Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù-tud/Vot diellaouet1
Evezhiadenn: kalz kinnigoù a zo bet graet ganin evit ar vot a vo kavet er fin. Lod a c'heller kinnig ouzhpenn . Met gallout a rit ivez goulenn tennañ kinnig pe ginnig: ar pep gwellañ a vije tizhout ur c'henemglev hep kaout ezhomm da dremen dre ur vot. Benoni (Kaozeadenn) 16 Gwe 2007 da 14:27 (UTC)
Brezhonekaat pe get?
kemmañPajennoù dedennus da lenn a-raok votiñ:
1. D'am soñj eo ret derc'hel bewech da furm orin an anv. Ar boaz eo war wikipedia hag e brezhoneg dre-vras. 2. Pa vez ur furm testeniet stank hag en un doare hengounel e brezhoneg e c'haller degemer ur furm brezhonekaet d'am soñj (Kristol Koulm/Goulm da skouer). Benoni (Kaozeadenn) 16 Gwe 2007 da 14:25 (UTC)
- A-du ken-ha-ken. Bianchi-Bihan 21 Gwe 2007 da 04:27 (UTC)
- A-du penn-da-benn Neal (Kaozeal) 21 Gwe 2007 da 06:57 (UTC)
- Gwelet em eus bet ur Jérôme K. Jérôme war ar wiki gallek, a zo bet reizhet buan! Bianchi-Bihan 23 Gwe 2007 da 18:17 (UTC)
- A-du emaon evit derc'hel da stumm orin an anv. Evit pezh a sell an anv-badez em eus kemmet ar frazenn kinniget, kement ha kaout ur respont ivez, rak n'eo ket ur redi zo da ziazezañ met kentoc'h lezel un nor zigor da ijin hor yezh. Anvioù-badez zo a vez lakaet e yezhoù ar gomzerien alies, tra ma vez miret o stumm orin d'ar re vrudetañ alies e-giz ma vez graet en holl yezhoù. --Kadwalan 11 Her 2007 da 08:46 (UTC)
Adskrivañ a ran skouer un anv den brudet roet ganin e kaozeadenn Jord Herbert evit respont da Venoni, hini Stalin ma vez lakaet alies an anv-badez e stumm yezh ar wikipedourien. Kemeromp ur skouer brudet a-walc'h : az:İosif Vissarionoviç Stalin, bat-smg:Josif Stalin, bg:Йосиф Сталин, br:Jozef Stalin, bs:Josif Visarionovič Džugašvili Staljin, ca:Iósif Stalin, cs:Stalin, cy:Joseff Stalin, da:Josef Stalin, de:Josef Stalin, el:Ιωσήφ Στάλιν, en:Joseph Stalin, eo:Josif Stalin, es:Yosif Stalin, et:Jossif Stalin, eu:Josef Stalin, fi:Josif Stalin, fy:Stalin, ga:Iósaf Stailín, gd:Eòsaph Stalin, gl:Josef Stalin, hr:Josif Staljin, hu:Joszif Visszarionovics Sztálin, id:Josef Stalin, io:Yosif Stalin, it Josif , is:Jósef Stalín, ja:ヨシフ・スターリン, la:Iosephus Stalin, li:Jozef Stalin, lt:Josifas Stalinas, lv:Josifs Staļins, ms:Joseph Stalin, nl:Jozef Stalin, nn:Josef Stalin, Josef Stalin, Josef Stalin, Iosif Vissarionovici Stalin, Giuseppi Stalin, Josif Visarionovič Džugašvili Staljin, Josif Stalin, Josif Vissarionovič Stalin, Josip Visarijonovič Džugašvili, Josef Stalin, Josef Stalin, Iosif Stalin, Josef Stalin, Iosif Vissarionovich Stalin OUFFFFF!
hag evit Jord Iañ Bro-Saoz : ,ca:Jordi I del Regne Unit ,cy:Siôr I, brenin Prydain Fawr ,da:George 1. af Storbritannien ,de:Georg I. (Großbritannien) ,en:George I of Great Britain, es:Jorge I de Gran Bretaña,fi:Yrjö I (Iso-Britannia),,hu:I. György brit király, it:Giorgio I di Gran Bretagna, ka:ჯორჯ I ,la:Georgius I Britanniae Rex ,nl:George I van Groot-Brittannië ,nn:Georg I av Storbritannia ,no:Georg I av Storbritannia ,pl:Jerzy I Hanowerski ,pt:Jorge I da Grã-Bretanha ,sv:Georg I.--Kadwalan 11 Her 2007 da 08:46 (UTC)
- Evit ar roueed e vez brezhonekaet en un doare boas hag hengounel (d'an nebeutañ evit roueed kornong Europa), ha n'eus abeg ebet evit cheñch ar boas. Benoni (Kaozeadenn) 11 Her 2007 da 10:35 (UTC)
- Ne c'houlennan ket cheñch ar boaz-se ivez 'ta. Lavaret a ran hepken ez eus anvioù-badez a c'haller lakaat e brezhoneg evel ma vez graet e yezhoù all. N'eo ket ur redi din-me nag un dra d'ober seul gwezh met mat e vefe lezel un tamm frankiz d'hen ober. Jozeb Stalin n'eo ket falloc'h evit Giuseppi Stalin. --Kadwalan 12 Her 2007 da 09:59 (UTC)
- Lakaomp Job Stalin e-touez ar rouanez ha mat pell zo. Bianchi-Bihan 11 Her 2007 da 16:49 (UTC)
- Ne c'houlennan ket cheñch ar boaz-se ivez 'ta. Lavaret a ran hepken ez eus anvioù-badez a c'haller lakaat e brezhoneg evel ma vez graet e yezhoù all. N'eo ket ur redi din-me nag un dra d'ober seul gwezh met mat e vefe lezel un tamm frankiz d'hen ober. Jozeb Stalin n'eo ket falloc'h evit Giuseppi Stalin. --Kadwalan 12 Her 2007 da 09:59 (UTC)
- Evit ar roueed e vez brezhonekaet en un doare boas hag hengounel (d'an nebeutañ evit roueed kornong Europa), ha n'eus abeg ebet evit cheñch ar boas. Benoni (Kaozeadenn) 11 Her 2007 da 10:35 (UTC)
Ar roueed, rouanezed, tierned
kemmañPajennoù dedennus da lenn a-raok votiñ:
Ret eo kavout ur reolenn a vezo implijet evit an holl roueed, duged, hag all. Daou stumm a seblant din bezañ poellek: Loeiz XIV, roue Bro-C'hall / Frañsez II, dug Breizh ha Loeiz XIV (Bro-C'hall) / Frañsez II (Breizh). Met ret eo ober un dibab. Benoni (Kaozeadenn) 20 Gwe 2007 da 23:44 (UTC)
An impalaerien Roman
kemmañPajennoù dedennus da lenn a-raok votiñ:
Anvioù ar Sent
kemmañPajennoù dedennus da lenn a-raok votiñ:
