L'Aveu (Maupassant)

(Adkaset eus L’Aveu (Maupassant))
Ur pennad L'Aveu zo ivez.

L’Aveu (Anzav e brezhoneg) zo un danevell c'hallek gant ar skrivagner gall Guy de Maupassant, embannet en 1884.

Goro, gant Camille Pissaro 1888

Istor

kemmañ

Embannet e voe e Gil Blas e miz Gouhere 1884, hag adembannet e Contes du jour et de la nuit e 1885.

Ar gontadenn

kemmañ

Céleste Malivoire zo ur plac'h yaouank diwar ar maez hag a zo vont d'ar park da c'horo gant he mamm, poan dezhi dougen he daou gelorniad. Anzav a rank ouzh he mamm emañ o c'hortoz ur bugel, graet dezhi gant ar chalboter Polyte ha ne lakae ket anezhi da baeañ pan ae en kêr.
Ar vamm a sko ganti, fuloret o soñjal er vrud fall a deuio war an tiegezh, ouzhpenn ma n'emañ ket ar chalboter a-renk ganto, ha ne gav ket bras an espern. Petra ober ? Pa 'z eo gwir eo erruet ar gwall e talc'ho Celeste da vont gant ar gariolenn, hep lavarout grik da Bolyte, hag o lezel anezhañ da sentiñ ouzh e gorf, abalamour d'arboellañ un nebeud gwenneien c'hoazh.

Liammoù diavaez

kemmañ