Er bloavezh 415 e voe mab Chandragupta roue d'e dro, dindan an anv a Kumaragupta I.
E-pad tremen 30 vloaz e renas en un doare peoc'hus a-walc'h hep na tigreskje galloud ar rouantelezh. E dibenn e ren e tizhas meuriadoù Shvetahūna (an Huned|"Huned Wenn"]) treuziñ harzoù ar Gwalarn. Gallus eo en devije Kumaragupta I echuet e vuhez evel ur penitiour en ur goadeg.
Skandagupta, e vab, a voe roue e 455. Trec'h e voe war an Huned Wenn ha war amezeien a glaske plantañ o banniel e korn pe gorn eus e rouantelezh. Evel e ziagentidi e voe Skandagupta ur roue gouzañvus a lakaas sevel azeuldioù da zoueed all estreget Vishnu. Kudennoù a savas evelkent : rivinet pe dost e oa ar Stad en abeg d'ar stourm ouzh an Huned Wenn, kevez a oa el lez, ha gwizien deuet da vezañ galloudus a glaske mont en o frankiz dre dennañ splet eus an aloubadennoù a oa bet harzet gant ar roue.

Aloubadegoù an Huned Wenn ha diwezh ar remziad Gupta

kemmañ

Er bloavezh 467 e varvas Skandagupta. War e lerc'h e renas Purugupta etre 467 ha 473, Kumaragupta II (473-476), Budhagupta(476-495?), Narasimhagupta-Baladitya, Chandragupta III, Samudragupta II, Kumaragupta III, Vishnugupta ha Bhanagupta, a echuas e ren war-dro ar bloavezh 550.
N'eo an heuliad-se nemet anvioù kavet war mein pe sielloù : luziet eo urzh ar rouaned eta, ha n'ouzer netra a-zivout o oberennoù. A-dra-sur e tremenjont kalz eus o amzer o stourm ouzh aloubadegoù an Huned Wenn. Ur boblad eus Kreiz Azia e oa an Huned Wenn, anvet ivez Yue-Zhi gant Sinaiz pe Hephtalites gant ar C'hresianed.
En 3de kantved e klaskjont aloubiñ Mervent Azia, en aner avat. Neuze ez aloubjont Ghandara – anezhi ur vro gozh em astenne war an dachenn a zo hiziv Reter Afghanistan, Norzh Pakistan ha Gwalarn India – ma tistrujont ur sevenadur gresian-bouddhaat eus ar re vleuniusañ e dibenn ar 5vet kantved. Da c'houde ez ejont tre e Norzh India, er rouantelezh Gupta.
War-dro ar bloavezh 480 e teuas ar roue Oprah a-benn da vont tre er rouantelezh Gupta dre harzoù ar Gwalarn, hag un ugent vloaz bennak war-lerc'h e voe skrapet un tamm bras eus an dachenn gant Toramana : Rājāstan ha glan gornaouegel ar stêr Ganga. Mab Toramana, anvet Mihirakula, a gendalc'has gant an tagadennoù betek ma voe trec'het e 528 gant ur bodad rouaned en o fenn Narasimhagupta-Baladitya ha Yashodharma eus Mālvā.
Spontus eo chomet brud an Huned Wenn en hengoun indian. Goude marv Mihirakula (~570) ez eas galloud ar meuriadoù Shvetahūna war ziskar, met en o raok e oa aet ar Stad Gupta da get. Ne ouzer ez-resis penaos ez eas ar rouantelezh Gupta da get goude ar bloavezh 550. Sur a-walc'h ne voe ket ar rouaned diwezhañ gouest da zelc'her start koulz war o gwizien ha war galloud o armeoù[13].
Daoust da ziwezh an impalariezh ha da zasrannadur India an Norzh e chomas ar vro en ur stad pinvidik, ha bleunius e voe an arz enni.

Frammoù politikel ha kevredigezhel er Stad Gupta

kemmañ

Ar roue

kemmañ

Unpennel e oa ar Stad, ha pa oa en he barr e fougase ar rouaned bezañ mistri war an hollved. Kement-se a verker dre lidoù liesdoare, an hini heverkañ ha rouesañ anezho e vezañ lid an Ashvamedha, a zeue eus hengoun ar Veda.
Pa felle d'ur roue astenn e c'halloud e kase ur marc'h ambrouget gant gwarded da bourmen en e rouantelezh hag er re amezek. Dre lezel ar marc'h da dremen digudenn ez anzave ar rouaned all pennaotrouniezh ar roue meur, rak kement ha disklêriañ brezel e vije bet herzel ha lazhañ al loen. Goude bloaz e tistroe ar marc'h d'ar gêrbenn ma voe aberzhet gant lid bras.
A-douez an niver bihan a rouaned indian a gasas lid an Ashvamedha da benn e voe Samudragupta ha Kumaragupta, a gemeras neuze al lesanv a Chakravartin, "Mestr war an hollved"[18]. Dre ma teue ar galloud-se dre an doueed e ranke ar rouaned bezañ harpet gant Brahmaned.
Ret e oa d'ar roue bezañ leal e-keñver e bobl a-benn chom reizh gant an doueed : ar rājādharma eo, "dever ar rouaned". Eus e berzhioù a gadour e penn an armeoù e tenne ar rouaned o reizhveli, hag arouezioù eus madelezh an doueed e oa an trec'hioù – ar re-mañ o staliañ galloud ur roue war e wizien evel-just.

