Karl Gebhardt (23 a viz Du 1897 e Landshut2 a viz Even 1948 e toull-bac'h Landsberg) a oa ur mezeg nazi, mezeg personel Heinrich Himmler hag unan eus kenurzhierien hag obererien bennañ an taolioù-arnod mezegiezh e kampoù-diouennañ Ravensbrück hag Auschwitz-Birkenau. Gruppenführer SS ha Generalmajor Waffen SS e voe ivez.

Karl Gebhardt
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAlamagn Kemmañ
LealdedTrede Reich Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denKarl Gebhardt Kemmañ
Anv-bihanKarl Kemmañ
Anv-familhGebhardt Kemmañ
Deiziad ganedigezh23 Du 1897 Kemmañ
Lec'h ganedigezhHaag in Oberbayern Kemmañ
Deiziad ar marv2 Mez 1948 Kemmañ
Lec'h ar marvLandsberg am Lech Kemmañ
Doare mervelKastiz ar marv Kemmañ
Abeg ar marvkrougañ Kemmañ
Den heverkAlbert Speer, Heinrich Himmler, Alfred Seidl, Siegfried Handloser Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Place of detentionNuremberg Court Prison, Nuremberg Court Prison Kemmañ
Kondaonet evittorfed a-enep Mab-Den Kemmañ
Michersurjian, kelenner skol-veur, concentration camp guard, politiker, mezeg Kemmañ
Tachenn labourMezegiezh, surgery Kemmañ
ImplijerHumboldt University of Berlin, Hohenlychen Sanatorium, Ludwig Maximilian University of Munich, Aozadur Todt, German Red Cross Kemmañ
Bet war ar studi eLudwig Maximilian University of Munich Kemmañ
Deroù ar prantad labour1933 Kemmañ
Strollad politikelStrollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman Kemmañ
Perzhiad eBeer Hall Putsch, Nuremberg Medical Trial, C'hoarioù Olimpek hañv 1936, Nazi eugenics program Kemmañ
Grad milourelObergruppenführer, Sturmbannführer Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed, Brezel-bed kentañ Kemmañ
Skour luSchutzstaffel Kemmañ
Ezel eusSchutzstaffel, Corps Bavaria München, Freikorps Oberland Kemmañ
Prizioù resevetIron Cross Kemmañ
Dedennet gantsulfonamide, sterilisation, sports medicine, gas gangrene Kemmañ
Karl Gebhardt e 1943
Poltred Gebhardt e-pad e brosez e Nürnberg

E vuhez

kemmañ

E 1919 e stagas Gebhardt gant studioù mezegiezh e München. Barrekaet e voe e 1935 ha kelenner-keveler e teuas da vezañ e 1936 e Berlin. E 1937 e krogas gant kelenn ar surjianerezh-korfeeunadur. D'ar 1añ a viz Mae 1933 ec'h emezelas en NSDAP. E 1935 e voe degemeret er SS ha pennmezeg sanatoriom Hohenlychen (en Uckermark) e teuas da vezañ. Ur glinkenn evit an dud paket gant an droug-skevent e oa, hag e lakaas anezhi da zont da vezañ ur glinikenn korfeeunadur. E-pad ar brezel e voe implijet ar glinikenn-se da louzaouiñ izili eus ar Waffen-SS. Mezeg personnel Heinrich Himmler e teuas da vezañ e 1938. Bet e voe ivez rener ar vezegiezh da vare C'hoarioù olimpek Berlin e 1936, kelenner surjianerezh e skol-veur Berlin (1937) ha penngleñvedour an SS.[1].

E penn-kentañ 1944 e voe oberataet pennglin Albert Speer gant Gebhadt. Gloazet e voe Speer gant Gebhardt, hag a soñje dezhañ e oa Speer ur c'hevezer, hag ur mezeg all a reas war-dro Speer.

Kiriek e voe eus an taolioù-arnod surjianerezh aozet er c'hampoù-diouennañ, dreist-holl e karter ar maouezed e Ravensbrück hag en Auschwitz-Birkenau. Eñ eo a voe e penn an taolioù-arnod gant sulfamidoù.[1].

E-pad ar brezel e voe lakaet e penn ar Groaz Ruz alaman e-pad ur pennad. Da zevezhioù diwezhañ emgann Berlin ez eas da repuiñ er Führerbunker hag e kuitaas anezhañ d'an 22 a viz Ebrel 1945.

Goude ar brezel e voe Gebhardt e-touez an 23 den tamallet da-geñver prosez ar vezeien aozet gant lez-varn arme etrebroadel Nürnberg. Embannet e voe e oa kablus eus torfedoù-brezel ha torfedoù a-enep Mab-Den ha kondaonet d'ar marv e voe d'an 21 a viz Eost 1947. Krouget e voe e toull-bac'h Landsberg d'an 2 a viz Even 1948.

Daveoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 Historia, niv. 361bis, Médecins SS