Jean du Bellay (kardinal)
Jean du Bellay, ganet e 1492 pe 1498 e Souday (Loir-et-Cher) ha marvet d'ar 16 a viz C'hwevrer 1560 e Roma, a oa un eskob hag ur c'hardinal gall hag un diplomat a-bouez. Gwareziñ a reas Rabelais, a labouras evitañ e Roma.
Mab e oa da Louis du Bellay ha Marguerite de La Tour-Landry, anezhañ an trede eus pemp bugel, en o zouez Guillaume, MArtin ha René.
Mignon e oa d'ar roue Frañsez Iañ, ha kannad Bro-C'hall e voe meur a wech. Eskob e voe e Baiona, ha goude e Pariz adalek 1532 betek 1551.
Eskob Ostia ha Dean Bodad ar Gardinaled e voe adal 1555.
Barzh latin e oa ivez, ha meuleudi a veze kanet d'e dri dastumad barzhonegoù ha d'e brezegennoù er yezh-se. Rabelais a voe sekretour dezhañ, karget da seveniñ kefridioù kuzh evel marc'hata da brenañ, marteze kemer, delwennoù roman d'o c'has da Vro-C'hall da brofañ d'ar roue gall.(Daveoù a vank)
Goude marv ar roue Frañsez I{{añ]], ne voe ket enoret Jean du Bellay ken gant Herri II.
Hervez an istorour gall Dom Piolin e oa troet Jean du Bellay da zastum madoù. E miz Eost 1541 e voe roet dezhañ e drede eskopti, hini Lemojez. Ouzhpenn da se e voe anvet da abad Saint-Maur-des-Fossés, Fontaine-Daniel, Lérins, an Eschcalis... tremen 20 anezho etre 1527 ha 1560[1].
Oberennoù
kemmañ- Correspondance du Cardinal Jean Du Bellay. I. 1529–1535. Embannet gant Rémy Scheurer. Klincksieck, Paris 1969.
- Correspondance du Cardinal Jean Du Bellay. II. 1535–1536. Embannet gant Rémy Scheurer. Klincksieck, Paris 1973.
- Jean du Bellay: Poemata. Société des textes français modernes, Paris 2007, (ISBN 978-2-86503-279-2).
- Correspondance du Cardinal Jean Du Bellay. III. 1537–1547. Embannet gant Rémy Scheurer, Loris Petris, David Amherdt hag Isabelle Chariatte. Société de l'histoire de France, Paris 2008 (ISBN 978-2-35407-111-0).
- Correspondance du Cardinal Jean Du Bellay. IV. 1547–1548. Embannet gant Rémy Scheurer, Loris Petris, David Amherdt ha Nathalie Guillod. Société de l'histoire de France, Paris 2011 (ISBN 978-2-35407-135-6).
- Correspondance du Cardinal Jean Du Bellay. V. 1549–1550. Embannet gant Rémy Scheurer, Loris Petris, David Amherdt ha Nathalie Guillod. Société de l'histoire de France, Paris 2012 (ISBN 978-2-35407-137-0).
Notennoù
kemmañ- ↑ (fr) Nadaud, Joseph (1882) : Nobiliaire du diocèse et de la généralité de Limoges. Tome 1, pp. 559-560].