Ur Stad amgreizennet

kemmañ

Diwar enskrivadurioù ar rouaned Gupta e ouzomp a-zivout lies pazenn melestradurel a dalveze da reoliñ an dachennad en un doare kempoell. Kement-mañ ne dalvez nemet evit kreiz an impalaerezh, a oa meret war-eeun, rak dindan veli gwizien e chome ar rannvrioù pellañ.
Er gêrbenn – Pataliputra (Patna, e Stad Bihar, hiziv) da gentañ, neuze Ayodhya, Kausambi, hag Ujjain en diwezh – e veze ar roue kuzuliet gant maodierned, an hini pouezusañ anezho o vezañ ar Pradhana Mantri a oa e penn melestradurezh ar vro. Soudarded ha poliserien e oa ar benngargidi all a ouzomp diwar o fenn. Ur bazenn izeloc'h e oa kuzulioù-ren ar 26 rannvro (bhukti pe desha)[19], kumaramatya-ed er penn anezho.
Pep bhukti pe desha a oa rannet e bannoù (pradesha pe vishaya), hag e pep bann e oa ur c'huzul-ren gant un ayuktaka pe vishyapati er penn anezhañ. E traoñ ar skeul e oa ar c'hêrioù hag ar c'hêriadennoù, ur c'huzul-merañ e pep hini anezho ma kaved ivez korfuniadoù ar c'hornad, kreñv o galloud dre ma c'hellent prestiñ arc'hant[20] ha ma kellident oberennoù relijiel. Bras a-walc'h eta e oa o levezon war ar gevredigezh, ha ret e oa neuze d'ar pennadurezhioù o lakaat e kont a-benn gouarn.
Emren a-walc'h e oa ar c'huzulioù-merañ lec'hel, nemet e tlee o dibaboù bezañ asantet gant ar Stad. Lod kargoù a veze tremenet a dad da vab war a hañval. Pa zeue ur roue amezek dindan veli ar remziad Gupta e vije alies lezet da verañ e dachennad en eskemm d'un truaj paeet d'ar Stad Gupta a-benn kaout he gwarez. Ne veze ket an tachennoù nevez meret war-eeun gant ar gêrbenn eta, ar pezh a chomas efedus keit ha ma voe ar roue Gupta galloudus a-walc'h da vezañ doujet gant e wizien.

Roadoù ha gladdalc'helezh

kemmañ

A-hed marevezh ar remziad Gupta e roas ar rouaned douaroù da dud pe ensavadurioù, en abeg ma oa ar roue dreistperc'henn war douaroù e zomani ha ma c'halle o skrapañ hag o dasparzhañ pa felle dezhañ, ar pezh a zegasas hep mar kemmoù bras pe vrasoc'h er armerzh ha kevredigezh ar vro. Kement-se a veze graet dija kentoc'h, met dre ma voe graet aliesoc'h-aliesañ e voe lakaet muioc'h a bouez war digreizennadur ar Stad da vare ar remziad Gupta. Daou rummad degemeridi a oa d'ar roadoù-se :

  • kargidi a zegemere douaroù a dalveze da c'hopr pe da drugarez evit ur servij pe ur c'hur bennaket ;
  • beleien pe ensavadurioù relijiel, daoust ha petore e oa o feiz – ar pal e oa degas brud vat ha lufr relijiel d'ar roue.

Digant ar roadoù-se e veze tennet leveoù dre al labour-douar, ha pa veze kêriadennoù war an dachenn e veze dastumet gwirioù melestradurel ha lezvarnel war an dud a veve enno. Ne c'heller ket avat komz eus gladdalc'helezh amañ, zoken pa veze an dud dindan beli ur perc'henn mac'homer : ne veze paeet dezhañ nemet an tailhoù a veze paeet d'ar Stad kentoc'h, ar perc'henn e-unan o vezañ rediet da baeañ tailhoù d'ar Stad evit holl e zouaroù.
Gwezh ha gwezh all e veze an degemerad diskarget eus tailhoù a oa, eus anerioù pe eus terkadur ar rannluioù a oa war e zomani.
A-wezhioù e veze roet douaroù a-benn o lakaat e gounezerezh, ar pezh a roas tu da lakaat teknikoù nevez e pleustr. Hep mar o deus ar roadoù kemeret perzh e digreizennadur ar rouantelezh, ha drezo e teuas lod perc'henned galloudusoc'h-galloudusañ war tachennoù an armerzh hag ar gevredigezh peogwir e oa troc'het al liamm etre an dud hag ar Stad. En diwezh e c'hoarvezas ma gwanaas ar Stad tra ma kreñvaas ar berc'henned pinvidikañ.

