Kaozeal:Rannig-verb

Evezhiadenn diwezhañ: 15 vloaz zo gant Neal e kaozeadenn Oberourien

Lenn a c'heller: "Tud zo a ra rannig-verb eus o ivez, met un araogenn eo dirak an anv-verb (o kanañ)"

Perak eo un araogenn? Neal (Kaozeal) 10 Mae 2009 da 19:09 (UTC)Respont
Peogwir n'eo ket displeget ar verb, padal e kaver verboù displeget da-heul ar rannigoù (?). Bianchi Bihan a lavaro hag ar respont mat eo pe get.--Ex-Smith 10 Mae 2009 da 19:23 (UTC)Respont
A-du a-walc'h on ganit, ha gwir eo penn-da-benn evit al listennad meneget;
Koulskoude e ra tud zo gant "na zebriñ ket", na rannig-verb evit-doare. "Ne" ha "ne pas " zo rannigoù-verb e galleg?

Bianchi-Bihan 11 Mae 2009 da 09:23 (UTC)Respont

N'ouzon ket tre hag-eñ eo un araogenn pe ur rannig, met ne welan abeg ebet evit lâret e vefe un araogenn anezhañ hepmuiken a-drugarez d'ar fed ma vez implijet gant anvioù-verb (o talvezout da anvioù-kadarn). Techet e vefen kentoc'h da renkañ "o" e-touez ar rannigoù. Setu ma arguzennoù-me:
Talvezout a ra an araogennoù da lec'hioù en amzer ha/pe en egor. N'en deus ket "o" an dalovoudegezh-mañ - ne dalvez nemet da sevel un droadell o tennañ d'an arvez/neuz (aspect). Gwir eo e c'hell talveout araogennoù e meur a yezh evit sevel seurt traodelloù ivez, met implijoù a-eil renk int, liammet implijoù a gentañ-renk an araogennoù ouzh al lec'hiañ en egor/amzer atav (d.s. e galizeg: "está a cantar", 'emañ o kanañ', kv. "vai a Lugo", 'mont a ra da Lugo'):
Displeget a c'hell bezañ an holl araogennoù e brezhoneg, pe kentoc'h merket ar gour, pe en un doare eeun pe en un doare kevrennek, d.s. "da" > "din"; "dreist" > "dreist din". Ha merket a c'hell bezañ "o" evel-hen? Ne gav ket din, rak n'en deus talvoudegezh semantikel ebet (lec'hiañ en egor/amzer);
N'eo ket "rannig" ur rummad yezhadurel resis, gantañ perzhioù pe ur mont-en-dro resis, disheñvel diouzh rummad an araogennoù nueze. Renket e vez e-touez ar rannigoù gerioùigoù digemm gante un dalvoudegezh yezhadurel (da lâret eo, e talvezont da sevel troadelloù yezhadurel) hep un dalvoudegezh semantikel resis. Tostoc'h e vefe neueze "o" ouzh ar rannigoù evit ouzh an araogennoù d'am soñj atav.
Plijet-bras e vefen da c'hallout komz diwar-benn ar c'hraf-mañ ha da eskemm arguzennoù. Neal (Kaozeal) 11 Mae 2009 da 06:36 (UTC)Respont

Un displeg

kemmañ

Setu penaos e welan traoù, ha mar fazian e karfen gouzout pelec'h.

An araogenn o zo deuet eus an araogenn grennvrezhonek oz (testeniekaet, gwelout o e Geriadur Istorel ar Brezhoneg), deuet da vezañ pe o pe oc'h pe ouzh (un tamm evel hoz o treiñ da ho pe hoc'h), da lavarout eo:

  • o: dirak an anv-verb hepken
  • oc'h:
    • dirak an anv-verb
    • dirak an anv-gwan: gwell-oc'h-gwell
    • dirak an anv-kadarn: oc'h an daol
  • ouzh: araogenn anavet mat, troet da "eus" en distagadurioù rannyezhel zo.

Neuze:

  • Ne gredan ket e c'haller lavarout eo araogenn ouzh e-barzh Emaint ouzh hon c'hlask en un tu, ha ne vije ket o e-barzh Emaint o klask ac'hanomp en tu all: ar memes ger int, e daou stumm (tre evel eo ar memes ger o hag oc'h).
  • Emañ o werzhañ / Emañ da werzhañ / Emañ a-baouez gwerzhañ/ Emañ war-nes gwerzhañ / E oa evit gwerzhañ/  : un toullad araogennoù a vez lakaet dirak an anv-verb, hag o en o zouez.

Bremañ, ma vez lavaret din int holl "rannigoù-verb" ivez ouzhpenn ne ran forzh rak ne gemm netra: ne vir ket outo da vezañ araogennoù n'eus forzh penaos. E-barzh ma relijion ne gredan ket e c'haller lakaat da, evit, o, er memes sac'h evel ne ha na, 'giz posubl e vije graet en anv kredenn ar rannig-verb, santel ra vezo e anv. Ne vern ket din ma vez roet dezho vertuzioù nevez-flamm, gant ma ne vo ket lamet diganto o vertuzioù kozh. Un draig all pa soñjan: an "ne" gallek a vez lakaet da adverb peurvuiañ. Hag an "no" spagnolek? Bianchi-Bihan 11 Mae 2009 da 14:54 (UTC)Respont


Fiskal. Setu un doare-kaozeadenn a blij din. Kentelius-tre da respont, desket traoù nevez ganin. N'on ket gwall gendrec'het gant an arguzennoù degaset ganit avat. Disheñvel krenn e c'hell bezañ ster/implij orin ur ger siouz e ster/implijoù a-vremañ. Pa lenner "met un araogenn eo dirak an anv-verb" e ranker kompren e tenn d'ar yezh a-vremañ ha n'eo ket d'an etimologiezh. Gwezhall marteze e oa anezhañ un elfenn disheñvel-tre he ster hag he mont-en-dro yezhadurel (lakaomp un araogenn), bremañ avat e c'hell bezañ ur rannig. Diorroet e c'hell bezañ stummoù disheñvel diwar an hevelep orin ivez, met disheñvel dioutañ int ivez ma'z eo disheñvel o mont-en-dro an eil re e-keñver ar re all. Da skouer, e saozneg e teu ar gerioù "shirt" ha "skirt" diwar an hevelep gwirizienn, met n'int ket kevatal bremañ. Setu, ne lâran ket n'eus ket un araogenn anezhañ, met ne welan-me abeg ebet evit lâret ec'h eo un araogenn bremañ ma'z eo disheñvel e vont-en-dro diouzh hini an araogennoù all er yezh a-vremañ. E berr-gomzoù: ar rummad ma vez renket ur ger bennak a denn d'e vont en-dro er sistem d'ur mare resis, ha ne dalvez da netra arguzennoù istorel evit e renkañ en ur rummad yezhadur resis er yezh a-vremañ m'eo aet war diorren ha war disheñvelout e mont-en-dro ha/pe e ster e-keñver e orinoù. A galon, Neal (Kaozeal) 11 Mae 2009 da 16:09 (UTC)Respont

Istor

kemmañ

Din e oa hag ez eo un araogenn, ha pezh a gari c'hoazh ouzhpenn. Kalz araogennoù disheñvel zo: darn o deus stummoù personel, darn n'o deus ket (re an amzeriañ peurvuiañ), darn a verk al lec'h ha re all an amzer, ha re all an eil hag egile hervez an implij. Ma vezont lakaet da rannigoù ouzhpenn, mat, gant ma ne vo ket ranniged.

  • araogennoù pe troiennoù araogennel an amzeriañ:
  • amzer-dremenet: a-baouez, emañ a-baouez mont
  • amzer-vremañ: o, e, emañ o vont , emañ e vonet
  • amzer-da-zont: o vont da , war, war-nes : emañ war vont/war-nes mont