- Me zo a-enep krenn ar furm "sant + xxx". Digor d'an holl ez eo ar wikipedia-mañ ha n'eo ket d'ar gatoliked hepken. D'am soñj ez eo ret ober gant ur furm neutreloc'h: hep sant ebet, pe neuze etre kromelloù, a-dreñv an anv, pa vez ezhomm digejañ. Benoni (Kaozeadenn) 20 Gwe 2007 da 23:42 (UTC)
- A-du a-walc'h, hep bezañ re strizh. Ar sent n'int ket evel ar bibien, ha n'int ket anvet sent e-pad o buhez. Bianchi-Bihan 21 Gwe 2007 da 04:28 (UTC)
- A-du me ivez. Neal (Kaozeal) 21 Gwe 2007 da 06:58 (UTC)
N'on ket evit degemer an arguzenn staliet war ar "politically correctness". Ober gant ar stumm sant a zo evit reiñ sikour d'an dud ha kompren war biv emañ ar c'haoz. Anatoc'h eo gant an titl. Hag a-wechoù ret eo displegañ eo gwan an titl (un hengoun ha n'eo bet degemeret gant an Iliz katolik). P'hon eus e Breizh kantadoù a sent ha n'int ket bet anavezet gant ar bibien, setu an abeg evit mirout an titl ha marteze ne oant ket holl tud seven ha "vertuzius"... --Ch. Rogel 21 Gwe 2007 da 22:46 (UTC)
- Ne gomprena ket petra he deus da welet an "dereadegezh politikel" en afer-mañ... implijet ha gwallimplijet e vez an termen-mañ evit lakaat da grediñ emañ faos arguzenn unan bennak evit un abeg "teñvel" hep rankout e venegiñ en un doare resis. eus peseurt "politikerezh" pe "tuad" ez eus komz amañ: hini an iliz, hini ar re a sav a-enep d'an iliz? Ne gomprenan ket re. Neal (Kaozeal) 22 Gwe 2007 da 06:02 (UTC)
- Ne gomprenan ket gwelloc'h eget Neal. Techet e vije zoken da soñjal e larfe an "dereadegezh bolitikel" da asantiñ d'ar furm "sant + xxx". Met un holloueziadur digor d'an holl eo wikipedia, setu ne glaskomp ket doujañ d'an dereadegezh bolitikel met d'ar poell ha d'an neutreladegezh. Erwan Helori a zo un den meur evit istor Breizh, met n'eo ur sant nemet evit ul lodenn bihan eus ar vretoned. Aogustin eus Hippo a zo ur prederour brudet, met n'eo ur sant nemet evit ar gatoliked, hag all. Benoni (Kaozeadenn) 22 Gwe 2007 da 09:21 (UTC)
Pius pe Pi? Caius pe Kaius? Sergius pe Serj? Alexander pe Aleksañdr? An hengoun eo brezhonekaat anvioù ar pibien, ha techet vijen da heuilhañ an hengoun war ar poent-mañ. Benoni (Kaozeadenn) 20 Gwe 2007 da 23:47 (UTC)
- Techet on da ober gant an anv ofisiel, Pius, Caius, Sergius. Goude, menegiñ ar stummoù all er pennad, ha krouiñ adkasoù forzh pegement diouzh ezhomm. Bianchi-Bihan 21 Gwe 2007 da 04:27 (UTC)
- Techet e vefen d'ober gant ar stumm brezhonekaet dre m'on boaz da welet an anvioù spagnolekaet, galizekaet, gallekaet ha me 'oar me met diouzh an tu all ne vefen ket evit lâret penaos brezhonekaat pep anv resis ha ne vefen ket a-enep implijout ar stummoù latin evit titloù ar pennadoù pennañ ovit ober un un doare sklaer hag ofisiel ha neuze mennegiñ ar stumm(où) brezhonekaet e korf pep pennad. Neal (Kaozeal) 21 Gwe 2007 da 07:01 (UTC)
- Da vBianchi-Bihan: Kouslkoude e vez graet gant Yann-Baol II, Benead XVI, Paol VI, Yann XXIII, ha war a seblant Pi XI ha Pi XII, evit chom gant ar bibien diwezhañ. Un dra a zo sur: pe vije graet un dibab pe unan all, e vo ret sevel adkasoù eus ur furm da eben. Benoni (Kaozeadenn) 21 Gwe 2007 da 10:33 (UTC)
- Gwir eo, re vuan em boa laret ma ger, hep soñjal er re-se. Neuze e vo ret ober daou rumm: en un tu ar re zo brezhonekaet dija, ha ne dalv ket ar boan lakaat o anv ofisiel latin, hag ar re all, Caius, en tu all. Pi pe Pius? n'oufen ket dibab. Moarvat e oa Pi XII, gant katoliked Breizh. Pi a vije brav evel pajenn digejañ. Bianchi-Bihan 22 Gwe 2007 da 00:48 (UTC)
- Techet e vefen d'ober gant ar stumm brezhonekaet dre m'on boaz da welet an anvioù spagnolekaet, galizekaet, gallekaet ha me 'oar me met diouzh an tu all ne vefen ket evit lâret penaos brezhonekaat pep anv resis ha ne vefen ket a-enep implijout ar stummoù latin evit titloù ar pennadoù pennañ ovit ober un un doare sklaer hag ofisiel ha neuze mennegiñ ar stumm(où) brezhonekaet e korf pep pennad. Neal (Kaozeal) 21 Gwe 2007 da 07:01 (UTC)
N'on ket evit lonkañ e c'hellfe bezañ kizidik an nann-gatoliked ma vo graet gant sant Eosten pe n'eus forzh peseurt den gant un titl ouzhpenn. Ur "cheikh" e oa Anta Diop evit Senegaliz zo, met den ne ya da vezañ feuket gant ar pennadoù en:Cheikh Anta Diop o ditl (war ar Wiki) ha koulskoude ne oa ket cheikh nemet evit e genvroidi. Evel just eo ret resisa~m'eo anavezet ur sant-mañ sant gant pep a relijion kristen. Ar "sent" muzulmat a zo da virout o ditl ivez (ne m'eus ket soñj eus anezho koulz en arabeg, e turkeg ha e perseg). An neptuegezh a dalvez evit endalc'h ar pennadoù da gentañ holl. Reizhet em eus pennadoù a oa re dost ouzh doareoù eztaolennañ ar gatoliged, met ne -welan ket perak klask cheñch doareoù envel anavezet mat. --Ch. Rogel 23 Gwe 2007 da 17:44 (UTC)
