Korsika

strollegezh tiriadel Bro-Frañs
(Adkaset eus Korsat)
Korsika
Korsika
Anv gallek (ofisiel) collectivité territoriale de Corse
Melestradurezh
Riez Frañs Frañs
Pennlec'h
(prefeti)
Aiacciu
Prezidant(ez) ar c'huzul-rannvro
Amzer gefridi
Gilles Simeoni (ar C'huzul seveniñ)
2015-2021
Prefed(ez) Amaury de Saint-Quentin
Kod INSEE 94
Lec'hienn web https://www.isula.corsica/
Poblañsouriezh
Anv annezidi Korsad (Korsiz)
Poblañs 343 701 ann. (2020)[1]
Stankter 40 ann./km²
Douaroniezh
Kenurzhiennoù 41° 55′ 08″ Norzh
8° 43′ 57″ Reter
/ 41.9188, 8.7324
Gorread 8 680 km²
Adrannoù
Departamantoù Korsika-Uhel, Korsika-ar-Su
Niver arondisamantoù 5
Niver kantonioù 26
Niver etrekumuniezhioù
Niver kumunioù 360

Korsika (Corsica e korseg, Corse e galleg) a zo un enezenn veneziek hag ur vroad er Mor Kreizdouar, e-tal kreiz Italia. Un departamant gall eo bet, ur strollegezh tiriadel nemeti eus Frañs eo bremañ, enni daou zepartamant: Korsika-Uhel (2B) en hanternoz, ha Korsika-ar-Su (2A) er c'hreisteiz.

Tro-dro 350 000 annezad a zo. Aiacciu er Mervent eo pennlec'h an enez, ha Bastia er Biz ar gêr vrasañ. Div yezh a vez komzet eno : galleg ha korseg.

E-barzh Republik Genova eo bet e-pad pevar c'hantved, eus 1284 betek 1755. Ar stad demokratel gentañ en Europa e voe Korsika, gant ur Vonreizh (da gentañ e 1735 ha da eil e 1755). Goude emgann Ponte Nuovu, d’an 8 a viz Mae 1769, ma voe pilet arme Pasquale Paoli gant ar C'hallaoued kalz niverusoc’h, e voe staget Korsika ouzh Bro-C'hall. Ar memes bloaz e voe ganet Napoleone Buonaparte.

Diwan a reas al luskad broadelour er bloavezhioù 1920, o c'houlenn emrenerezh, ha treiñ a reas ul lodenn vras anezhañ d'an irredentouriezh er bloavezhioù 1930.

E miz Du 1942 e voe gouzalc'het Korsika gant an nerzhioù armet italian hag alaman da heul aloubadeg Norzhafrika gant ar Gevredidi. Dieubet e voe an enezenn e miz Gwengolo 1943 gant ar Rezistañs. Staliet e voe 17 tachenn kirri-nij eno gant ar Stadunaniz evit tagañ ouzh Italia gouzalc'het gant Alamagn.

Aozet e voe gant ar c'haolourien un emsavadeg faos e Korsika e miz Mae 1958 evit ma kemerfe Charles De Gaulle ar galloud e Frañs. Gounezet en deus an emsav korsat un emrenerezh bennak.

Douaroniezh

kemmañ
 
Kartenn eus Korsika

Pevarvet enezenn vrasañ ar Mor Kreizdouar eo, goude Sikilia, Kiprenez ha Sardigna. 184 km a zo etre he foent norzh hag e foent su. E 12 km eus Sardigna emañ er su ha 160 km eus Genova e Liguria er norzh. E 83 km eus Livorno e Toskana emañ er biz hag e 180 km eus Nisa emañ er gwalarn. E-barzh ar rannvro douaroniel italian emañ Korsika war ur mikroblakenn gevandir gant Sardigna.

Enezenn veneziekañ ar mor Kreizdouar eo Korsika. Monte Cinto eo he menez uhelañ (2706m). Koadek awalac'h eo ivez peogwir eo goloet 20% eus an tiriad gant ar c'hoadeier. Tornaodoù uhel zo war an aodoù kreisteiz, da skouer e Bunifaziu.

Loenoniezh

kemmañ

Brosezat eo ar pokerig-Korsika (Sitta whiteheadi) eno.

Melestradurezh

kemmañ

Mont a reas Korsika d'ober un departamant gall etre 1790 ha 1793 hag etre 1811 ha 1976. Ur « strollegezh dibar he statud » eo deuet da vezañ abaoe 2018, gant lezenn 2015 an adreizh tiriadel. Ar C'huzul seveniñ hag ar Vodadenn diriadel eo daou organ politikel an enezenn.

Kêrioù

kemmañ

Aiacciu eo pennlec'h an enez. Eno emañ prefeti departamant Korsika ar Su ivez. Met Corti, e-kreiz an enez, war an hent etre Aiacciu ha Bastia, eo ar gêr-benn istorel ; kêr-benn e oa da vare an dizalc'hiezh. E Bastia, ar gêr vrasañ , emañ prefeti departamant Korsika Uhel.

Kreizdouarel eo an hin en arvor hag eus meneziat da alpat en argoad.

Ar sevenadur

kemmañ

Ar yezh

kemmañ
 
Ar yezhoù italian-romanek.

Ur yezh latin eus familh ar yezhoù italian-romanek eo ar c'horseg. Tost-tre eo ouzh an toskaneg. An italianeg oa ar yezh ofisiel betek 1859 pa voe kemeret he flas gant ar galleg.

Ar skrivagnerien

kemmañ

E korseg :

E galleg :

Skrivagnerien estren o deus skrivet diwar-benn Korsika :

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA