Le Saut du berger
Le Saut du berger (Lamm ar mesaer) zo un danevell gant Guy de Maupassant, embannet en 1882.
Istor
kemmañKentañ ma voe embannet Le Saut du berger a oa e Gil Blas an 9 a viz Meurzh 1882, sinet Maufrigneuse. Ne voe adembannet nemet goude marv ar skrivagner, en dastumad dalif Le Père Milon en 1899[1].
Implijet e voe an istorig a ra danvez an danevell er romant Une vie gant Maupassant e 1883.
An danevell
kemmañEmañ an daneveller o tremen an hañv en ur gêriadenn en ur pleg eus an tornaod entre Dieppe hag an Havr Nevez en ul lec'h anvet «Le Saut du berger».
Gwechall e oa gouarnet ar gêriadenn gant ur beleg feuls, dibleg outañ e-unan, kriz ouzh e barrezianiz, ha leun a gasoni ouzh kement tra a denne da garantez ar c'horfoù, hag a rae sarmonioù ouzh pec'hed ar c'hig. Un deiz zoken en devoa lazhet, a daolioù treid, ur giez a oa o c'henel chas bihan.
Un noz ma oa arnev, ne c'halle ket distreiñ d'ar gêr, ken diroll an avel. Repu a gavas en ul lochenn goad, war rodoù, implijet gant mesaerien peurvuiañ.
Embannadur gallek
kemmañ- Le Saut du berger, e-barzh Maupassant, Contes et Nouvelles, texte établi et annoté par Louis Forestier, éditions Gallimard, Bibliothèque de la Pléiade, 1974.
Notennoù
kemmañ- ↑ Volume Maupassant, Contes et Nouvelles, pajenn 1404, Bibliothèque de la Pléiade.