Bianchi-Bihan 11 Mae 2009 da 16:42 (UTC)Respont

Din-me ne vern. N'eo ket hervez ma ali-me ma vez renket ar gerioù e rummad pe rummad, evel-just. Pezh e oan o klask a oa un displegadenn sklaer evit e renkañ e-touez an araogennoù, ha ne welan hini ebet. Ret e vefe kregiñ da gentañ marteze gant lakaat sklaer perzhioù an araogennoù e brezhoneg, 'michañs. A-hendall all, ne dalvez ket an araogenn/rannig "o" (pe "e") da verkañ an amzer, met an arvez (pe neuz), rak gallout a lâret ivez "mont a ra" (amzer-vremañ) hep implijout "o" hag ivez "edo o vont" (amzer-dremenet). Ne lakaan ket da santel tra ebet: pezh 'zo e klaskan kompren gant arguzennoù yezhoniel sklaer perak e vefe un araogenn kentoc'h evit ur rannig. Ouzhpenn-se, n'on ket gwall sur ne vefe ket un adverb ar ger "no" e spagnoleg, ne lâran ket ar c'hontrol. N'eo ket bet sklaer din na gwezh ebet perak e veze renket traoù disheñvel-mik o arc'hwel kevreadurezhel en hevelep sac'h evit ar rannigoù "a/e", gante un arc'hwel kevreadurezhel-rik, disheñvel-tre, evel-just, diouzh karg semantikel "o". Marteze e vefe gwell komz eus raokverboù evit "e/o" ha klask renkañ mat "ne"/"na", "ra", h.a.. N'ouzon ket tre. Neal (Kaozeal) 11 Mae 2009 da 17:15 (UTC)Respont

Meur a implij zo da o, evel da galz araogennoù: Emañ o lenn. O vont d'ar gêr em eus kavet ur mignon. Ne welan ket peseurt kemm zo etre:

  • Hennezh en deus brevet e gorf o labourat ( TBP 2/269) ha gant al labour.
  • Disheñvel avat ar sterioù: Gant labourat e teui a-benn/ O labourat e teui a-benn, met daonet e vin ma n'eus ket div araogenn aze .

Ledanoc'h eo implij "o" brezhonek eget "en train de" gallek, ur rannig-verb neuze moarvat ivez? A-hend-all e c'haller lavarout ez eus ur ger a e brezhoneg, a zo araogenn a-wechoù, ha rannig-verb a-wechoù all, pa gar. Bianchi-Bihan 12 Mae 2009 da 02:42 (UTC)Respont

Evidon-me eo kalz tostoc'h implij "o" e brezhoneg ouzh hini al lostger "-ing" e saozneg evit "en train de" e galleg, da lâret eo e talvezfe, evidon-me atav ha faziet e c'hellan bezañ evel-just, da sevel stumm-ober ("present participle") ha/pe stumm-ambroug ("gerund"), d.s. "he is laughing", "he died laughing", "he came running". Ne glotae ket penn-da-benn, evel-just, met tostoc'h evit "en train de". N'eus forzh penaos, kloatae pe glotae, n'eo ket peogwir e klotafe ster un elfenn bennak en ur yezh bennak gant unan all en ur yezh all ma rankfe bezañ ranket o-div emn hevelep rummad yezhadurel. E gwirionez, evidon-me eo kevatal an holl implijoù bet desgaset ganin: ne welan ket perak e lârez ez eo implijoù disheñvel pa dalvezont holl da vekañ un ober kaset da-benn en arvez-ledan. N'eo ket hemañ unan eus perzhioù pennañ un araogenn. D'am soñj eo sklaeroc'h an displegadenn er wiki e gallek evit er wiki e saozneg pa glasker gompren da betra e dalvez un araogenn: "une préposition est une catégorie de mot de liaison reliant un élément syntaxique donné à un autre élément de niveau supérieur, et précisant le type de lien ainsi créé, ex. «Il a une pipe en bois». La préposition «en» relie le nom commun «bois» au nom «pipe» donc «bois» est le complément. La préposition est donc un subordonnant. Son rôle est d'introduire un élément subordonné, et d'en déterminer la fonction syntaxique, ex. «Il partira vers midi». Le nom commun « midi », introduit par la préposition «vers», a pour fonction : complément circonstanciel de temps du verbe «partira». Neal (Kaozeal) 12 Mae 2009 da 05:57 (UTC)Respont

