Joël Tanter, bet ganet d'ar 5 a viz C'hwevrer 1951 e Gwened (Mor-bihan, Breizh), a zo bet ur melldroader a-vicher breizhat etre 1974 ha 1983.

Melldroader amatour

kemmañ

Askeller kleiz e bost dezhañ war an dachenn n'en devoa c'hoariet nemet e-pad ur c'houlzad e Breizh pa oa yaouank-yaouank, en A.S. Muzillac (Mor-Bihan)[1]. D'e c'hwezek vloaz e oa aet da Straßburg da zeskiñ ar vicher a geginour hag eno e oa bet tutaet gant ur c'hleub lec'hel, Football Club Strasbourg Koenigshoffen 1906 (FCSK O6) an anv anezhañ. Gantañ ez eas da gampion ar rummad Enor eus Kevre Elzas e 1972 ha paket en devoa div Gib Elzas e 1973 ha 1974.

Melldroader a-vicher

kemmañ

E 1974, goude bezañ bet dibabet gant ar gourdoner gall Paul Frantz[2] un nebeud mizvezhioù a-raok, ez eas da c'hoari evit RC Straßburg. Ne oa ket ur c'hoarier e-touez ar re ampartañ met prim e oa, ken prim ma oa bet moranvet Bip-bip. Eno e chomas betek 1982, bet c'hoariet daou c'hant trizek krogad ha plantet tri fal warn-ugent gantañ en holl. Gant ar c'hleub elzasat ez eas da gampion Rummad 2 Bro-C'hall e 1977 ha kampion Rummad 1 Bro-C'hall e 1979. Kemeras a reas perzh ivez e c'hwec'h krogad ar c'henstrivadegoù europat :

E 1982, dre ma ne oa mui war lizheroù ar gourdoner nevez — Roger Lemerre — e kavas gwelloc'h mont da FC Rouan a oa o paouez pignat e Rummad 1 Bro-C'hall. Aze ne chomas nemet ur c'houlzad, bet kemeret perzh e pemp krogad warn-ugent (hep merkañ pal ebet).

Paouez a reas gant ar vicher-se e 1984 pa oa o c'hoari evit Association sportive aixoise (Rummad 3 Bro-C'hall) : adoberataet e oa bet e c'hlin a oa bet gloazet div wech kent, siwazh dezhañ.

Distreiñ a reas da Elzas ha mont da geginour evel m'en devoa graet e veno dont da vezañ e deroù e vuhez. Aet e oa war e leve e miz C'hwevrer 2011.

Liamm diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. N'eus ket mui anezhañ abaoe ar 1añ a viz Eost 1991.
  2. N'en devoa ket Tanter labouret tamm ebet gant Frantz a-benn ar fin dre ma oa bet erlec'hiet gant Hennie Hollink ha goude gant Robert Domergue.