Pesk-arc'hant

Lepisma saccharina
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Arthropoda
Kevrennad : Insecta
Urzhad : Thysanura
Kerentiad : Lepismatidae
Genad : Lepisma
Spesad : saccharina
Anv skiantel
Lepisma saccharina
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.



Ar pesk-arc'hant (Lepisma saccharina) zo un amprevan ouesk ha diaskell en em blij en deñvalijenn. Tapet en deus an anv boutin-se diwar liv gris e gorf. Bevañ a ra ar pesked-arc’hant diwar an hidratoù karbon evel ar sukr pe an ampez. Alese o anv skiantel (gresianeg : saccharos, sukr).

En urzhad an Thysanura emaint ha bez' ez eus anezho abaoe 300 milion a vloavezhioù.

E-tro ur santimetr hed eo ar pesked-arc’hant, hep kemer e kont hirder o izili. Hir eo o spegoù, neudennek. Treid o deus war daou, tri, pe pevar eus o izili. Dont a ra skedoù metalek o c’horf eus ar skantoù arc’hant en em zispak en-dro dezho goude o zrede muzadenn.

Diorren

kemmañ

Pevar miz a ya gant ur pesk-arc’hant evit dont d'e vent gour da nebeutañ. Diouzh e endro bevañ e c’hall e gresk gour padout betek tri bloaz avat. Gant gwrez ur gambr e c’hall dont d'e vent dindan bloaz. Bevañ a c’hall ober e kement lec’h zo, etre daou hag eizh vloaz. E-tro eizh gwech e vo muzet gant ur pesk-arc’hant a vev e vuhez penn-da-benn. Dre ma kresk dizehan e c’hall muzañ peder gwech ar bloaz avat. Dozviñ a c’hall ar barez e-tro ur c’hant vi bennak pa vez ar wrez war-dro 25° pe 30° Celsius. Dre vras e vo dozvet e frailhoù pe war tammoù paper. N'hall ket ar pesked-arc’hant gouennañ en un endro sec’h ha yen.

Emvagañ

kemmañ

An danvezioù enno polisakaridoù, evel desktrin an danvezioù pegus, a ya d'ober ar boued a blij ar muiañ d'ar pesked-arc'hant : ar peg, keinoù al levrioù, al luc’hskeudennoù, ar sukr, ar blev, ar c'henn hag al lastez. Diouzh an tu all, ne raint ket fae kennebeut war danvezioù evel ar c’hoton, al lin, ar seiz hag ar gwiennoù kalvezadel pe war an amprevaned marv pe an ezrelegenn o deus taolet o-unan zoken.

E-pad mareoù kernez en em daolint war an danvezioù ler ha produioù savet diwar gwiennoù kalvezel. Gouest int da zioueriñ boued e-pad meur a viz, hep tamm gwall ebet evit e gorf.

Metoù bevañ

kemmañ

Evel an Thermobia domestica e vev ar pesked-arc’hant e tiez-annez an dud. Kavet e vezont dindan ar yenerezioù, pe er privezioù tomm ma c’hallont bezañ degemeret e frailhoù pe c’haranoù al leur. Krignat levrioù, palennoù ha gwiadoù a blij dezho. Gwelloc’h eo ar meteier tommoc’h gant an Thermobia domestica avat ha kavet e vezont er poperezhioù m'en em vagont diwar ar bleud, ar bara ha produioù loenel all a c’hallont kavout.

Gouennañ

kemmañ
 
Ur pesk-arc’hant (Lepisma saccharina) hep e skant na zeuont ket war wel a-raok e drede muzadenn.

Abalamour d'o boazioù noz, n'eus ket re bell zo ma ouzer eus doareoù en em barañ ar pesked-arc’hant. Redek-diredek a ra ar par hag ar barez a-hed ar paradur. Leuskel a ra a par ur gapsulenn had goloet gant ur gwiad tanav. Dastum a ra ar barez ar gapsulenn evit engehentiñ.

Enebourien

kemmañ

Enebourien naturel ar pesked-arc’hant eo ar garlostenned (Forficula auricularia).

Dizober

kemmañ

Daoust d'ar reuzioù degaset gant ar pesked-arc’hant bezañ dister e vez sellet outo evel ouzh amprevaned noazus. Ha pa lakaont doñjer da sevel e tud zo, n'o deus tamm levezon ebet war yec’hed an dud. Er savadurioù n'hall ar pesked-arc’hant bevañ nemet e metoù mouest gant frailhoù. Ma yac’haer an en-dro, ez eont da get. gant doreaoù all e c’haller kaout an dizober anezho evit ur frapad ivez :

  • Ur meskaj boraks ha sukr war hanter a ya d'ober danvez marvus evit ar pesked-arc’hant.
  • C’hwezh un dileizhenn holenoù amoniak a zlefe argas a rpesked-arc’hant dindan 24 eurvezh.
  • Evit pakañ pesked-arc’hant e c’haller strinkañ plastr war un tamm danvez koton gwenn h lakat anezhañ en ur c’horn nepell eus toull kuzh ar pesked-arc’hant.
  • Un doare aes all da bakañ pesked-arc’hant eo lakaat un aval-douar rasklet war ur plad e-kichen toull ar pesked-arc’hant. En em stlejañ a raio an amprevan betek an aval-douar evit debriñ. Ar mintin da-heul e vo tu da zastum an aval gant an amprevan e-barzh.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

 
Wikispesad
Kinnig a ra Wikispesad muioc’h a ditouroù war: