Lui ?
- Arabat droukveskañ ar gontadenn zo anv anezhi amañ hag ar gelaouenn c'hallek Lui.
Lui ? zo un danevell gant ar skrivagner gallek Guy de Maupassant, embannet e 1883.
Istor
kemmañKentañ ma voe embannet a oa e Gil Blas an 3 a viz Gouhere 1883, ha sinet Maufrigneuse. Adembannet e voe en dastumad Les Sœurs Rondoli e 1884.
An danevell
kemmañAn Aotrou Raymon a skriv d'ur mignon da gemenn dezhañ emañ war zimeziñ. Enep d'e vennozhioù e ra, rak an holl vaouezed eo a gar. Hep karantez eta eo e timezo. Nemet pemp gwech n'en deus gwelet an Dimezell Lajolle ha ma en deus he c'havet onest ne seblant ket dezhañ bout gwall goant. Mar dimez eo dre aon rak bout digenvez. Aon rakañ e-unan en deus, pa vez digenvez, rak un noz en deus bet un douellwelidigezh : un den a oa manet kousket en e gador-vrec'h. Abaoe en deus aon rak hennezh.
Levrlennadur
kemmañ- Maupassant, contes et nouvelles, Bibliothèque de la Pléiade, Gallimard, 1974 (ISBN 978-2-07-010805-3).