Ar relijionoù

kemmañ

An teir relijion bennañ a oa er Stad Gupta e oa ar vrahmaniezh, anezhi stumm kozh an hindouegezh a-vremañ, ar vouddhadegezh a yae war gresk, hag ar jaînegezh e lec'hioù a oa, na vo ket skrivet diwar he fenn amañ.

 
Delwenn eus Vishnu,
darn, 5vet kantved,
skol Mathurâ, Mirdi Broadel New Dehli.

Petra bennak ma oa ar rouaned Gupta azeulerien da Vishnu e rojont harp d’ar vrahmaniezh ; kehel Shiva a veze skoazellet ivez, zoken pa hañval e voe Kumaragupta lakaet dindan gwarez an doue Kumara[21].
Kement-mañ a c'heller dastum diwar pezhioù-moneiz ma veze diskouezet an doueez Lakshmī, anezhi stumm benel Vishnu, hag he jav al labous Garuda. Ar vrahmaned avat a chome ar re levezonusañ : kargidi e oant en holl liveoù ar velestradurezh, douaroù a veze roet dezho, d'o azeuldioù ha d'o manatioù. Ar vrahmaned hepken e c'halle kas al lidoù roueel rekis a-benn reizhekaat ar remziad.

 
Delwenn eus Bouddha,
5vet-6vet kantved, Sarnath.

A-wezhioù hepken e veze sikouret ar vouddhâdegezh, met honnezh a c'halle tennañ splet eus madelezh gwizien ar roueed Gupta ha lañs a voe ganti c'hoazh daoust da greñnvder nevez ar vrahmaniezh.
Pennoberennoù arzel a voe graet gant azeulerien Bouddha da vare ar remziad Gupta, delwennoù dreist-holl, hag o frederourien veur em vode en o c'hreizenn e Nālandā.

Frammadur soudardel

kemmañ

N'eo ket dre an Indianed o-unan ez anavezer diwar-benn an armeoù Gupta, dre arvesterien eus an diavaez evel Sinaiz ha Kornôgiz ez eo deuet an tenorioù gwellañ. War a hañval e veze an armeoù Gupta diazezet war gwaregerien war droad, pa oa ar gwaregoù an armoù pennañ. Gwaregoù hir e oant, e bambouz peurliesañ, a vanne biroù hir graet diwar bambouz hag ur beg metalek. Dre ma ne oant ket savet diwar meur a zanvez evel re ar C'hornôg pe Kreiz Azia ne oant ket tuet da welchiñ en aergelc'h gleb ha mouest ar vro. Brudet e oa ar gwaregoù indian evit o galloud : gouest e oant da vannañ pell ha da doullañ don, ar pezh a rae diouto armoù efedus enep ar waregerien war varc'h. Biroù-tan a oa ivez. Alies e veze ar waregerien gwarezet gant un droadegiezh armet gant klezeoù hir, javeledoù ha skoedoù.
Ar waregoù dir galloudus-kenañ hag ar biroù dir gouest da dreuziñ hobregonoù loened bras evel olifanted pe dourvarc'hed ne vezent arveret nemet gant an uhelidi.
Gant mekanikoù-brezel evel bangounelloù hag arbalastroù meur e ouie ar soudarded Gupta ober ivez.
Souezhus eo ne voe ket ar rouaned Gupta troet gant ar waregerien war varc'h, pa veze ar re-se an tamm brasañ eus an armeadoù enebourien evel an Huned hag ar Skited. E kenurzh o armeadoù e fizient hep mar, kevret gant strategiezh ha lec'haveiñ eus ar re efedusañ.
Ur morlu a oa ivez, a-benn reoliñ dourioù ar rouantelezh. Eus marevezh ar rouaned Gupta hag o armeadoù gwaregerien e teufe ar c'hoari Gwezboell[22] : ur rakstumm anezhañ a veze anavezet dindan an anv chaturanga, a dalvez kement ha "peder rann an arme" – da lavaret eo troadegegezh, marc'hegiezh, olifantegiezh ha kirri – a zo aroueziet gant hor pezh-gwerin, marc'h, alf ha tour.

