Kontelezh Dún Laoghaire-Ráth an Dúin

Dún Laoghaire–Rathdown (Dún Laoghaire–Ráth an Dúin[1]) zo ur gontelezh eus Iwerzhon. Emañ ar gontelezh e proviñs Laighin hag e Rannvro ar reter hag ar c'hreiz. Unan eus an teir c'hontelezh o deus kemeret lec'h kontelezh Dulenn an hini eo, abaoe 1994. Dougen a ra anvioù bourc'h Dún Laoghaire ha baroniezh Rathdown. Kuzul kontelezh Dún Laoghaire–Rathdown eo a ver ar gontelezh. Niver an annezidi a sav da 217 274 (2016).

Kontelezh Dún Laoghaire–Rathdown e kontelezh kozh Dulenn
Ardamezioù kontelezh Dún Laoghaire–Rathdown

Douaroniezh hag isrannoù

kemmañ

Emañ Mor Iwerzhon er reter d'ar gontelezh. En norzh emañ Dulenn, er c'hornôg emañ Su Dulenn, hag er su kontelezh Cill Mhantáin. Gant kêr Dulenn, Fingal ha Su Dulenn ez eo unan eus ar pevar gouarnamant lec'hel eus kontelezh kozh Dulenn. Pennlec'h ar gontelezh eo Dún Laoghaire. Abaoe 2015, ar gontelezh zo ul lodenn eus Rannvro ar reter hag ar c'hreiz, unan eus teir rannvro ar Stad. Diazezet eo Skol-veur Dulenn ha Skol-uhel arzoù ha teknologiezh Dún Laoghaire er gontelezh.

Bourc'hioù, kêriadennoù ha bannlevioù

kemmañ

Ger-stur

kemmañ

Ar ger-stur war ardamezioù ar c'huzul-kêr,Ó Chuan go Sliabh, a dalvez "A borzh da venez" en iwerzhoneg. Ar gurunenn a weler eo kurunen Lóegaire mac Néill, Roue Uhel Iwerzhon er Vvet kantved en deus roet e anv da "zDún Laoghaire".

Poblañs

kemmañ
Strolladoù divroidi pennañ, e 2016[2]
Broadelezh niver
  United Kingdom 11 927
  Polonia 3120
  SUA 2181
  India 1919
  Filipinez 1325
  Sina 1223
  Frañs 1178
  Spagn 1024
  Roumania 953
  Alamagn 926

Notennoù

kemmañ