Gwir eo e emañ an daou implij (meneget ganit) e saozneg gant -ing, hag e brezhoneg gant o. Kement-se ne lak ket "ing" da vezañ araogenn, nag "o" da vezañ dibenn-verb: da bep yezh e stumm ober. Darn a ra gant arogennoù eeun, re all gant troiennoù araogennel (en train de). Araogennoù zo a vez dirak un anv-verb, re all dirak stummoù verbel all: while working/ en travaillant. Liesseurt eo buhez an araogennoù, evel re meur a loenigan all. Bianchi-Bihan 12 Mae 2009 da 09:11 (UTC)Respont
Evel-just. Setu ar pezh a felle din lâret: n'eo ket peogwir ec'h implijer un araogenn e galleg pe e saozneg ma ranker ober araogenn eus un elfenn implijet gantañ ur ster heñvel en ur yezh all. Fellout a rae din lâret ivez e kavan eo tostoc'h ster -ing e saozneg ouzh hini o e brezhoneg evit ouzh hini en train de e galleg. Met, hervez perzhioù yezhadurel (kevreadurezhel) stag ouzh ar rummad araogennoù n'on ket gwall sur e vefe o da vezañ renket en o zouez. Met n'on ket gwall sur all e vefe da vezañ lakaat da rannig. E gwirionez ec'h implijer ar (brizh)rummad "rannig" evit renkañ traoù n'ouzer ket tre penaos o renkañ a-hendall all. Disheñvel mont-en-dro "e"/"a" ouzh hini "o", ha disheñvel ivez diouzh "ne...ket/nemeur...", a rankfer lakaat kentoc'h da droger. Re aes eo d'am soñj heulian ar yezhadurioù kozh ha lakaat pep tra er memes sac'h, ha gwell e vefe din goût hag-eñ ne c'hellfer ket o renkañ un tammig pishoc'h hag un tammig reishoc'h hervez an dielfennadur yezhoniel a-vremañ. N'eus forzh penaos, e rankan anzav eo homañ ar gaozeadenn blijusañ em eus bet kemeret perzh enni abaoe pell war ar wikipedia-mañ. Así que, moitas grazas. Neal (Kaozeal) 12 Mae 2009 da 15:15 (UTC)Respont

Kompren

kemmañ

Kemm a rafen a-walc'h ar frazenn-mañ, met ne gomprenan netra enni:

  • Daoust ma vez renket o e rummad ar rannigoù-verb pe c'hoazh lakaet da rannig-adverb, un araogenn eo dirak an anv-verb (o kanañ).
    • A/Daoust ma vez renket o e rummad ar rannigoù-verb
      • gant piv? rak n'eo ket gant an holl, ha n'eo ket gant Kervella
      • Ma vez lavaret "daoust" ezeo un dra faos. Setu ma soñj, met n'on ket sur eo se a fell dit lavarout.
    • B/ pe c'hoazh lakaet da rannig-adverb: gant piv? Petra eo ur rannig-adverb? Ret e vije sevel ur pennad da zisplegañ.
    • CH/un araogenn eo dirak an anv-verb (o kanañ): n'eo ket sklaer.
      • Ne vez implijet o (an o-mañ) nemet dirak un anv-verb, evel war-nes.

Kinnig a ran : Un tamm dizemglev a sav diwar-benn o.

  • gant lod eo lakaet e rummad ar rannigoù-verb
  • gant lod all en hini ar rannigoù-adverb
  • gant lod all, en hini an araogennoù.

A seblant din sklaeroc'h ha neptu. Bianchi-Bihan 12 Mae 2009 da 16:18 (UTC)Respont

  A-du ganit. N'ouzon ket na tamm ebet na petra an diaoul e c'hellfe bezañ ar "rannig-adverb" daonet-se (mat e vefe teurel ur sell marteze evit goût hag-on n'on ket faziet gant an daveenn). Neal (Kaozeal) 13 Mae 2009 da 06:19 (UTC)Respont
Rannig-adverb a vez graet gant lod eus ent, en, ez (end-eeun, en-eeun, ez-eeun). Din eo an araogenn en, lakaet dirak un anv-gwan, d'ober un adverb, ha troet da ent, end, ez a-wechoù. Bianchi-Bihan 13 Mae 2009 da 09:15 (UTC)Respont
A c'hellfe bezañ. Met bezo pe vezo ne gomprenan ket penaos e c'hell bezañ lakaet en hevelep sac'h an araogenn/rannig "o"... 83.165.108.154 13 Mae 2009 da 10:01 (UTC)Respont
Dre ma vez gwelet "o lenn" evel un adverb er sistem-soñjal-se. Bianchi-Bihan 13 Mae 2009 da 10:09 (UTC)Respont

Oberourien

kemmañ

Penaos e c'haller ober liammoù gant an oberourien ma vezont kinniget en doare-se, Bianchi-Bihan 13 Mae 2009 da 10:11 (UTC)Respont

  Graet. Neal (Kaozeal) 13 Mae 2009 da 13:54 (UTC)Respont
Distreiñ d'ar bajenn "Rannig-verb".