Sinoù diakritek

Sin diakritek

Tired lemm ( ˊ )
Tired lemm doubl ( ˝ )
Tired boud ( ˋ )

Breve ( ˘ )
Karon / háček ( ˇ )
lostig ( ¸ )
Tired kognek ( ˆ )
Daouboent ( ¨ )
Pik ( · )

Anunaasika ( ˙ )
Anusvaara (  ̣ )

Krogig / Dấu hỏi (  ̉ )
Makron ( ˉ )
Ogonek ( ˛ )
Ront / kroužek ( ˚ )
Spiritus asper ( ʽ )
Spiritus lenis (  ʼ )

Merkoù all implijet a-wechoù evel sinoù diakritek

Skrab ( )
Barennig serzh ( | )
Daoubik ( : )
Virgulenn ( , )
Barrennig ( ˗ )
Tildenn ( ˜ )
Titlo (  ҃ )
Poent kreiz ( l·l )

Ar lostig, pe ar zedig, pe ar cédille en galleg (eus ar spagnoleg cedilla, « "z" »-ig) a so ur sin diakritek. Istorikamant ne oa ket graet gantañ nemet dindan ur "c" o toned deus ur "c" latin staonekaet (pe a-wezhoù deus un "t"). Ar letrenn "ç"-se (« "c" zedig ») a oa distaget /ts/ d'ar mare-se. Dibaoe emà bet gwannaet da /s/, da /θ/ (e spagnoleg), da /z/ a-wezhoù sikén, etre vogalennoù.

ç ş ţ

Istor kemmañ

Setu emà ar zedig ur "z" bihan, treçet en skritur gotik medieval ha plaçet dindan ar "c".

Er penn-kentañ, a-benn notiñ ar fonem /ts/ deus ar yezhoù neo-latin (o toned deus ur "c" /k/ latin palatalised ha goude-se assibiled), pa oa dirag ur vogalenn o c'houll an distagadur « kreñv » /k/ ("a", "o" pe "u"), e vese meur à vod : ur "c" hebkén ("co" ewid /tso/, pezh n'eo ket diforc'hus), pe "ce" ("ceo"), pe c'hoazh "cz" ("czo"). An "e" pe ar "z" a servije neuse da letrenn-diforc'hañ.

An diwezhañ skritur an-heni a so bet berraet, er c'hrenn-amser a-taw, ba Bro-Spagn, dre lakaad ur "c"-ig a-us ar "z" da gomañs, ha goude dre skrivañ ur "c" normal gant ur zedig dindanni.

D'ar mare-se e rae tud-so ba Bro-Spagn gant ar ç ba-dirag "i" ha "e" sikén ("çinco", « pemp »), pezh a oa un « hiper-reizherezh » (a-walc'h e vije bet gant ar "c" hebkén). Ar c'hallegerion a-vremañ a ra evel-se alïes, o skrivañ traou evel "içi".

Ar "ç"-se a so bet kemeret goude-se, ewid ar memes implij, gant skriturioù ar portugaleg, ar c'hatalaneg, ar galleg (« le "c" à queue » e vese lâret), hag ar brezhoneg beteg kantved 19 (an dastumer Jean-Marie de Penguern da skouer, tro-dro 1850, a skrive c'hoazh : reçeo, dissouçi, ar plaç, ar ça ta... hag a-wezhioù all : kommancet, offic, massonerien...). (Ar spagnoleg, diwezatoc'h, en-deus dileset ar zedig, o skriviñ ar "ç" "z", pe "c" noazh dirag "e" ha "i").

E-barzh ar fin e servij an dra-se da notiñ distagadur ar ger en ur virañ ur merk etimolojik.

Ar zedig goude, diwar kantved 19, a so bet implijet ewid diforc'hañ letrennoù all : "ş", "ţ"...

Notenn : Kavet e vez lostigoù dindan letrennoù-so ha n'int ket zedigoù 'nehe : an e caudata, hag an ogonek "ę".