Oad Aour ar sevenadur en India ?

kemmañ

Tost da zaou gantved-pad e voe un darn vras eus India stabil ha pinvidik a-drugarez da ren ar remziad Gupta, ha bleunius e voe an arzoù ivez, alese ar vrud ag "Oad Aour eus ar sevenadur indian", a vije bet neuze en e stumm "klasel"[23],[24].
Arabat eo disoñjal e oa kement-se un emdroadur eus mareoù kent ; anat eo avat e voe ar marevezh-se unan eus ar re skedusañ en Istor an iskevandir indian. Harpet e oa bet an arzourien gant ar rouaned : e lez Chandragupta II, da skouer, e veze kendalc'het an Nav Maen-Sked, evel ma anved ur strollad lenneien ha gouizieien brudet-kenañ.
Unan anezho e oa Kalidasa Veur, ur barzh peurbadus a savas labour dreist da hini meur a varzh dreistdonezonet all, n'eo ket hepken da amzer e vuhez met en amzerioù war-lerc'h. Unan eus er berzhioù dibar e oa e zoare soutil da ober gant shingara, an elfenn romantel er gwerzoniezh.
Lenneien hag arzourien a labouras evit an azeuldioù hag ar manatioù, a oa mennet da skoazell ar grouerien.

Ar skiantoù

kemmañ

Ar matematik ha drezo ar steredoniezh a oa bleunius dija en India e deroù ar remziad Gupta. E-pad e ren e voe araokadennoù nevez, a voe embannet dre skridoù a voe displeget war-lerc'h. Āryabhatta (476 - 550) zo brudet-bras evel matematikour ha steredoniour[21]. Evel holl studiadennoù indian ar mare e teu e bennoberenn Âryabhattîya dindan stumm pennlavaraoù gwerzaouet a zeskriv kealioù evel ar sinusoù, jed goreadoù al lunioù mentoniel, ar rannoù, talvoudegezh π gant peder dekvedenn, kement-se e-sell da jediñ fiñvoù an astroù. A-fed steredoniezh e kinnig Aryabattha un Douar n'eo ket kompez, a zo ur voull o treiñ warni hec'h-unan en ur dreiñ tro-dro d'an Heol a chom e kreiz e goskor ; displegañ a ra penaos e sked al Loar hag ar planedennoù dre asked gouloù an Heol ; hag en doare reizh e tispleg ar fallaennoù evel skeudoù bannet gant an Douar hag o kouezhañ warnañ.
Kement-se ha dizoloadennoù all gant Indianed ar marevezh Gupta war divoud ar c'hendedennerezh ha koskor an Heol a voe skignet er bed a-bezh dre ar c'henwerzh.
Displeget e voe kavadennoù Aryabhatta gant e warlerc'hiad Brahmagupta, a lakaas splann arver an o-gwan er jedadennoù indian, ha dre se e voe staliet ar reizhiad dekvedennek da vont war-raok. En o barr e voe ar matematik hag ar steredoniezh indian da vare ar remziad Gupta. Troidigezhioù eus studiadennoù ar ouizieien indian a voe en arabeg adalek an 8vet kantved, ha goude labourioù ar Persian Al-Khwārizmī e voe degemeret ar "jediñ indian" er bed arabek, alese ar sifroù arabek a implijomp er C'hornôg pa ra an Arabed gant sifroù hindiek c'hoazh e gwirionez[25]. Ar vezegiezh a ranker menegiñ ivez, pa gendastumas Vagbhata er 5vet kantved studiadennoù diwar-benn ar surjianerezh, al lagadouriezh hag all. E dibenn a hevelep kantved e voe skrivet gant Pâlakâpya a-zivout ar vilvezegiezh a-benn prederiañ ar c'hezeg hag an olifanted.

Ul lennegezh e bleuñv

kemmañ
 
Tudennoù eus ar Mahābhārata,
uhelvos en azeuldi Dashavatara e Deogarh, 6vet kantved.

