Loeiz an Deol
|
Loeiz Iañ lesanvet an Deol (778-840), a oa mab da Garl Veur, hag a voe Impalaer war e lerc'h. Ganet e oa en hañvezh 778, e Chasseneuil-du-Poitou (Vienne), e Bro-C'hall, ha marvet d'an 20 a viz Mezheven 840 war un enezenn en Ingelheim-Am-Rhein, e-kichen Mainz en Alamagn. Beziet eo bet e-kichen e vamm en abati Saint-Arnoul e Metz.
E vuhez
kemmañGanet e oa en hañvezh 778, pa oa e dad o vont da Spagn da vrezeliñ, eus Hildegard Vintzgau, er genkiz villa Cassinogilum. Ur breur gevell en doa, Lotar, a varvas nebeud goude.
Da dri bloaz e voe anvet da roue Akitania (781-814). Impalaer ar C'hornôg e teuas da vezañ da varv e dad Karl Veur e 814.
Ne voe ket sioul e ren pa rankas difenn unvaniezh an impalaeriezh. Taget e veze aodoù ar vro gant ar Vikinged en un tu, bec'h a veze gant ar Vrezhoned en tu all. Hag ouzhpenn-se e klaskas e vibien hag e gonted sevel a-enep d' e veli. Meur a vrezel a rankas ober evit talañ outo holl.
Istor
kemmañEvel ma oa mab diwezhañ bev Karl Veur eo dezhañ e tegouezhas an titl a Impalaer ar C'hornôg d'an 11 a viz Gwengolo 813 en Aachen.
- E miz Gwengolo er bloavezh-se en-eeun e voe tolpet, gant an Impalaer Karl, ur bodad bras a dud e palez Aachen. Deuet eus e rouantelezh hag impalaeriezh e voe bodet eskibien, ebed, konted, beleien, diagoned, ha bodad ar Franked e-metoù an impalaer en Aachen ; hag eno e savjont c'hwec'h chabistr ha daou-ugent da zastum petra a oa ezhomm da Iliz Doue ha d'ar bobl kristen. Goude e voe dalc'het ur vodadeg gant an eskibien, ebed, konted, ha noblañsed eus ar rouantelezh frank, hag e rejont ur roue hag un impalaer eus e vab Loeiz. Ha d'an dra-se e asantas an holl en hevelep doare, o lavarout e oa reizh ; ha kement-se a blijas d'ar bobl, ha gant asant ha you ar bobl e lakaas e vab Loeiz da impalaer war un dro gantañ, hag e kadarnaas an impalaeriezh gant ar gurunenn aour, hag ar bobl da youal ha da huchal: Bevet an Impalaer Loeiz! Ha levenez vras a voe e-touez ar bobl en deiz-se[1].
Ne voe ket rannet an impalaeriezh eta, goude ma oa ar c'hiz en amzer-se.
E Reims e voe kurunennet Loeiz gant ar Pab Stefan IV e miz Here 816[2].
Impalaer
kemmañDigant e wreg Irmingard Hespengau en doe tri mab : Lotar, Loeiz Germania ha Pepin. E 817 e tivizas Loeiz rannañ an impalaeriezh etre e dri mab
- da Lotar, Impalaeriezh ar C'hornôg,
- da Loeiz, Bavaria
- da Bepin, Akitania.
Kement-se a voe lakaet dre skrid e miz Gouhere 817 en Ordinatio Imperii. Diwar-se e savas kounnar e spered e niz Bernard, mab-bihan da g-Karl Veur evel mibien Loeiz, ha roue Italia. Kastizet-garv e voe an niz gant Loeiz, pa voe bac'het ha toullet e zaoulagad outañ e 818. A-benn ar fin e pardonas dezhañ met mervel a reas daou zevezh goude. Keuz en doe Loeiz an Deol war-lerc'h e daol kriz, ha morc'hediñ a reas pa eas da c'houzañv ur binijenn foran da Attigny (Aisne) e 822. Kement-se avat ne zegasas ket brud vat dezhañ.