- Ma skriver Kaius, un anv latin, e vije kempoell skrivañ Katon, Kikeron, Skipion, ... Ha votet peus derc'hel d'an anvioù orin e latin, neuze Caius, Pius, .... Bianchi-Bihan 11 Her 2007 da 06:24 (UTC)
- Ket, ar reolenn a ginnigan amañ n'eo nemet evit anv ar bibien, hag a vez brezhonekaet en un doare hengounel: kinnig a ran e vije lakaet ar boaz testeniekaet en XIXvet hag XXVet kantved d'an nebeutañ, da dalvezout evit an holl bibien, evit kaout ur reolenn hollek. Benoni (Kaozeadenn) 11 Her 2007 da 10:41 (UTC)
- Ur wech ouzhpenn ne wel ket tud zo n'eus ket mogerioù etre ar rummadoù, hag en em gavimp gant Caius, anv latin, ha Kaius anv pab. Bianchi-Bihan 11 Her 2007 da 12:28 (UTC)
- So what? Me n'on ket chalet gant se. Benoni (Kaozeadenn) 11 Her 2007 da 12:47 (UTC)
- Ur wech ouzhpenn ne wel ket tud zo n'eus ket mogerioù etre ar rummadoù, hag en em gavimp gant Caius, anv latin, ha Kaius anv pab. Bianchi-Bihan 11 Her 2007 da 12:28 (UTC)
- Ket, ar reolenn a ginnigan amañ n'eo nemet evit anv ar bibien, hag a vez brezhonekaet en un doare hengounel: kinnig a ran e vije lakaet ar boaz testeniekaet en XIXvet hag XXVet kantved d'an nebeutañ, da dalvezout evit an holl bibien, evit kaout ur reolenn hollek. Benoni (Kaozeadenn) 11 Her 2007 da 10:41 (UTC)
- Neuze n'az po netra enep ar pennad Caius (pab), ha gwell a se. Bianchi-Bihan 11 Her 2007 da 16:53 (UTC)
- Geo: kinnigan a ran me kentoc'h ober gant Kaius (pab)... Benoni (Kaozeadenn) 11 Her 2007 da 17:03 (UTC)
- Kement-se a dalvezfe ober gant ur stumm ijinet ganit. Din-me n'eo ket abeg a-walc'h evit ma vije mat.
- Gwelloc'h ober gant ar stumm istorel, e-lec'h ijinañ ur stumm, tra ken 'met evit lakaat ur reolenn da drec'hiñ. Skeudenn all eus dañjer an ideologiezh pa glasker plegañ an istor dezhi. Bianchi-Bihan 11 Her 2007 da 17:14 (UTC)
- Klask a ran lakaat un tamm poell, setu tout. Perak e vije anvet Yann ur pab eus ar VIvet kantved ha ne vije ket graet gant Serj pe Gregor pe Kaius? Peogwir n'eus bet pab ebet gant an anvioù se en XXvet kantved? Evit an impalaered roman n'out ket gwall poellek neuze: ar furmoù brezhonekaet a zo bet ijinet nevez 'zo. Ret e vije dit votiñ evit ar c'hentañ kinnig... Benoni (Kaozeadenn) 11 Her 2007 da 17:25 (UTC)
- Klask a ran un hent poellek, met kontrol dit, ne lavaran em eus kavet. Te fell dit "lakaat poell", me glask doujañ.
- Doujañ war un dro d'ar stumm orin ha d'ar brezhoneg pa c'hallan, met gouzout a ran ne vez ket aes bep tro. Ha ne fell ket din ijinañ stummoù ha n'eus ket ezhomm anezho en anv ur reolenn santel bennak. Bianchi-Bihan 11 Her 2007 da 18:00 (UTC)
Tennet eus ar bajenn vot (skrivet gant Bianchi-Bihan): Ya, pa c'haller. Met n'aer ket da ijinañ stummoù nevez. Anvioù evel Caius pe Caius (pab) n'emaint e yezh ebet nemet e latin. Tud zo o deus bet laret e oa Kae o tont eus Caius. Gant Kae an hini e vo graet? Piv a zivizo?
Poentoù all
kemmañDre ma ne vez graet gant ar "Ph" e brezhoneg e rafen gant "Fokaz". Gwelloc'h e kavfen Septim Sever ivez. sell ouzh ma goulennoù e-barzh kaozeadenn Roll an impalaerien roman. --Ch. Rogel 16 Ebr 2006 da 17:42 (UTC)
- Respontet em eus eno c'hoazh. Ne gav ket din ez eus da vrezonekaat anvioù estren kousto pe gousto pa n'eus stumm hengounel ebet evito. Gwelloc'h leuskel an anv en e stumm gresianeg evel m'eo bet graet en alamaneg. --Fulup 16 Ebr 2006 da 18:16 (UTC)
- Ne welan ket perak ez eus anv eus an alamaneg amañ. Be' zo anvioù anavezet dija e brezhoneg (Aleksandr, Aorelian, Aristotelez, Demosten, Kustentin, Anastaz, Domitian, Aogust) hag e c'heller ober anvioù hengouniel eus anezho ha reoù all a c'hell bezañ deveret diwar ar reolennoù kemmañ (reolennoù hengounel, mar karit): Marcianus > Markian, Severus > Sever. Ur bern anvioù an Henamzer a zo bet treuskrivet gant tud Walarn ha tud all. Ret e vo furchal hag adpiaouiñ ar stummoù tamm ha tamm. Koulskoude ne vo ket kavet stummoù unvan ha gwir eo n'eo ket posubl brezhonekaat pep a anv (da skouer Prometeus, Aisopos a zo bet degemeret gant Gwalarn). Kavet e vez Aisc'hulos (Y. Drezen?) hag Eskhilos (Pêr Drezen).
Goulennoù : Dionisos (P. Drezen) pe Dionusos? --Ch. Rogel 16 Ebr 2006 da 21:12 (UTC)
- Ne welan ket perak ez eus anv eus an alamaneg amañ. Be' zo anvioù anavezet dija e brezhoneg (Aleksandr, Aorelian, Aristotelez, Demosten, Kustentin, Anastaz, Domitian, Aogust) hag e c'heller ober anvioù hengouniel eus anezho ha reoù all a c'hell bezañ deveret diwar ar reolennoù kemmañ (reolennoù hengounel, mar karit): Marcianus > Markian, Severus > Sever. Ur bern anvioù an Henamzer a zo bet treuskrivet gant tud Walarn ha tud all. Ret e vo furchal hag adpiaouiñ ar stummoù tamm ha tamm. Koulskoude ne vo ket kavet stummoù unvan ha gwir eo n'eo ket posubl brezhonekaat pep a anv (da skouer Prometeus, Aisopos a zo bet degemeret gant Gwalarn). Kavet e vez Aisc'hulos (Y. Drezen?) hag Eskhilos (Pêr Drezen).