E-kerzh mare ar remziad Gupta e voe savet oberennoù meur en Istor al lennegezh indian.
Alies koulskoude e vez diaes amzeriadiñ an oberenn-mañ-oberenn, dre ma vez kavet adstummadurioù ha lies kentel eus an hevelep mojenn gozh : war divoud an daou veurgan Mahābhārata ha Rāmāyaṇa da skouer e ouzomp ez int kalz koshoc'h eget ar 4re kantved GJK, met da vare remziad ar Gupta int bet skrivet da vat e sanskriteg.
Ar sanskriteg end-eeun e oa yezh al lenneien d'ar mare-se[26]. Gant begenn ar gevredigezh e voe savet al lizheradur a zo deuet betek ennomp : brahmaned, azeuldioù vouddhaat, lez ar roue. Samudragupta, ar roue alouber meur, a dremen c'hoazh da varzh, telenner, mignon d'an arzoù.
Ar bobl ne ouie ket yezh al lennegezh : dre ar sanskriteg hepken ez anavezomp kealoniezh an dere uhelañ, da lavaret eo unaniezh galloud ar roue ha galloud ar relijion. Relijiel eo an darn vrasañ eus an oberennoù a zo deuet betek ennomp, dre virouriezh ar vrahmaned hag aked al lenneien – beleien an darn vuiañ anezho. Evel e-pad ar mareoù kent da hini ar remziad Gupta e yae an displegoù da ober ur rumm pouezus el lennegezh ; un doare skolbrederouriezh e oant, a glaske neuze peurgompren ha lezennata ar c'helennadurioù : ar yezhadur eo a voe displeget er penn kentañ. Er rouantelezh Gupta ez eo ar c'hoariva a gement a voe displeget dre un oberenn damkaniezhel dibar anvet Nātyashāshtra ("C'hoariva") ; enni emañ displeget kement tra a denn d'ar c'hoariva indian : an testennoù, ar chinklañ, al leurenniñ, ar sonerezh, ar c'horolloù, perzh kement micher a ya d'e sevel, betek ar santadoù a ranked kavout en oberenn hag adkavout dre ar c'hoarierien[27]. War dachenn al lennegezh amsakr e ranker menegiñ an aozer Kālidāsa, anezhañ unan eus an Nav Maen-Sked e lez Chandragupta II bet meneget uheloc'h. Brudet eo evit e bezhioù-c'hoari hag evit e zoare dibar da sevel barzhonegoù sanskritek. Un oberenn bennañ all el lennegezh indian eus ar marevezh Gupta eo Kāma Sūtra, Pennlavaroù war divoud ar c'hoant, gant Vātsyāyana ; sellet e vez outañ evel ouzh ar studiadenn gentañ a-zivout emzalc'h mab-den e-keñver an darempredoù reizhel. En abeg da droidigezhioù fall e voe lakaet da hudur er C'hornôg, ar pezh n'eo ket[28].

An arzoù mezellus

kemmañ

A orin relijiel dreist-holl eo an darn vrasañ eus an oberennoù a zo deuet betek ennomp. Da ginklañ azeuldioù e oant savet, hag evit madoberourien o roe da ensavadurioù relijiel a-benn plijout d'an doueed ha bezañ salvet. Nebeut-tre a labourioù amsakr zo anavezet, peogwir e oant graet war danvezioù breskoc'h.
Ar relijion hindi e oa an awenerez pennañ, hag enni an doue Vishnu[15].
Petra bennak ma oa ar vouddhâdegezh o koll tachenn da vare ar remziad Gupta ez eo hi a c'hanas an oberennoù heverkañ, delwennoù eus Bouddha an darn vuiañ anezho evel-just. E vuhez, e stumm benel hag e heulierien bennañ a voe taolennet ivez.

Tudennoù eus ar wengelouriezh indian evel taolennet d’ar marezvh Gupta

Tisaverezh

kemmañ

Ne chom dismantr ebet eus palezioù ar rouaned Gupta, savadurioù prenn e oant marteze. Meur a savadur relijiel zo c'hoazh hiziv avat, hag enno eo bet kavet an oberennoù arzel a vo meneget izeloc'h.
Brikennoù ha mein a ya da ober ar savadurioù a zo chomet. Mein war brikennoù a gaver ivez, ha war-dro diwezh ar marevezh Gupta e veze savet mogerioù tro-dro ar savadur pennañ.

 
Ar Stûpa Dhamekh e Sârnâth
gouestlet da Vouddha.

Lies stūpa bouddhaat a voe savet ivez, bras-tre lod anezho : hini Dhâmekh e Sârnath da skouer (skeudenn) zo 43 m uhel, ha 28 m eo treuzkiz e sichenn.

 
Azeuldi Dashâvatâra e Deogarh,
gouestlet da Vishnu.

Lies azeuldi eus ar marevezh Gupta zo bet studiet, met n'int ket niverus a-walc'h evit reiñ dimp ur skeudenn feal eus an holl zoareoù a oa anezho. Un damsell hon eus dre ar skrid Brihatsamhitā gant Varahamihira ma'z eus ur renkadur eus an azeuldioù.
An dorlec'hioù hag ar pilerioù a vezet kinklet, izelbosoù hag uhelbosoù a gaved en diabarzh.

 
Diabarzh unan eus mougevioù Ajanta.

Mougevioù kinklet a dalveze da azeuldioù ivez, an darn vrasañ anezho evit ar bouddhâegezh. Mougevioù brahmanat ha jaînat zo ivez. E-kichen Mumbai ez eus unan a zo gouestlet da Shiva.

Delwennoù maen

kemmañ
 
Bouddha dibennet,
krag roz[29].

An delwennoù maen eo ar stumm arzel herverkañ eus marevezh ar remziad Gupta. Liesdoare int, hag eus an dibab.
Adalek dibenn ar 5vet kantved ez eas an arz Gupta war wellaat en ur zispegañ diouzh an hengoun kent ha dre ijinañ teknikoù nevez a lezo o merk en arz indian hag e hini ar broioù amezek e-pad kantvedoù.
En hanter kentañ ar 5vet kantved e voe an delwennoù Gupta en o barr : ar stignoù, kempouez an trolinennoù, an dremmoù zo eus ar re gaerañ. Bez' e voe neuze eus un doare Gupta daoust d'an hengounioù lec'hel.
En eil hanter ar 5vet kantved, pa'z eas an impalaeriezh war ziskar, e liesaas doareoù an arz Gupta en ur zelc'her koulskoude d'e godoù, alese o fadusted er mareoù da zont.

