Lila
anv merc’hed
Lila zo un anv-badez brezhonek, meneget en deiziadurig brezhonek,(Daveoù a vank) hag e Geriadur Vallée.
En deiziadurig brezhonek embannet gant Kuzul ar Brezhoneg bep bloaz e lenner ez eus eus ur santez Lila, lidet d'ar 16 a viz Kerzu. N'ouzer netra diwar he fenn avat.
E Geriadur Vallée eo meneget e-kichen an anv Eulalia[1], anv div santez spagnol.
Yezhoù all
kemmañAnavezet eo ivez e broioù all hag e yezhoù all.
- A-hervez e vije(Kaoz dispis) un anv indezat ivez, o talvezout kement ha kened.(Daveoù a vank)
- Lilavati a vefe(Kaoz dispis) un anv deveret diwarnañ, hag anv un arnodskrid diwar-benn ar jedoniezh, savet en XIIvet kantved gant Bhaskara.(Daveoù a vank)
- Berranv Delilah e c'hall bezañ, distaget /'Lajla/. met peurvuiañ e vez skrivet Lilah.
- Un adstumm d'an anv semitek Leila, a dalv kement ha noz, e c'hall bezañ ivez.
- Lila eo anv (spagnolek) al lireuenn.
Tud
kemmañ- Lila Downs (ganet e 1968), kanerez vec'hikan
- Lila Karp, skrivagnerez stadunanat, stourmerez evit gwirioù ar merc'hed
- Lila Kedrova, aktorez c'hall
- Lila Lee (1901-1973), aktorez stadunanat
- Lila McCann, kanerez stadunanat
- Lila Morillo (ganet e 1940), aktourez venezuelat.
- Lila Zemborain (ganet e 1955), barzhez arc'hantinat
Lennegezh
kemmañ- Lila, ur pezh-c'hoari alamanek gant Kerstin Specht e 1990
- Lila: An Inquiry into Morals, eil romant an oberour stadunanat Robert M. Pirsig e 1991
- Die Farbe Lila, anv alamanek ar romant saoznek The Color Purple, gant ar skrivagnerez stadunanat Alice Walker
Douaroniezh
kemmañ- Lila, ur menez-tan en Arc'hantina
- Lila (Bohol) , ur gumun er Filipinez
- anv spagnolek kozh Lille, hiriv e Bro-C'hall
Pennadoù kar
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Geriadur Vallée, 1931, p. 279-b / bernadette.