- Setu dres ar pezh a lavaran. Pa vez stummoù boas hag anavezet, greomp ganto (n'eo ket dav kennebeut mont da furchal e kement follenn bet embannet a-gleiz hag a-zehou gant un den hepken kennebeut). Pa n'eus stumm testeniekaet mat ebet, kenkoulz eo ober gant ar stumm orin. Sklaeroc'h e vo evit an holl. Talvoudus e kavan sellet ouzh ar pezh zo boaziet en alamaneg evit meur a abeg : Pizh eo dre vras an dibaboù graet er yezh-se. Doujañ a reont muioc'h ouzh ar stummoù er yezh orin (latin, gresianeg, hag all). Tost a-walc'h eo o doare skrivañ diouzh hon hini (k) ha bez' o deus ivez ur /c'h/ (ch), ar pezh n'eus ket e saozneg nag e galleg. Setu n'eo ket fall gouzout hag alamanekaet eo bet un anv ganto pe hag eñ eo bet doujet d'ar yezh orin --Fulup 16 Ebr 2006 da 21:50 (UTC)
- Me 'zo a-du gant Fulup. D'am soñj eo ret doujañ ar muiañ posubl d'ar stummoù orin, kement evit an anvioù tud hag evit an anvioù lec'h. Arabat heuilhañ techoù fall ar c'hallegerien! Benoni 16 Ebr 2006 da 23:34 (UTC)
- E meur a yezh e vez pleget an anvioù da reolennoù ar yezh : n'eus ket ezhomm da vezañ gallgreizennet kement-se ! --Ch. Rogel 13 Mae 2006 da 23:56 (UTC)
- Techoù fall zo ivez gant ar vrezhonegerien. Ma vez dalc'het d'ar stumm orin, evel a lavarez amañ e 2006, e vo graet gant Caius, ha n'eo ket Kaius, hervez a erbedez-te e 2007. Brezhonekaet e vo anv an holl bibien: Yann-Baol, Benead, Pi, Yann, Kaius, Serj, hag all. Bianchi-Bihan 11 Her 2007 da 19:20 (UTC)
- N'am eus erbedet netra: tri c'hinnig am eus graet, tra ken, ha votet evit unan eus an tri, ha displeget perak. Votet 't eus evit ur c'hinnig all ha displeget perak. Ar gwir az peus. Met mat vije dit sioulaat bremañ ha doujañ da ali ar re all. Benoni (Kaozeadenn) 11 Her 2007 da 19:56 (UTC)
- Sioul-sibouron on, ha klask a ran kompren. Prest on da zoujañ da n'eus forzh pe ali pe erbedadenn, met ret eo gouzout pehini: hini 2006 pe hini 2007? Bianchi-Bihan 11 Her 2007 da 20:06 (UTC)
- Ma ali zo sklaer, ha n'en deus ket cheñchet etre 2006 ha 2007, ha displeget eo e meur a lec'h war ar bajenn-mañ, trawalc'h eo lenn: me zo evit doujañ d'ar stumm orin seul wech ma c'heller, nemet evit ar pibien hag an tierned gant anvioù "kristen" dezho, dre ma zo un hengoun kozh e brezhoneg evit brezhonekaat an anvioù-se (met an hengoun-se a vez kavet e kazi an holl yezhoù). Me vije laouen avat gouzout peseurt poell zo gant da votoù war ar pibien hag an impalaered... Un dislavar a zo un tu bennak... Benoni (Kaozeadenn) 11 Her 2007 da 20:24 (UTC)
- Gwall brederiet out gant ma botoù? N'eo ket me zo kaoz ma welez dislavaroù e-lec'h n'eus ket.
- Lavarout emañ an "hengoun" en holl yezhoù, hep menegiñ pere, n'eo ket neptu. Ma sellez ouzh an alamaneg hag ouzh ar spagnoleg n'eo ket memes tra. Bianchi-Bihan 19 Her 2007 da 02:05 (UTC)
- Ma ali zo sklaer, ha n'en deus ket cheñchet etre 2006 ha 2007, ha displeget eo e meur a lec'h war ar bajenn-mañ, trawalc'h eo lenn: me zo evit doujañ d'ar stumm orin seul wech ma c'heller, nemet evit ar pibien hag an tierned gant anvioù "kristen" dezho, dre ma zo un hengoun kozh e brezhoneg evit brezhonekaat an anvioù-se (met an hengoun-se a vez kavet e kazi an holl yezhoù). Me vije laouen avat gouzout peseurt poell zo gant da votoù war ar pibien hag an impalaered... Un dislavar a zo un tu bennak... Benoni (Kaozeadenn) 11 Her 2007 da 20:24 (UTC)
Anvioù divoutin war Wikipedia (kaozeadenn kaset eus ur bajenn gozh)
kemmañMerzout a ran e vez kavet stummoù un tamm a bep seurt e-keñver anvioù divoutin war hor wiki. Evit anvioù ar yezhoù, ar pobloù hag ar broioù e vefe mat d'an holl heuliañ an hevelep reolennoù. A-hend-all e vo savet pennadoù a vo diaes da gavout er wiki ha liammoù na gasint da neblec'h (pep hini oc'h ober hervez e c'hoant ha tanpir evit an holl). Ofis ar brezhoneg en deus labouret war an dachenn-se ha kenlabour zo bet gant TES evit al levrioù Istor ha douaroniezh. Bodadoù stroll zo bet o vont en-dro. Disoc'h al labour-se a gaver, evit darn, e dibenn geriadur an Here e-lec'h ma kaver roll klok ar stadoù hag anv o annezidi e brezhoneg. Kinnig a ran e vefe heuliet ar roll dave-se war hor wiki. Evit ar re na vefe ket ganto ar roll, ha da c'hortoz e vefe savet ur patrom gantañ e kinnigan e vefe lakaet ar goulennoù amañ hag e vefe respontet dezho amañ ivez.
Fulup 13:09, 05 July 2005 (UTC)
n'oeo ket evit ober bruderezh evidin ma-unan, met embannet zo bet nevez zo ur pennadig bet savet ganin diwar-benn ar riskloù zo da gaout pa vez doujet re da dermenoù bet savet gant tud ha n'int ket barrek war an dachenn atav. daoust ha m'emañ e saozneg ar pennad (Terminology setting for 'minority' languages within an ultra prescriptive framework: A case study of corpus planning) ha daoust ma tenn d'ar galizeg e kav din e c'hellfe bezañ talvoudus evit ar pezh a denn d'al lec'hanvadurezh e brezhoneg dre gemer dre ober dave dre ret da c'heriadur an here. n'on ket a-enep d'ar pezh a zo bet graet gante ha goût mat a-awlc'h a ran e vez signet ar roll-se dre ar skolioù, met n'eo ket abalamour da se, d'am soñj, e rankfen tevel ma kav din eo bet savet fall tra pe dra. n'on ket dindan beli naga an here, na tes, nag ofis ar brezhoneg nag hini diwan. klask a ran ober an traoù en un doare poellek o tennañ gounid eus ar pezh zo bet graet gant ar re all evel-just met hep doujañ oute ma c'houzon mat ez eus fazioù grevus pe c'hrevusoc'h da gaout. penaos e vez lâret gant an here h.a. ar yezh a vez komzet er vro on o chom enni da skwer: galizeg (diwar anv orin ar vro er yezh-se) ge galisianeg (diwar ar galleg)? peseurt reolennoù zo bet lkaet evit treuzskrivañ ha/pe trizhlizherenniñ lizherennegoù disheñvel diouzh al latin? n'eo ket klok na tamm ebet ar roll kriterioù bet menneget ganit - penaos ober evit anv takadoù divyezheg pe liesyezhek, d.s 'Johannesburg' (diwar ar saozneg, an afrikaans, an isixhosa, an isiszulu). luziet tre eo an traoù, kalz muioc'h c'hoazh pa taoler ur sell en tu all da europa ar c'hornôg ha 'broioù bras' (d.l.e ar re anavezet e europa ar c'hornôg). a-galon Neal 6 July 2005 11:21 (UTC)
Evel-just, kompren a ran mat ar pezh a lavarez ha gant plijadur e lennin ar pezh zo bet skrivet ganit war an dachenn-se mar bez tu din. Dedennet on gant an dachenn-se. Ne lavaran ket e mod ebet kennebeut eo diskoulmet pep tra en hor yezh ha n'eus ket mui netra da ziazezañ. Gouzout a ran pegen skoemp eo an dachenn-se. N'eo ket aes da gaout ur c'henasant pa n'emaomp ket aze war dachenn ur skiant rik. Ar pezh am eus c'hoant da bouezañ warnañ hepken eo e kav din ez eus un toullad tud disheñvel a skriv pennadoù war ar wiki (hag emichañs e vo kalz muioc'h c'hoazh en amzer da zont) ha me a gav din e vefe mat kregiñ da ziazezañ reolennoù pe ober erbedadennoù a c'hallfe bezañ degemeret gant ar muiañ niver. Evit se e kav din e ve mat heñchañ an dud war-du ur roll dave (dre vras), ar pezh na virfe ket a gaout ul lec'h war ar wiki evit kas ar gaoz pelloc'h war krafoù zo. Da skouer, ma ne vez ket graet netra e vo tud a c'hallo sevel ur pennad evit "Spagn" ha lod all a c'hallo sevel "Bro-Spagn" ha marteze unan all "Espagn", kerkoulz all. Se zo torr-penn. Ha goude-se, penaos ober evit lakaat liammoù a gasfe da anv ur vro e pennadoù all ar wiki. Lakaomp an den a raio war-dro ar pennadoù "Corrida" pe "sevillana" a c'hallo marteze krouiñ ul liamm war-du "Spagn" pe "Bro-Spagn"; hag al liamm-se ne gaso da lec'h ebet marteze. Penaos gouzout ha penaos ober ma ne glaskomp ket en em aozañ un tammig. Setu, o kinnig ur roll, da nebeutañ e c'hallo an dud sellet outañ hag ober o soñj a-raok mont da ober gant stummoù all. Soñjal a ran ivez ez eus kalzik a dud a gemer perzh er wiki ha ne vestroniont ket atav mat-tre ar brezhoneg peogwir ne vez ket komzet ganto bemdez pe peogwir eo nevez desket ar yezh ganto.Un dra vat ha yac'h eo gwelet an dud-se o kemer perzh met marteze e vefe tu da ginnig reolennoù (pe erbedadennoù ma ne vez ket c'hoant ober gant ar ger reolenn) evit skoazellañ anezho da vont pelloc'h. Tud zo a gavfe gras bezañ heñchet ha skoazellet un tammig, me zo sur. Gant an hevelep soñj e vefe posupl da zigeriñ ur bajenn a rofe kuzulioù yezh (merzout a ran eo alies an hevelep fazioù a gaver war ar wiki). Se a vefe un doare da sikour ar re zo o teskiñ da vezañ dedennet gant ar wiki ha broudet e vefent da gemer perzh ennañ marteze.
Fulup 6 July 2005 13:19 (UTC)
??
kemmañ- Un torr-revr pa vez dizurzh en deiziadoù: penaos lenn ar bajenn?
- Loeiz XIV, roue Bro-C'hall / Frañsez II, dug Breizh : ar gwellañ din-me. Bianchi-Bihan 27 Gwe 2007 da 08:40 (UTC)
Lenn a ran: Hep "sant" ebet, nemet pa vez ezhomm evit digejañ: sk. Erwan Helouri, Dominig Guzmán; met Tugdual (sant), Brieg (sant) .
- Hep sant evit an den.
- Tugdual a vije a-walc'h. Met gwelloc'h gant un adkas da Tudwal, stumm reishoc'h.
- Brieg hepken. Gant un adkas da Brieg (kumun) .
Gwall simploc'h e vije ober gant sant X ha santez Y. Evel-se e welfer diouzhtu eus petra zo kaoz ha sed ar pal a zo d'un holloueziadur hep chom ober gant an troidelloù ideologel a zo er wikioù brasoc'h dindan pouez ar re a gred ez eus un itrik evit sankañ traoù faos e empenn an dud. Ne vern ma vez roet titloù da bep tu a fell dezhañ ober gantañ ma ya da lakaat an traoù sklaeroc'h. --Ch. Rogel 19 Her 2007 da 17:09 (UTC)
Resisadenn a-bouez da ouzhpennañ
kemmañret e vefe reisisaat en un doare sklaer e tenn ar reolenn envel-mañ d'an anvioù-tud skrivet gant al lizherenneg latin nemetken, rak reolennoù ha/pe boazioù ispsial ez eus evit a sell ouzh anvioù gresianek dresit-holl (reolenn) hag ivez anvioù skrivet gant al lizherenneg arabek hag al lizherenneg kirillek (boazioù betek-hen). Neal (Kaozeal) 4 Her 2007 da 11:53 (UTC)
- Ar c'hendiviz reolata amañ n'eo ket diwar-benn an treuzskrivañ, met diwar benn an doujañ pe get d'ar furm orin (brezhonekaat pe get). Benoni (Kaozeadenn) 4 Her 2007 da 12:34 (UTC)
- Ya, hen goût a ran, met a-wezhoioù e talv ar boan sklaeraat an traoù. 84.78.78.41 4 Her 2007 da 12:40 (UTC)
- Graet e vo. Benoni (Kaozeadenn) 4 Her 2007 da 12:42 (UTC)
- Ya, hen goût a ran, met a-wezhoioù e talv ar boan sklaeraat an traoù. 84.78.78.41 4 Her 2007 da 12:40 (UTC)
Impalaerien
kemmañCharlez Veur pe Karl Veur? Charlez Moal pe Karl Voal? Pe Charlez ar Moal? Pelc'h emañ ar poell mat? Bianchi-Bihan 19 Her 2007 da 02:12 (UTC)
Charlez Moal a veze graet gant mestrez-skol ma mab hag e kredan eo ar stumm implijet e dornlevrioù diabarzh Diwan. Me gav e veze graet ganti gant Karl Veur (hemañ ne ouie nemet frankeg ha latin, met n'eo ket sur a ouie ar romaneg e vab-bihan memestra). --Ch. Rogel 19 Her 2007 da 17:09 (UTC)
Un hengoun eo en Europa lakaat anvioù ar bibien e yezhoù ar vro evel evit ar rouaned estren (Fulup)
kemmañKavet em eus: un hengoun eo en Europa lakaat anvioù ar bibien e yezhoù ar vro, evel evit ar rouaned estren. --Fulup 14 Her 2007 da 20:57 (UTC) Pa welan ur frazenn evel honnezh em eus desket magañ disfiz, ha krediñ pezh a welan, ha n'eo ket pezh a vez kontet.
