Er yezhoniezh e vez implijet an termen rakverb (saozneg : preverb) evit komz dreist-holl eus elfennoù yezhadurel staget ouzh penn-kentañ ar verboù er yezhoù kaokazek hag ivez er yezhoù kadoek hag er yezhoù algonkek. Implijet e vez an hevelep termen evit ober dave da elfennoù yezhadurel disheñvel implijet e sinaeg.

Disheñvel eo ar rakverboù diouzh rakgerioù verbel all dre ma vez implijet an termen "rakverb" evit komz eus elfennoù staget ouzh deroù ur verb e yezhoù resis evel ar re meneget a-us dre ma tenn ar c'hengerioù-se da elfennoù a zo peurliesañ er-maez eus morfologiezh ar verb, evel da skouer lec'hiadur an anvioù-kadarn pe an anvioù war-eeun.

E yezhoù kaokazek ar gwalarn evel an oubic'heg e c'hell seurt rakverboù mont en-dro evel anvioù-kadarn pe elfennoù lec'hiañ, da lavaret eo ez eo heñvel o ferzh ouzh hini an araogennoù, da skouer :

sæbghjawq'anayt'
sæ- bghja- w- q'a -nayt'
1SG- PVB- 2SG- kaozeal -amdremened
O kaozeal diwar ma fenn e oas

Er yezhoù kartvelek evel ar jorjieg e talvez ar rakverboù dreist-holl da lakaat kemm etre an amzer-vremañ hag an amzer-da-zont. Staget e vezont war-eeun ouzh penn-kentañ al lieselfenn verbel pe "mts'k'rivi :

aketebs ("en ober a ra") kv. gaaketebs ("en ober a raio")
vtser ("o skrivañ emaon") kv. davtser ("skrivañ a rin")

E sinaeg (mandarineg) hag e meur a yezh sinaek all e vez implijet an termen rakverb evit komz eus ur rummad gerioù resis, dezhe sterioù kevatal da hini an araogennoù e yezhoù evel ar brezhoneg daoust dezhe em zerc'hel evel verboù hervez kevreadurezh ar sinaeg. Staget e vezont dirak an anv e reont dave outañ. A-hend-all ez implijer aliesoc'h an termen "kenverboù]]" evit komz eus an elfennoù yezhadurel-mañ.

Emdroadur ar ger

kemmañ

Dindan ar stummoù rag-verb ha rhagverv e kaver ar ger e Geriadur Gregor Rostren e 1732[1] ha dindan ar stummoù rhak-verv ha rhak-verb e 1738[2], savet moarvat diwar skouer ar ger kembraek rhagferf. Hogen ar ster « adverb » en doa ar ger-se a zo aet da gozh[3]. Implijet eo bet rakverb evel troidigezh ar ger gallek préverbe e 1984[4] ha testeniekaet eo gant ar ster-se c'hoazh e 2012[5].

Levrlennadur

kemmañ

Gwelit ivez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Rostren 1732 : pennger « adverbe » (p. 14).
  2. Rostren 1738, p. 159.
  3. Favereau 1997 : pennger « adverbe » (p. 790).
  4. Hemon & Étienne 1992: p. 203.
  5. Ménard 2012: pennger « préverbe » (p. 1079).