Goude marv Irmingard e 819, e timezas Loeiz da Judit Bavaria a roas ur mab all dezhañ, Karl, ganet e 823, hag a vo lesanvet ar Moal. Pa glaskas Judit lakaat he mab da impalaer, e-lec'h Lotar (mab henañ Loeiz) ha hep rannañ an impalaeriezh (diwar-goust ar vibien all) , e voe graet trouz ha reuz gant ar vibien ha n'oant ket plijet o welout lakaat en arvar ar rannadur divizet en-araok.
E 829 e voe lakaet kemm gant Loeiz en doare da rannañ an impalaeriezh.
Met e vab henañ Loeiz ar German a vodas ur bochad aotrouien da c'houlenn ma chomje unanet an impalaeriezh. E 830 e voe rediet Loeiz gant e dri mab da gas Judit d'ar gouent ha da zispenn an impalaeriezh e peder rouantelezh.
E 833 e voe kaset Loeiz, Judit hag o mab Charlez d'an toull-bac'h gant an tri mab henañ. Rediet e voe Loeiz d'ober pinijenn e Soissons ha lamet e voe e ditl a impalaer digantañ. Met dizemglev a savas neuze etre ar vreudeur emsavet. Adkavout a reas Loeiz e ditl a impalaer en-dro e 835. Embann a reas reiñ ur rouantelezh vras da Garl, e vab diwezhañ. Gant-se ne oa ket digresket gwarizi ar vreudeur.
Goude marv Loeiz e 840 e adkrogas an tabutoù etre ar vibien.
Brezel ouzh ar Vretoned
kemmañE briedoù hag e vugale
kemmañTeir gwreg en doe:
- en 793 Theudelinde de Sens
- war-dro 794 Irmingard Hespengau
- en 819 Judit Bavaria
E vugale
kemmañDigant e wreg Irmingard Hespengau en doe tri mab :
- Lotar (795-855), impalaer war-lerc'h e dad, dimezet en 821 da Irmgard Teurgn;
- Loeiz Germania (war-dro 797-838), roue Bavaria ha Germania
- Pepin, roue Akitania, dimezet en 822 da Ringard.
merched ivez:
- Rotrude (war-dro 800-?).
- Hildegard (war-dro 803-857), dimezet da Gerard Aovergn.
E 817 e tivizas Loeiz rannañ an impalaeriezh etre e dri mab
- da Lotar, Impalaeriezh ar C'hornôg,
- da Loeiz, Bavaria,
- da Bepin, Akitania.
Digant Judit Bavaria en doe
- Gisela (v. 819/822-874)), dimezet da Eberhard Frioul.
- Karl II, lesanvet ar Moal (823-877), roue Frankia ar c'hornôg (840-877), Impalaer ar C'hornôg (875-877).
Digant ur serc'h dianav hec'h anv:
- Aupaïs (v. 793-852), pried da Begon Pariz, mab da Gerard Iañ Pariz,
- Arnulf (v. 794-v. 841), kont Sens en 817.
Notennoù
kemmañ- ↑ Chronicon Moissacense…, n°813, éd. G.H. Pertz, Scriptores, t. 1, M.G.H., Hanovre, 1826, p. 310.
- ↑ Pajenn 93 e-barzh Clovis de l'histoire au mythe gant Laurent Theis (1996) [1]
- ↑ Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, 1939, (e galleg), pajennoù 27 ha 28
En e raok: Karl Veur |
Rouaned ar Franked 814 – 840 |
War e lerc'h: Karl Voal |
En e raok: Korson |
Rouaned Akitania Loeiz Iañ 781 – 814 |
War e lerc'h: Pepin Iañ |
En e raok: Karl Veur |
Impalaer ar C'hornôg 814 – 840 |
War e lerc'h: Lotar Iañ |