James Murray (geriadurour)

James Augustus Henry Murray (7 a viz C'hwevrer 1837 - 26 a viz Gouere 1915) a oa ul lenneg skosat hag ur geriadurour. Labourat a reas da sevel an Oxford English Dictionary, eus 1879 betek e varv.

James Murray war e lec'h labour, en Oxford, er bloavezhioù 1880.

Ganet e voe e kêriadenn Denholm, e-kichen Hawick, war harzoù kreisteiz Bro-Skos. Mab e oa d'ur marc'hadour mezher ha paouez a reas da vont d'ar skol d'an oad a 14 vloaz. Deskiñ a reas drezañ e-unan ha dont da vezañ mestr-skol da 17 vloaz e skol Hawick. Ur wech dimezet ez eas da Londrez da labourat en ur bank ha goude se e voe kelenner en-dro.

Plijout a rae ar studi dezhañ, dreist-holl studi ar yezhoù. Barrek e oa da gomz mat galleg, italianeg, spagnoleg, katalaneg ha latin. Meur a yezh all a ouie un tamm ivez : gouezeleg Bro-Skos, hensaozneg, portugaleg, arpitaneg, provañseg, nederlandeg, alamaneg, daneg, rusianeg... Un tamm barregezh en doa ivez war yezhoù all, evel an hebraeg, an arabeg, an arameeg, ar sirieg, ha gant se e c'halle lenn an Testamant Kozh. E 1873 e teuas er-maez ur studiadenn gantañ anvet Dialect of the Southern Counties of Scotland, embannet gant ar Philological Society, ha sevel a reas ur pennad diwar-benn istor ar saozneg evit an Encyclopædia Britannica e 1878. Evel-se e tapas un tamm brud e-mesk al lenneien. E 1878 e voe dilennet da brezidant gant izili ar Philological Society.

E 1878 ivez e voe kemeret gant dileuridi an Oxford University Press, evel skridaozer, da sevel ur geriadur saoznek nevez, e-lec'h geriadur Samuel Johnson,a oa bet embannet e 1755. Dastum an holl c'herioù a oa dre ar bed saoznek, gant o zalvoudegezh, e oa pal ar geriadur nevez-se, ur pal uhel eta. Al labour-se a oa da badout dek vloaz hag ur geriadur 7000 pajennad a oa raktreset, e peder levrenn. E gwirionez ne voe echuet an oberenn nemet e 1928, hanter-kant vloaz diwezhatoc’h, ha daouzek levrenn a zeuas er-maez.

Ur bern tud a genlabouras gant Murray evit klask skouerioù eus implij ar gerioù el levrioù. Gant lod, evel William C. Minor, e voe degaset miliadoù a skouerioù. Un tamm lab a voe savet gant Murray en e liorzh evit labourat war ar geriadur ; e 1884 e tilojas da Oxford, hag adsavet e voe e lab eno, e scriptorium evel ma lavare-eñ. Er memes bloavezh e teuas al levrenn gentañ er-maez, enni gerioù eus A da ANT. Kalz muioc'h a amzer a gemere al labour eget ma oa bet soñjet : jedet en doa Murray e oa ret dezhañ labourat war 33 fennger bemdez, hogen gwelet a reas buan e veze ret dezhañ a-wechoù tremen an tri c’hard eus an devezh war ur ger hepken.

E 1908 e voe roet dezhañ an titl a varc’heg abalamour d’e labour. Mervel a reas d’ar 26 a viz Gouere 1915. Kendalc’het e voe al labour war ar geriadur gant Henry Bradley, en doa kroget da labourat gant Murray e 1889.

Goude embannadur al levrenn diwezhañ e 1928 e voe kendalc’het gant al labour c’hoazh : embannet e voe ur stagadenn, en ul levrenn, e 1933. Hag abaoe e talc’her da embann ha da nevesaat ingal an Oxford English Dictionary.

Bremañ e roer muioc’h a blas, er geriadurioù saoznek, d’ar yezh evel ma vez komzet ha skrivet e diavaez Breizh-Veur. Met daoust da se e chom labour Murray unan diazez. Pa voe embannet e c’heriadur e oa ar wech kentañ ma oa bet klasket sevel ur geriadur saozneg ken klok. Hag an holl c’heriadurioù a voe embannet goude a oa diazezet o hentenn labour war hini Murray.

Levrlennadur kemmañ

  • K. M. Elisabeth Murray: Caught in the Web of Words: James Murray and the Oxford English Dictionary. Yale University Press, 1977, ISBN 0-300-08919-8.
  • Simon Winchester: The Surgeon of Crowthorne. (UK title) / The Professor and the Madman: A Tale of Murder, Insanity, and the Making of The Oxford English Dictionary. (US title) HarperCollins, 1998;
  • Oxford Dictionary of Current English – Oxford University Press, 2006 – ISBN 978-0-19-861437-1

Liammoù diavaez kemmañ