Delwennoù pri-poazh

kemmañ

Grosoc'h eget an delwennoù maen e oa ar re bri-poazh, hogen heñvel e oa ar c'hodoù anezho[30].
Plakennoù-kinklañ a vez graet, ha delwennoù bras a veze moulet, lod anezho adstummet gant an dorn. Oberennoù relijiel eo an traoù a zo deuet betek ennomp, kavet ma'z int bet en azeuldioù pe war stûpa-où.

Ar metaloù

kemmañ

Mistri war ar vetalouriezh e oa dornwezhourien ar mare Gupta. An houarn hag an arem a labourent dreist-holl. Da dest eus o gouiziegezh e chom Piler houarn Delhi, 7 metrad a uhelder dezhañ ha 6 tonenn a bouez ennañ, a greder bezañ bet graet dindan ren Chandragupta II, etre ar bloavezhioù 375 ha 415 GJK neuze. En houarn goveliet eus an dibab eo, ha dispar eo e ratre hiziv an deiz c'hoazh. Diwar un enskrivadur e ouzomp emañ gouestlet da Vishnou hag e talc'h koun et trec'hioù ar roue. Delwennoù metal dibar zo bet graet d'ar mare-se[31]. Bouddha a daolennont peurliesañn en ur heuliañ kodoù an delwennoù maen. Unan anezho a c'heller gwelet en ur mirdi e Birmingham (Bro-Saoz) : e Sultanganj er Stad Bihar e oa bet kavet e 1864 ; tremen a 2 vetrad uhelder zo d'an delwenn-se, a oa bet graet gant teknik ar "c'hoar kollet"[32],[33].

Oberennoù arzel e metal eus ar mare Gupta

Pezhioù-moneiz

kemmañ

Pezhioù arc'hant ha kouevr a oa, ha re aour eus an dibab, brav-tre an tres anezho. War-dreuz e veze diskouezet an dud, gant displegadennoù barzhoniel e sanskriteg. Roue ar mare a weler an aliesañ, e stumm ur c'hadour, war varc'h pe olifant a-wezhioù, a-benn skeudenniñ e c'halloud. Pezhioù-moneiz all zo bet skoet a-benn delc'her koun eus un darvoudenn (eured, aberzh Ashvamedha). Tudennoù doueel a gaver war ar c'hil, an doueez Lakhsmi dreist-holl dre ma oa-hi doueez ar binvidigezh.

Pezhioù aour eus ar marevezh Gupta

Livadurioù

kemmañ

Stad vras a veze graet eus al livourien[34]. Livadurioù eus dodennoù relijiel a oa e palezioù ar rouaned hag an uhelidi, koulz hag er manatioù. Ne chom tost da netra eus al labourioù-se avat dre ma vezent war panelloù prenn a zo aet da get gant an amzer.
E mougevioù Ajanta, anezho ur santual bouddhaat er vro Maharashtra, e kaver ar skouer nemetañ hon eus eus live dispar livourien ar marevezh Gupta. Ur gwiskad indu ha dour-raz a oa bet lakaet war ar speurioù kent tresañ ha livañ. Pennoberennoù eo al livadurioù-se e gwirionez. Bouddhaat eo an awen anezho evel-just, met kêrioù, kêriadennoù, gweledvaoù kaer ha palezioù a ziskouezont ivez.

Livadurioù e mougevioù Ajanta

Lec'hiennoù arouezius eu ar marevezh Gupta

kemmañ

Baleerien marteze e oa arzourien ha lenneien ar mare, a-benn kinnig ha gwerzhañ o servijoù el lec'hioù ma oa ezhomm. Met kalz anezho o deus labouret e lec'hioù resis, paeronet ma oant gant ensavadurioù politikel pe relijiel.
Lod lec'hioù neuze a droas da greizennoù evit an arzoù, gant un hengoun dezho o-unan hag ul levezon vras war an iskevandir indian ha pelloc'h. Kollet eo bet al lec'hioù roueel, met ar re relijiel zo chomet, bouddhaat an darn vrasañ anezho.

Mathurâ ha Sârnâth, oaledoù un arz bouddhaat

kemmañ

Mathura ha Sarnath a voe div greizenn bennañ evit a sell ouzh an delwennoù, dezho un doare dibar ha heverk. Dre ma oa kalz manatioù eno e oant kreizennoù lenneien ivez. Er Stad Uttar Pradesh emañ Mathura ; ur greizenn genwerzhel eo, hag ul lec'h-pirc'hirinded evit ar relijion hindou dre ma welas ganedigezh Shiva hervez an hengoun. Ur greizenn vouddhaat eo ivez abaoe an 3de kantved, brudet-bras evit he delwennoù krag ruz. E-pad ren ar remziad Gupta e voe kalz arzourien oc'h ober delwennoù a levezonas an arz bouddhaat e-pad kantvedoù ha betek Sina ha Gevred Azia. Delwennoù hindou ha jaîn a raent ivez.