Ha pa welan en:Pope Linus, ha en:Pope Caius, ha meur a hini all, ne welan ket pelec'h emañ ar saoznekadur, met gwelout a ran mat-tre n'eo ket gwir an evezhiadenn, a zo diazez vot Fulup.
Ha pa sellan a dostoc'h e welan n'eo ket e saozneg hepken e chom an anv er yezh orin (e latin), met en un dousenn yezhoù. Ha neuze e soñjan n'emañ ket an hengoun-se enne: af:Pous Linuscs:Linusda:Pave Linus 1.de:Linus et:Linus el:Πάπας Λίνος ga:Naomh Línus id:Paus Linus he:לינוס הקדוש jv:Paus Linus la:Linus lt:Šventasis Linas hu:Szent Linus nl:Paus Linus pl:Papież Linus ru:Лин (папа римский) sk:Linus fi:Pyhä Linus sv:Linus (påve) Ha Marcellinus a zo fr:Marcellin e galleg (salud da Raymond, mignon d'hor yezh): cs:Marcellinus da:Pave Marcellinus 1. de:Marcellinus (Bischof von Rom) et:Marcellinus el:Πάπας Μαρκελλίνος id:Paus Marselinus la:Marcellinus hu:Marcellinus pápa nl:Paus Marcellinus sv:Marcellinus
Neuze, n'in ket betek lavarout eo faos evezhiadenn Fulup... ha koulskoude, n'eo ket gwir tamm ebet evit ar bibien gentañ, ... war-bouez ar yezhoù latin, met yezhoù all zo. Marteze e talv ar boan sellout a dost ouzh anvioù ar rouanez ivez, betek-gouzout e c'hoarvezfe ar memes tra. Bianchi-Bihan 18 Her 2007 da 17:53 (UTC)
- Ya, ar c'hembraeg a zo ivez da skouer o kembraegaad pep tra: cy:Rhestr_Pabau. N'eo ket ur yezh latin din da c'hoût... Benoni (Kaozeadenn) 19 Her 2007 da 09:12 (UTC)
- Ha ne yin ket betek lavarout e klask BB touellañ an dud, met disoñjet 'n eus :
Moarvat n'en deus ket graet a-ratozh... Benoni (Kaozeadenn) 19 Her 2007 da 09:15 (UTC)
Klemm a vo ret?
kemmañ- Gwelout a ran emañ Benoni o klask tabut adarre.
- Ne blij ket dezhañ an arguzennoù dispaket ganin ha neuze e lavar "e klask BB touellañ an dud". E zoare sioul da gaozeal ha da arguzenniñ marteze. Koulskoude ez eus bet lavaret dezhañ gant un toullad tud e c'halle klask sioulaat muioc'h c'hoazh.
- Lavaret em eus meur a wech dija e oa disheñvel "hengoun" ar yezhoù latin meneget gantañ ha re ar saozneg, alamaneg, nederlandeg, finneg, ... Moarvat ne gompren ket pezh a skrivan.
- Ret e vo displegañ dezhañ ivez pezh a c'hoarvez e kembraeg: skrivañ "ws" al latin "us" n'eo ket kembraekaat d'am soñj, ma c'haller mont ken pell ha kaout ur soñj disheñvel diouzh an Aotrou Benoni hep bezañ tamallet da g-"klask touellañ an dud" bep tro.
Bianchi-Bihan 19 Her 2007 da 09:57 (UTC)
- Nann, met da vat: arabat ober goap eus an dud, ha plantañ reuz e lec'h n'eus abeg ebet plantañ reuz! Piv n'eus skrivet "Neuze, n'in ket betek lavarout eo faos evezhiadenn Fulup... ha koulskoude"? N'am eus lavaret gwech ebet ebet az peus klasket touellañ an dud (ha gouzout a ran mat 't eus lennet mat, met graet van lenn fall): n'am eus graet nemet adkopiañ ar pezh 't eus skrivet da Fulup. Skrivet 'm eus : "ne yin ket betek lavarout e klask BB touellañ an dud, met"... Setu sioula bremañ marplij! Lavaret zo bet dit dija meur a wech e oa arabat plantañ reuz war wikipedia evit neb abeg dister. Benoni (Kaozeadenn) 19 Her 2007 da 10:09 (UTC)
- Nann 'vat, n'eo ket klemm an hini a zo ret met SIOULAAT. N'eo ket dav tagañ ha tagañ atav - trawalc'h e rankfe bezañ, m'az int poellek, degas arguzennoù, difenn savpoentoù dre degas arguzennoù pe diswel ez eo faoz savpoent tud all dre degas arguzennoù. Merour (Neal) (Kaozeal) 19 Her 2007 da 13:50 (UTC)
E keñver hengounioù disheñvel er yezhoù Europa, ar gwir zo gant Bianchi-Bihan hep mar ebet. --Ch. Rogel 19 Her 2007 da 17:09 (UTC)
Gourc'hemennoù
kemmañSioul on ken ez on, met n'on ket prest da zegemer urzhioù digant un den zo o paouez kunujenniñ ac'hanon hag a zo o skeiñ eoul war an tan. Pa lavaran ne oan ket a-du gant gerioù Fulup (ma'z eo permetet skrivañ ne glotont ket gant ar wirionez) ez on gouest da arguzenniñ. Am eus graet. Diwar-benn ar ger hengoun. Ha traoù all.
Pibien ha kembraeg
kemmañ- N'eo ket posubl: ne vez ket cheñchet testenn ur vot ur wech kroget gant ar vot. Ouzhpenn-se e disoñj Bianchi-Bihan ez eo bet kembraeget an holl anvioù e kembraeg ivez, hag all. Evel ma lavar Fulup Jakez, rener Ofis ar brezhoneg, kement-mañ a zo un hengoun e brezhoneg hag e darn vrasañ yezhoù Europa gatolik. Benoni (Kaozeadenn) 19 Her 2007 da 09:04 (UTC)
- A-du on gant Neal: ur gaozeadenn db ar yezh eo, gant arguzennoù. Ur vot n'eo ket un arguzenn skiantel. Bezañ pab na rener ivez.
- A-wechoù e vez savet fall ar skrid kinniget d'ar vot, hag amañ ez eus ur skouer splann, pa weler penaos eo graet. Gwir am eus da lavarout kement-se, hag ober a ran.
- N'em eus ket kemmet netra, lakaet em eus ur ger bennak ouzhpenn, evit displegañ gwelloc'h, ma oaro resisoc'h an dud evit petra emaint o votiñ, ha penaos e vo implijet o vot goude. Un tamm skiant am eus prenet, petra ri?
- Implij ar ger "hengoun" hep arguzenn (gant rener pe merour, me ne ran forzh) n'en deus talvoudegezh ebet e-keñver poell na preder. Pa seller eus ar fedoù evel m'emaint, ha darn anezho zo pennek ken ez int, evel ma lavare Vladimir Oulianov (benniget ra vezo e anv), eo splannoc'h c'hoazh.
- Me n'emaon ket o c'hoari gant ar yezh, met o studiañ an traoù evel m'emaint: neuze e karfen kavout arguzennoù estreget traoù faos evel : Ouzhpenn-se e disoñj Bianchi-Bihan ez eo bet kembraeget an holl anvioù e kembraeg ivez.
- Kembraekaet eo ar ger brezhonek (mat da c'houzout pa glasker sevel reolennoù evit ar yezh hag ober skol d'an dud).
- Ha pezh a laran on gouest da brouiñ, n'eus nemet sellout ouzh an anvioù kembraek-se, ha n'eo ket o komz en avel. Bianchi-Bihan 19 Her 2007 da 16:04 (UTC)
- Ne ouien ket e oa Europa gatolik un arguzenn yezhoniel, met goulennomp digant Neal: en Europa gatolik emañ Kembre ivez hervezout? Bianchi-Bihan 19 Her 2007 da 16:15 (UTC)
- N'eo ket tre - daoust ha ma'z eus ur bern gatoliked eno ivez evel-just (du-hont e reer,e vel-just, peurliesañ etre "capel" hag "eglwys" - protestant o-daou). Gwir eo, diouzh un tu, e rankfer keñveriañ gnt hengoun ar gatoliked p'emeur o tivizout penaos ober diouzh ar bibien e brezhoneg, met diouzh an tu all avat e ranker anzav ivez e ranko tud nann-katolik kaozeal diwar o fenn ivez ha n'eo ket dav, d'am sioñj atav, doujañ d'ar gatoliked war diagrez eo katoliked ar bibien. Enfin, n'on ket re sur petra eo "Europa gatolik"... D'am soñj e vefe trawalc'h keñveriañ gant ar pezh a vez graet gant ar yezhoù kar (yezhoù keltiek ha yezhoù indez-europek all) ha degas ivez arguzennoù o tennañ da vont-en-dro diabarzh ar brezhoneg a-vremañ hag an hengoun hep mont da c'hoût penaos e vez great ouzh katoliked gant ar gatoliked, ouzh muzulmaned gant ar vuzulmaned ha me 'oar me - rak, pa'ch eer war an hent-se e rankfer ober kentoc'h gant "Muhammad Rasoul-Allah" pe "Muhammad an-Nabi" atav e lec'h Muhammad rak evel-se e vez graet gant ar vuzulmaned Penaos ober diouzh an enep-pibien ket ha m'emeur ganti? Neal (Kaozeal) 19 Her 2007 da 17:11 (UTC)
- Me ivez zo kap da brouiñ: n'eus nemet lenn ar pennadoù a-is:
- Wikipedia kembraek (ya goût a ran: n'eo ket ur vro gatolik, met n'am eus morse lavaret ar c'hontroll): cy:Rhestr_Pabau
- Wikipedia Europa gatolik nann-roman: lituaneg: lt:Sąrašas:Popiežiai; poloneg : pl:Poczet papieży; kroateg: hr:Popis papa.
Fulub na gonte netra faos eta, na me kennebeut... Met doujañ a ran d'az arguzennoù yezhoniel. N'on ket kendrec'het, setu tout... Benoni (Kaozeadenn) 19 Her 2007 da 17:13 (UTC)
- Hopala, ma doue, ne grede ket din e vije bet arguzennet ken pizh ma zammig frazenn ha talvezet da vanniel a-du pe a-enep. Pa'm eus votet am eus bet c'hoant da deuler ma santimant ha setu aze tout. Ne glasken ket embann ur wirionez skiantel-rik. Moarvat e vije bet gwelloc'h din skrivan e kave din e oa un tuadur e yezhoù kornôg Europa anavezet ganin (ar yezhoù latin dre vras, anzav a ran) da vrezhonekaat anvioù ar Bipien hag ar Rouaned. Evel-just, war an dachenn-mañ, evel war ur bern re all ne vo ket morse gwir an traoù 100 dre gant ha kavet e vo atav skouerioù un tu bennak evit kadarnaat pe mont a-enep ha ma chomomp war ar skouerioù unan hag unan e vo diaes diazezañ un emglev. Ar pezh a seblant din bezañ poellek eo e vefe klasket amañ gouzout petra eo bet ar boaz dre vras betek-henn er skridoù brezhonek evit envel ar bibien hag ar Rouaned hag e vefe klasket sevel ur reolenn diwar-se evit heñchañ an dud.Me a gav din eo kentoc'h ar boaz brezhonekaat hag evit se am eus votet. Evel-just en deus ar gwir pep hini da gaout e soñjoù dezhañ. Evit se eo e vez arguzennet, ha goude votet, evit gellout mont war-raok da-heul diviz ar brasañ niver. --Fulup 19 Her 2007 da 23:33 (UTC)
- A-du on ganit dre vras, evel se em boa komprenet, met gwelet em eus penaos e vije implijet gant tud all, neuze em eus sellet pishoc'h hag em eus klasket displegañ ne oa ket ur reolenn, d'ar re a fell dezho, kousto pe gousto, lakaat ur reolenn e-lec'h n'eus nemet boazioù, hengounioù ma kerez, ha boazioù kemmus ouzhpenn.
- Ha dreist-holl ne gavan ket reizh e vije "adwelet" an istor evit lakaat anvioù ijinet hiziv e-barzh an tremened. Bianchi-Bihan 19 Her 2007 da 23:42 (UTC)
Kaoz dispis ha diasur
kemmañReiñ anvioù listennoù (hep menegiñ petra zo e-barzh), kaozeal eus hengoun (hep displegañ pehini), lavarout "me zo kap", n'eo ket arguzenniñ, e bro ebet war an douar. Ne brou nemet un dra: an diouer a arguzennoù. Er wikipedia gallek eo un dra bennak anvet fr:wikipedia:contenu évasif, wikipedia:kaoz dispis ha diasur.
Chom hep displegañ d'an dud peseurt implij a vo graet gant ar vot goude, n'eo ket dereat kennebeut. Piv a zibabo etre Caius, Kaius, Caio, Cai, Kae? Silvestr ha Jelvestr? Etre fr:Lin evel e galleg, cy:Linws (latin gwisket gant an distagadur kembraeg, ha netra ken) evel e kembraeg, pe en:Linus ha de:Linus evel e saozneg, alamaneg, nederlandeg, finneg ? Ar re a vot o deus gwir da c'houzout. A-raok votiñ. Bianchi-Bihan 19 Her 2007 da 21:45 (UTC)
Pibien e kembraeg gant anvioù latin gwisket e kembraeg (ws=us)
kemmañEtre ar bloavezhioù 67 ha 708 nemetken:
Anvioù kembraekaet
kemmañ1. St. Pedr (33(?)-67(?)) 2. Pab Clement I (88-97) 3. Pab Wrban I (222-230) 4. Pab Pontian (230-235) 5. Pab Ffabian (236-250) 6. Pab Steffan I (254-257) 7. Pab Ewtychian (275-283) 8. Pab Cai (283-296) 9. Pab Innosent I (401-417) 10. Pab Boniffas I (418-422) 11. Pab Selestin I (422-432) 12. Pab Ioan I (523-526) 13. Pab Boniffas II (530-532) 14. Pab Ioan II (533-535) 15. Pab Ioan III (561-574) 16. Pab Bened I (575-579) 17. Pab Grigor I y Fawr (590-604) 18. Pab Boniffas III (Chwefror tan Tachwedd 607) 19. Pab Boniffas IV (608-615) 20. Pab Boniffas V (619-625) 21. Pab Bened II (684-685) 22. Pab Ioan V (685-686) 23. Pab Ioan VI (701-705) 24. Pab Ioan VII (705-707) Kembraekaet ez eus bet un nebeud anvioù gant "us": Grigor (Gregorius), Selestin (Celestinus ), Urban (Urbanus)
Anvioù kembraek gant an dibenn latin (ma ne fazian ket)
kemmaña) dibenn hep “ws”
kemmañ1. Pab Alecsander I (105-115) 2. Pab Soter (166-175) 3. Pab Fictor I (189-199) 4. Pab Ffelics I (269-274) 5. Pab Leo I (440-461) 6. Pab Ffelics III (483-492) 7. Pab Miltiades (311-314) 8. Pab Hormisdas (514-523) 9. Pab Ffelics IV (526-530) 10. Pab Dewsdedit (615-618) 11. Pab Ioan IV (640-642) 12. Pab Theodor I (642-649) 13. Pab Martin I (649-655) 14. Pab Owain I (654-657) 15. Pab Fitalian (657-672) 16. Pab Agatho (678-681) 17. Pab Leo II (682-683) 18. Pab Conon (686-687) (Un nebeud fazioù zo a reizhin diwezhatoc'h)
b) dibenn gant “ws” (an hanter eus an anvioù)
kemmañ1. St. Linws (67(?)-79(?)) 2. Pab Anacletws I (79(?)-88) 3. Pab Efaristws (97-105) 4. Pab Sicstws I (115-125) 5. Pab Telesfforws (125-136) 6. Pab Hyginws (136-140) 7. Pab Pïws I (140-155) 8. Pab Anisetws (155-166) 9. Pab Elewterws (175-189) 10. Pab Seffyrinws (199-217) 11. Pab Calicstws I (217-222) 12. Pab Anterws (235-236) 13. Pab Corneliws (251-253) 14. Pab Luciws I (253-254) 15. Pab Sicstws II (257-258) 16. Pab Dionysiws (260-268) 17. Pab Marselinws (296-304) 18. Pab Marselws I (308-309) 19. Pab Iwsebiws (Ebrill 309- Awst 310) 20. Pab Silfester I (314-335) 21. Pab Marcws (Ionawr tan Hydref 336) 22. Pab Juliws I (337-352) 23. Pab Liberiws (352-366) 24. Pab Damasws I (366-383) 25. Pab Sirisiws (384-399) 26. Pab Anastasiws I (399-401) 27. Pab Sosimws (417-418) 28. Pab Sicstws III (432-440) 29. Pab Hilariws (461-468) 30. Pab Simplisiws (468-483) 31. Pab Gelasiws I (492-496) 32. Pab Anastasiws II (496-498) 33. Pab Symmachws (498-514) 34. Pab Agapetws I (535-536) 35. Pab Silferiws (536-537) 36. Pab Figiliws (537-555) 37. Pab Pelagiws I (556-561) 38. Pab Pelagiws II (579-590) 39. Pab Sabinianws (604-606) 40. Pab Honoriws I (625-638) 41. Pab Seferinws (Mai tan Awst 640) 42. Pab Adeodatws (672-676) 43. Pab Donws (676-678) 44. Pab Sergiws I (687-701) 45. Pab Sisinniws (Ionawr tan Chwefror 708)
E kembraeg, an hanter eus an anvioù pibien betek 700 a zo anvioù a echu gant "ws" . Bianchi-Bihan 19 Her 2007 da 22:18 (UTC)
Evezhiadennoù o tisplegañ ar vot war ar bibien
kemmañ- un hengoun eo en Europa lakaat anvioù ar bibien e yezhoù ar vro, evel evit ar rouaned estren. --Fulup 14 Her 2007 da 20:57 (UTC)
- Kinniget ez eus uheloc'h brezhonekaat anvioù an holl bibien: Kaius zo ur brezhonekadur e-touez meur a hini all posubl, ha ne lavarer ket pehini a vo dibabet na gant piv; Serj zo gallekadur Sergius ha n'eo ket ur brezhonekadur. A-hervez, un hengoun eo en Europa lakaat anvioù ar bibien e yezhoù ar vro, evel evit ar rouaned estren. Ar wirionez eo ez eus hengounioù disheñvel e pep yezh, a gemm ouzhpenn hervez an anvioù. Er yezhoù a orin latin ne vez ket implijet an anvioù latin peurvuiañ. Er yezhoù germanek e vez implijet an anvioù latin kenañ, met n'eo ket gwir evit an holl anvioù (gwelout Gregor). Ur pennad Urban V zo, n'eus ket ezhomm da venegiñ Urbanus, ha ne vo ket implijet. Pennadoù Korneli, Anacletus, Caius (pab), Marcellinus, Sergius Iañ, Lucius Iañ zo ivez. Ne ouzer ket penaos e vijent kemmet: dre nerzh pe dre emglev? Enep da gement-se holl eo ma mouezh. Bianchi-Bihan 11 Her 2007 da 06:24 (UTC).