Jañ-Maï Priol
Jañ Mai Priol, ganet d'an 19 a viz Eost 1982, zo ur c'haner festoù-noz, anavezet e Treger dreist-holl.
Hervezañ en dije « kanet a-raok komz ». Deskiñ a reas ar c'han-ha-diskan gant Claude Lintanf hag Jañ-Do Robin, ar pezh a gasas anezhañ war al leurenn da 9 bloaz. Kejañ a reas gant Brendan Corre, ur gejadenn hag a badas 19 vloaz. Da 10 vloaz e taolas e evezh war ar gavotenn gant Louis-Jacques Suignard. Abaoe ar mare-se e ra tro ar festoù-noz "e Breizh hag e Navarra"! : Gouel an Dañs Fisel, Gouel Kan ar Vartoloded e Pempoull, fest-noz al Log e Plûned, Gallésie en Fête, Java dans les bois, ha re all.
Seniñ a ra meur a venveg : bombard, binioù, bodhrán... en ur genderc'hel da ganañ.
E 2004 e kejas ouzh ar Fabulous Trobadors ha les Bombes 2 Bal. Gante e reas un toullad abadennoù eus Roazhon da Doloza. (La Maroquinerie, La Boule noire, Zénith de Toulouse, L'Ubu...). Kejañ a reas ouzh Têtes Raides a ginnigas « prenestroù » dezhañ (Festival des Terres Neuvas, Avis de KO social hag ur bedadenn d'ar Bataclan e-kerzh ur sonadeg "okitan-breizhat").