Lu Impalaeriezh Japan
Lu Impalaeriezh Japan (IJA; Kyūjitai: 大日本帝國陸軍, Shinjitai: 大日本帝国陸軍, Romaji: Dai-Nippon Teikoku Rikugun) "Lu an Impalaeriezh Japanaat Meur" a oa anv lu douar ofisiel Impalaeriezh Japan adal ar bloavezh 1871 betek 1945.
Rann eus | Armed Forces of the Empire of Japan |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1868 |
Lealded | impalaer Japan |
Anv e kana | だいにっぽんていこくりくぐん |
Skour lu | Lu |
Stad | Impalaeriezh Japan |
Isaozadur | Field Railroad Proposal Department |
Deiziad divodañ | 3 Mae 1947 |
Istor | History of the Imperial Japanese Army |
E-penn al lu e oa kavet Impalaer Japan evel penn-meur al lu troadegiezh hag ar morlu, dres dindan d'e harpañ e oa kavet Ministrerezh Brezel Japan ha Burev kreizenniñ al lu Impalaeriel (参謀本部, Sanbō Honbu). Goude-se e voe krouet un trede rann hini an ensellerezh-meur d'an nijerezh-brezel dindan ren al lu.
E-pad ar mareoù brezel pe arvar bras d'an impalaeriezh e oa kreizennet pep galloudoù diviz fiziet gant an Impalaer e Kuzul-meur soudard impalaeriel, ur c'huzul strizhik o welet Penn hag is penn Burev kreizenniñ al lu Impalaeriel, ministr ar brezel, penn hag is penn ar morlu, enseller-meur an nijerezh-brezel hag enseller-meur ar gourdoniñ soudard.
Istor
kemmañKrouidigezh
kemmañE-pad mare an adsevel Meiji, an nerzhioù lu diazez leal d'an impalaer Meiji a oa kadourien Samourai deuet evit ul lod bras adal nerzhioù ar re daimyo eus domanioù Satsuma ha Chōshū. Goude ma vefe bet lakaet e-plas ar gouarnamant Meiji pe bakufu, savet diwar skouer reoù Europa, e oa bet rediet sevel nerzhioù lu modern ha leal d'ar gouarnamant kreizennet evit kemer plas ar strolladoù o tont eus domanioù. Kement-mañ a voe sikouret gant ar fed ma oa gortozet gant ar boblañs un nerzh kreñv hag a c'hellfe difenn ar vro diouzh soñjoù trevadennel broioù ar C'hornôg.
An arme nevez Dai-Nippon Teikoku Rikugun, a voe galloudusoc'h c'hoazh ur wech roet lamm d'ar sistem han e 1871. Evit adsevel ha nevesaat al lu, ar gouarnamant a lakas e-plas un enrolladur broadel e 1873, o rediañ pep paotr etre 17 ha 40 vloaz da emezelliñ evit 3 bloaz a servij oberiant gant ouzhpenn-se daou vloaz er c'hentañ lu da c'hortoz (oberiant) ha daou vloaz ouzhpenn en eil lu da c'hortoz (dizoberiant). Unan eus an diforc'hioù anatañ etre ur samourai hag ur peizant a oa ar gwir da zougen un arm; an dreist-gwir-se a oa bet lammet trumm ha roet d'an holl baotred er vro.
An harp estren
kemmañ- Pennad spisoc'h: Brezel ar Boshin
Kentañ arme an impalaeriezh japanat a oa bet savet gant harp ambrougerien an Eil Impalaeriezh C'hall, e-pad an Eil kefridi milourel Gall e Japan (1872–80), ha goude-se e-pad an Trede kefridi milourel Gall e Japan (1884–89). Siwazh d'ar C'hallaoued ur wech trec'het er Brezel Gall-Prusian, gouarnamant Japan a c'houlennas ivez harp Prusia a-benn sevel ul lu efedus. Daou ambrouger milourel a voe kaset eno gant Prusia ar Major Jakob Meckel a voe adeilet e 1888 gant von Wildenbrück hag ar c'habiten von Blankenbourg hag a voe karget gant gourdoniñ Kuzul-meur soudard impalaeriel etre 1886 betek Ebrel 1890: ar C'huzul-meur soudard impalaeriel, savet diwar hini alamagn, a voe lakaet dindan urzhioù striz an impalaer e 1878 hag a voe fiziet dezhañ ar gargoù steuñvidigezh milourel hag ar gadoniezhoù.
Brezel etre Japan ha Rusia
kemmañPennad spisoc'h: Brezel etre Japan ha Rusia
Ar Brezel etre Rusia ha Japan (1904–1905) a oa disoc'h disemglevioù etre Rusia ha Japan e-liamm gant c'hoantoù impalaeriel. Tiriadoù Manchouria ha Korea a oa an dalc'h anatañ. Lu Impalaeriel Japan a zeuas a-benn da flastrañ re Impalaeriezh Rusia ar pezh a souezhas an holl. En desped da vezañ trec'h e oa bet uhel kolloù an arme japanat dreist-holl e-pad Emgann Porzh Arzhur.
Kentañ Brezel-bed
kemmañImpalaeriezh Japan en doa kemeret perzh er brezel e tu an Emglev tridoubl. Soñjet e oa bet gant Japan da gas un nerzh-kas a 100 000 betek 500 000 soudard betek Bro-C'hall. An obererezh brezel nemeti a vo graet gant Japan e-pad ar brezel a voe un dagadenn mestroniet mat war trevadenn alaman Qingdao e 1914.
Pennadoù kar
kemmañImpalaeriezh Japan – An holl rummadoù ha pajennoù a-zivout Impalaeriezh Japan |