Kanol 75 mm stumm 1897
Ar c’hanol 75 mm stumm 1897 (ent ofisiel e galleg : Canon de 75 mm Modèle 1897) a zo ur c’hanol fiñv ijinet e dibenn an XIXvet kantved. Arm diazez ar c’hanolierezh gall eo bet e-pad ar Brezel-bed Kentañ, ha servijet en deus betek kreiz an XXvet kantved e armeoù a bep seurt broioù. Savet e voe adalek 1886 gant servijoù teknik kanolierezh an arme c’hall. Ennañ e oa bodet nevezintioù teknikel deuet war-wel er bloavezhioù kent, hag a lakaas ar c’hanol 75 mm da vezañ unan eus ar c’hanolioù modernañ implijet d’ar mare-se[1].
Deskrivadur
kemmañBukañ ha merañ an argil
kemmañUr starderez pneumatek enni eoul, ijinet e 1884, a c’halle stabilaat ar c’hanol. Dre se ne oa ket rediet ar ganolierien da reoliañ anezhañ evit bukañ adarre etre pep tenn, ha kreskiñ a rae e lusk-tennañ a galz, betek war-dro 15 tenn bep munutenn, ar pezh a oa uheloc’h evit pezhioù kanolierezh ar broioù all (8 tenn/mn evit ar Feldkanone 7,7 cm alaman pe 6 tenn/mn evit an Ordnance QF 18-pounder breizhveurat)[1]. Ur sistem goniometriezh ijinet e 1893 a aotree an tenn dizeeun[2]. Starderezioù a oa ivez war rodoù ar c’hanol evit izelaat e argil.
Munisionoù ha galloud
kemmañNevezentioù a voe degaset ivez er munisionoù tennet gant ar c’hanol nevez : ar fuzeennoù doubl o efed (1884) a lakae an obuz da darzhañ a-us d’an dachenn-emgann en ur zegas un efed marvus war ur gorread brasoc’h ; ar poultr B divoged hag ar melinit a lieskemente o galloud hag o hed-tenn ivez, a c’halle bezañ en tu all da 6 kilometr[2]. Ar rastelloù obuzioù a oa war gostezioù ar c’hanol, stag outañ, e-lec’h bezañ berniet a-dreñv d’an arm evel ma veze graet d’ar poent-se : dre se n’o doa ket ar bourvezerien meur a vetr da vale evit kemer un obuz nevez etre pep tenn. Hir e oa ar fust (2,475 metr, hiroc’h evit ar 7,7 cm alaman a rae 2,08 metr), ar pezh a lakae tizh mont e-maez an obuz da vezañ uheloc’h (500 m/s evit ar 75 mm, 465 m/s evit ar 7,7 cm alaman)[1].
Implij
kemmañAsantet e voe ar 75 mm evit ar servij en arme c'hall adalek 1899[3], hag implijet e voe war an dachenn evit ar wech kentañ da vare brezel ar Vokserien e 1901. Bamet e voe kevredidi ar C’hallaoued, an Alamaned en o zouez, gant lusk-tennañ an arm[1].
Brezel-bed Kentañ
kemmañWar-dro 4.000 kanol 75 mm a oa etre daouarn an arme c’hall e deroù ar brezel e miz Eost 1914[2]. 65 rejimant diwar 78 a oa pourveziet gant an arm d’ar poent-se[4]. Sachet e oa pep kanol gant 6 loen-kezeg[3], ha 7 kanolier a rae war-dro ur c’hanol[5]. Abalamour d’e fiñvusted e tiskouezas bezañ efedus da vare ar brezel-fiñv betek miz Kerzu. Kordañ a rae e implij gant an doktrin gall a lakae an argadoù war-raok. Mankout a reas galloud evit ar brezel-difiñv en trancheoù goude-se[5], hag efedusoc’h e oa ar c’hanol 7,7 cm alaman. Ne greskas ket kalz an niver a ganolioù 75 mm implijet a-hed ar brezel (ur 5.000 bennak e miz Du 1918)[3][6], pa glaskas an arme c’hall gwellaat he c’hanolierezh ponner dreist-holl abalamour d’ar brezel difiñv, met aesoc’h e oant da ziblasañ war an tachennoù-emgann : un drederenn eus ar rejimantoù kanolierezh o doa dilezet ar c’hezeg evit kamionoù e fin ar brezel[6].
Goude 1918
kemmañImplijet e voe ar 75 mm betek an Eil Brezel-bed gant an arme c’hall. Servijout a reas goude emgann Bro-C’hall etre daouarn ar France Libre, evel e emgann Bir Hakeim e 1942. Tennet e voe diouzh ar servij e fin brezel Aljeria (1962)[3]. En holl ez eus bet produet war-dro 30.000 skouerenn eus ar 75 mm. Implijet eo bet gant kalz broioù all en XXvet kantved, e Serbia, Gres, Stadoù-Unanet, Polonia, Belgia, Portugal, Spagn hag all[5]. Implijet e vez c'hoazh gant republik Bro-C'hall evit lidañ dilennadeg ur prezidant nevez : un dennadeg 21 tenn a vez graet d'ar poent-se e Pariz[7].
Er sevenadur
kemmañ- ur c'hocktail, ar 75 pe French 75, zo bet anvet diwar ar c'hanol 75 mm[8]
- un nebeud kanaouennoù pe barzhonegoù broadelour pe brogarour gall zo bet savet diwar-benn ar c'hanol 75 mm. Lod a veze roet er skolioù[9].
Daveennoù
kemmañ- ↑ 1,0 1,1 1,2 ha1,3 (fr) POMMIER Christophe, 75 français contre 77 allemand Un duel de calibre inégal, e Sciences & Vie Guerres & Histoire n° 80, miz Eost 2024, pp. 74-81
- ↑ 2,0 2,1 ha2,2 (fr) GOYA Michel, L'invention de la guerre moderne, Tallandier, 2019, p. 148-151
- ↑ 3,0 3,1 3,2 ha3,3 (fr) Le canon de 75 mm, modèle 1897, fichenn embannet gant mirdi an Arme, Pariz (pellgarget d'an 11/11/2024)
- ↑ (fr) GOYA Michel, S'adapter pour vaincre, Perrin, 2023, p. 61
- ↑ 5,0 5,1 ha5,2 (fr) Canon de campagne de 75 mm modèle 1897 war lec'hienn mirdi an Arme (Pariz) (lennet d'an 11/11/2024)
- ↑ 6,0 ha6,1 (fr) GOYA Michel, L'invention de la guerre moderne, Tallandier, 2019, p. 412
- ↑ (fr) LAFON Cathy, Investiture d’Emmanuel Macron : pourquoi tire-t-on 21 coups de canon pour le président de la République ?, Sud-Ouest, 06/05/2022 (lennet d'an 11/11/2024)
- ↑ (en) French 75 war lec'hienn Moët & Chandon (lennet d'an 11/11/2024)
- ↑ (fr) Les poèmes et chants à la gloire du canon de 75 modèle 1897, war Canon75Modele1897 (lennet d'an 11/11/2024)