 
Dismantroù ur manati bouddhaat
e Sârnâth e-kichen stûpa Dhamekh.

En Uttar Pradesh emañ Sârnâth ivez ; eno en devoa Bouddha lavaret e brezegenn gentañ, hervez an hengoun. Unan eus lec'hioù pennañ ar relijion vouddhaat eo neuze. Ouzhpenn dismantroù manatioù ez eus bet kavet delwennoù e krag louet-gell ar vro.

Kreizenn vouddhaat Nālandā

kemmañ
 
Dismantroù Nālandā.

E Nālānda e oa brasañ kreizenn-studi ar vouddâdegezh er marevezh Gupta, kent ar marevezh muzulmat. Er Stad Bihar emañ bremañ. Un nebeud santualioù bouddhaat hepken, lenneien enno, a oa eno e deroù ar marevezh. Dindan ren Kumaragupta I eo e tiorras, en hanter kentañ eus ar 5vet kantved. En desped d'e feiz Vishnuat e roas ar roue-se ur c'hant bennak a gêriadennoù – gant o douaroù – d'ar manati bouddhaat, a droas da greizenn bennañ e-keñver studi ha kelenn ar relijion.
Prezegerien veur ar mare a roas kentelioù eno, met lec'h a veze roet ivez da relijionoù all ar bed indian. Gouizieien Nālandā a studie danvezioù amsakr evel ar yezhadur, ar vezegiezh, ar steredoniezh, ar matematik pe c'hoazh al labour-douar pe ar sonerezh.
Ur greizenn evit an arzoù e oa Nālandā ivez, a roas tro da dremen an doare Gupta da vroioù all evel Bangala kent tizhout Gevred Azia. Kavadennoù arzel zo bet graet war al lec'h, en o zouez ur bodad delwennoù stouk eus ar re gaerañ[35].
E-pad tost da 800 vloaz e skedas Nâlandâ war India, Gevred Azia ha Sina – eno e kavas ar manac'h Zuan Zang dornskridoù pouezus da gas d'e vro.

Mougevioù Ajanta

kemmañ
 
Mougevioù Ajanta
gwelet eus an diavaez.
 
Diabarzh santual ar vougev 1 en Ajanta.

Ajanta, er vro Maharashtra, zo ul lec'h skouerius eus arz India da vare ar remziad Gupta[36]. N'emañ ket war an domani Gupta avat, war douaroù ur rouantelezh kevredet ha sujet ne lavaromp ket.
A-us ur stêr emañ, war un tevenn roc'hellek ennañ 29 mougev bet kleuziet gant mab-den a ya da ober ur santual bouddhaat bleunius. En eil ha kentañ kantvedoù KJK o oa bet kleuziet ar mougevioù kentañ, ha menec'h zo bet war al lec'h betek an 9vet kantved. En eil hanter eus ar 5vet kantved, da vare ar remziad Gupta, e voe an ober arzel en e varr rak brudet-bras e oa ar santual, kalz pirc'hirined a yae di, ha harpet e veze gant roue ar vro. Heverk eo ar mougevioù-se dre an oberennoù a gaver enno. Kalz delwennoù zo, met ar pep bravañ eo an taolennaouegoù Gupta. Buhez ha buhezioù kent Bouddha a skeudennont gant kalz munudoù ha livioù flamm.
Bez' ez eus anezho un testeni dreistpriz a-zivout ar mare.

Levezon sevenadur India da vare ar remziad Gupta

kemmañ

Kent ar marevezh Gupta e oa bet skignet ar sevenadur indian e broioù all, e Kreiz ha Gweled Azia pergen, dre ebestel ar relijionoù hindou ha bouddhaat, ar re-se o tegas un tamm eus o hengoun arzel ha lennegel ganto.
War dachenn an arzoù dreist-holl ez eo bet ar marevezh Gupta levezonus en hevelep broioù[37] : delwennoù hervez o doare a voe savet etre ar 5vet hag an 8vet kantved e Nepal, Bangala, ha pelloc'h e Bro-Dhai, Viêt Nam, Kambodja kent Angkor, ha betek inizi Java ha Sumatera ma voe perzhioù an arz Gupta ouzhpennet da re zibar an arz lec'hel. Levezon an doare Gupta a gaver e lod delwennoù sinat eus mare ar remziad T'ang. War-du ar C'hornôg e veajas an doare ivez, en Afghanistan ha Kreiz Azia. Pa voe skignet an hindouiezh hag ar bouddhaegezh er-maez eus India e voe troet skridoù sanskritek ha palîek er broioù ma kemme an dud o feiz. E Sina dreist-holl e c'hoarvezas kement-se[38].

