Digeriñ al lañser pennañ

Lucien Laurent, bet ganet d'an 10 a viz Kerzu 1907 e Saint-Maur-des-Fossés (Val-de-Marne a-vremañ) hag aet da Anaon d'an 11 a viz Ebrel 2005 e Besançon (Doubs), a oa ur melldroader etrebroadel gall.

Football pictogram.svg
Lucien Laurent
Lucient Laurent
Stade Rennais UC, 1936
Buhezskrid
Broadelezh : Flag of France.svg gall
Ganedigezh : 10 a viz Kerzu 1907
e Saint-Maur-des-Fossés (Seine d'ar mare-se)
Marv : 11 a viz Ebrel 2005
e Besançon (Doubs)
Ment : 1,60 m
Michereg : 1932-1946
Post : Askellour dehou (peurvuiañ)
Prantad amatour
Amzer Kleub
1921-1930 Flag of France.svg KA Pariz
1930-1932 Flag of France.svg FK Sochaux
Prantad micherel
Amzer Kleub K/P1
1932-1933 Flag of France.svg Kleub gall
1933-1934 Flag of France.svg KA Pariz
1934-1935 Flag of France.svg FK Mülhausen
1935-1936 Flag of France.svg FK Sochaux
1936-1937 Flag of France.svg Stade Rennais UC 32/112
1937-1939 Flag of France.svg RK Straßburg 28/4
1943-1946 Flag of France.svg RKFK Besançon
Dibaboù e skipailh broadel3
Bloavezhioù Skipailh K/P
1930-1935 Bro-C'hall Bro-C'hall 10/2
Skipailhoù gourdonet
Bloavezhioù Skipailh
1943-1950 Flag of France.svg RKFK Besançon

1 Krogadoù/Palioù merket

2 Kevezadegoù broadel hag etrebroadel
3 Krogadoù ofisiel

Goude bezañ kroget e vicher evel amatour er c'hleuboù KA Pariz (1921-1930) ha FK Sochaux (1930-1932) e tibabas mont da c'hoarier a vicher :

  • 1932-1933 : Kleub gall,
  • 1933-1934 : KA Pariz,
  • 1934-1935 : FK Mülhausen,
  • 1935-1936 : FK Sochaux,
  • 1936-1937 : Stade Rennais UC (daou grogad ha tregont, unnek pal),
  • 1937-1939 : RK Straßburg (eizh krogad warn-ugent, pevar fal),
  • 1943-1946 : RCFC Besançon, e-lec'h ma voe gourdoner war un dro, kement-mañ betek 1950.

Evitañ da vezañ amatour d'ar mare-se c'hoazh, galvet e voe gant an dibaberien (Gaston Barreau, Jean Rigal, Maurice Delanche ha Jacques Caudron) da c'hoari gant skipailh Bro-C'hall a-benn ur c'hrogad a vignoniezh hag a voe kollet 2-0 ouzh hini Portugal (e Porto, d'ar Sul 23 a viz C'hwevrer 1930). Nav c'hrogad all en devoa kemeret perzh enne, daou anezhe e-kerzh Kib vell-droad ar bed 1930 a oa bet dalc'het en Uruguay (adalek an drizek betek an 30 a viz Gouere 1930) :

Chomet e oa brudet-kaer o vezañ ma oa gantañ e oa bet plantet kentañ pal kentañ Kib vell-droad ar bed : kement-mañ a c'hoarvezas d'an 13 a viz Gouere 1930 en Estadio de los Pocitos Montevideo (Uruguay), da-geñver ar c'hrogad a voe gounezet (4-1) gant skipailh Bro-C'hall ouzh hini Mec'hiko.