Tad Medar
Jacques Marie Dourmap, Tad Medar e anv lean, ganet d'ar 7 a viz Here 1908 e Lannarvili, e-kreiz Bro-Leon ha marvet e Plerin d'an 3 a viz Mae 1988, a oa ur manac'h kabusin a zo bet ur skrivagner brezhonek ivez.
E vuhez
kemmañGoude e studioù e Lesneven hag e kloerdi Kemper ez eas da vanac'h. Meur a vloaz a dremenas e kouent Rosko. Pa oa eno e voe e penn Ar Vuhez Kristen, ur gelaouenn vrezhonek a badas betek dibenn an Eil brezel-bed. D'ar mare-se ivez e skrivas an Tad Medar levrioù evel Fatima, Ar Werc'hez Vari pe Diwar C'hoarzin. Er bloavezhioù 1960-1970 edo o chom en ur gouent e Gwengamp.
E dibenn e vuhez, pa oa e korn-bro Sant-Brieg e savas daou levr all c'hoazh, An Tri Aotrou ha Paotred an Ognon. Mervel a reas e Plerin d'an 3 a viz Mae 1988.
Red e vuhez
kemmañ- 7 a viz Here 1908, ganet e Lanarvili.
- 29 a viz Gwengolo 1931. Lean er Mans.
- 26 a viz Mae 1934. Gouestladur belegïezh.
- 1934. Kregiñ a ra da brezegenniñ er misionoù parrez, retredoù ha pardonioù.
- Eus miz Mezheven da viz Gwengolo 1940. Person Loprevaler (asambles gant novised yaouank).
- Miz Meurzh 1946. Diazezadur kouant ar Gapusined e Gwengamp.
- 1948. Sekretour Kreizenn Bastorel ar Misionoù Diabarzh (CPMI). Misionoù e Breizh.
- 7 a viz Du 1958.Kenrener ar Greizenn (CPMI) gant an tad J-F Motte, an diazezour.
- Eus 1962 da 1965. Sekretour an aotrou Person e Koñsil pe Sened-Iliz Vatikan II.
- 1966-1970. Beajoù displegañ ar Sened-Iliz e Kanada.
- 1971-1978. Aluzenner Kelenndi an Itron-Varïa e Gwengamp.
- 1978-1988. Aluzenner Oaled Breuriezh Katolik ar re glañv e karter Sant-Laorañs e Plerin.
- 3 a viz Mae 1988. Marv an Tad Medar.
Oberennoù
kemmañ- Ar Werc'hez Vari hor Mamm, Ti-moulañ Bokle, Montroulez, 1937, in-8, 130 p.
- Fatima, Ar Vuhez Kristen, Rosko, 1943
- Sant Fransez a Asiz, mignon ar vugale, Ar Vuhez Kristen, 1942
- Kentelioù Santez Elizabed a Hongri (1207-1231),Ar Vuhez Kristen, Rosko, 1944.
- Diwar c'hoarzin, Ar Vuhez Kristen, Rosko, 1945, skeudennaouet gant Langleiz.
- An Aviel hervez sant Mazhe, troet gant an Tad Medard, kabusin, ha Maodez Glanndour, Studi hag Ober, 1952, rummad "Ar Bibl Santel", moullet e Les Presses bretonnes e Sant Brieg, 96 p.
- An Tri Aotrou, 1981.
- Paotred an Onion, Emgleo Breiz, 1986
- Istorioù beleien, Al Liamm, 1990.
Kenlabour
kemmañGwelout Geriadur ar Skrivagnerien ha Yezhourien, Lukian Raoul, Al Liamm, p. 90-91
Diwar e benn
kemmañ- Père Médard, redites-nous encore, association "Les Amis du Père Médard", 1996.