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Singh, Upinder (2008). A History of Ancient and Early Medieval India: From the Stone Age to the 12th Century. Delhi : Pearson Education. 475 p. ISBN 81-317-1120-0. 
  2. https://web.archive.org/web/20170729010429/http://www.indianchild.com/gupta_empire.htm
  3. https://web.archive.org/web/20090411143533/http://encarta.msn.com/
  4. http://www.fsmitha.com/h1/ch28gup.htm
  5. http://www.nupam.com/SGupta1.html
  6. https://web.archive.org/web/20151018171922/http://historymedren.about.com/library/text/bltxtindia7.htm
  7. MAHAJAN V. D., Ancient India, S. Chand, New Delhi, 1960, ISBN 81-219-0887-6, p.540
  8. RENOU L. & J. FILLIOZAT J. & all, L'Inde classique, e Manuel des études indiennes, levrenn 1, Paris, 1985, p. 165-166
  9. Ibid., p. 149
  10. RAYCHAUDHURI H.C., Political History of Ancient India, University of Calcutta, Calcutta, 1972, pp.488, 488ff
  11. JOSHI M. C., Introduction à l'art Gupta, en OKADA A. & ZÉPHYR T., L'âge d'or de l'Inde classique, Gallimard, Paris, 2007
  12. FILLIOZAT P.-S., Langues et lettres à la cour Gupta, en OKADA A. & ZÉPHYR T., Op. cit
  13. 13,0 ha13,1 AGARWAL Ashvini, Rise and Fall of the Imperial Guptas, Motilal Banarsidass, Delhi, 1989, ISBN 81-208-0592-5
  14. RAYCHAUDHURI H. C., Political History of Ancient India, University of Calcutta, Calcutta, 1989
  15. 15,0 ha15,1 JOSHI M.-C., Introduction à l'art Gupta, en OKADA A. & ZÉPHYR T., Op. cit
  16. JOSHI M.-C., Introduction à l'art Gupta, en OKADA A. & ZÉPHYR T., Op. cit, p. 30.
  17. SMITH Vincent A., The Early History of India : from 600 B.C. to the Muhammadan Conquest, Atlantic, 1999, ISBN 81-7156-618-9
  18. DUMONT P.-E., L'ashvamedha, descriptions du sacrifice solennel du cheval dans le culte védique, Paris, 1927.
  19. MAHAJAN, V.D., Ancient India, S. Chand, New Delhi, 1960, ISBN 81-219-0887-6, pp.530-1
  20. ANGOT M., L'Inde classique, Paris, 2001, p. 94
  21. 21,0 ha21,1 OKADA A. & ZÉPHYR T., Op. cit
  22. MURRAY H. J. R., A History of Chess, Oxford University Press/Benjamin Press, 1913, ISBN 0-936317-01-9
  23. OKADA A. & Zéphyr T., Op. cit
  24. http://www.britannica.com/EBchecked/topic/249590/Gupta-dynasty
  25. IFRAH Georges, Histoire universelle des chiffres, levrenn 1, Robert Laffont, Paris, 1994, pp. 793-977
  26. FILLIOZAT P.-S., Langues et lettres à la cour Gupta, en OKADA A. & Zéphyr T, Op. cit
  27. FILLIOZAT,P.-S., Langues et lettres à la cour Gupta, en OKADA A. & ZÉPHYR T., Op. cit
  28. Un embannadur gallek sirius eo "Kāma Sūtra", traduction de la version anglaise du sanskrit commentée et annotée par Wendy Doniger et Sudhir Kakar, traduction française de A. Porte, Paris, 2007.
  29. http://www.guimet.fr/Torse-de-Buddha
  30. DAWSON J. E., L'art de la terre cuite Gupta : un aperçu, en OKADA A. & ZÉPHYR T., Op. cit
  31. DAWSON J. E., La sculpture métallique à l'époque Gupta, en OKADA A. & ZÉPHYR T., Op. cit, pp.93-97
  32. Teknik ar c'hoar kollet : e koar e vez graet an danvez delwenn ken lakaat warnañ ur gwiskad pri da ober ur moul ; pa vez skuilhet ar metal er moul e teuz ar c'hoar.
  33. http://www.bmagic.org.uk/objects/1885A1116
  34. OKADA A. & NOU J.-L., Ajanta, Paris, 1991, p. 26-29
  35. OKADA A. & ZÉPHYR T., Op. cit, pp.247-249
  36. OKADA A. & NOU J.-L., Op. cit, p. 20-44 a-zivout al lec'h hag e genistor
  37. ZÉPHYR T., Rayonnement de l'art Gupta, en OKADA A. & ZÉPHYR T., Op. cit, Paris, 2007, pp.99-111
  38. CHENG A., Histoire de la pensée chinoise, Paris, 1997, p. 373-392

Kenrouedad

kemmañ