Lysandros
Lysandros (henc'hresianeg : Λύσανδρος), marvet e 395 kent JK, a oa ur jeneral eus Sparta a oa bet lakaet e penn morlu ar geoded-se hag a faezhas Ateniz en Aigos Potamoi e 405 kent JK. Bloaz war-lerc'h e teuas a-benn da lakaat Ateniz da godianañ, hag ec'h echuas evel se Brezelioù ar Peloponnesos. Aozañ a reas hegemoniezh Sparta war Vro-C'hres e-pad dek bloavezh diwezhañ e vuhez a-raok mervel e-doug ur seziz.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Sparta |
Lealded | Sparta |
Deiziad ganedigezh | 5vet kantved kt JK |
Lec'h ganedigezh | Sparta |
Deiziad ar marv | 395 BCE |
Lec'h ar marv | Haliartos |
Abeg ar marv | Killed in action |
Tad | Aristocritus |
Yezhoù komzet pe skrivet | henc'hresianeg |
Micher | politiker, milour |
Karg | strategos, navarch, epistoleus |
Grad milourel | amiral |
Brezel | Brezel ar Peloponnesos, Battle of Aegospotami, Battle of Notium, Battle of Haliartus |
Prizioù resevet | apotheosis, honorific statue |
Deskrivet dre | Lysandros statue at Olympia, Lysander statue at Ephesus, Lysander, Eteonikos, Pharax, statues at Ephesus |
Deroù e vuhez
kemmañNebeut a dra a anavezer diwar-benn deroù buhez Lysandros. Aristokritis e oa anv e dad. Ezel e oa eus tiegezh an Heraklided eus Sparta ; da lâret eo, evel ar pep brasañ eus an Dorianed a diegezh mat, e lavare e oa un diskennad da Herakles. Daoust da se, Lysandros a oa ur mothax: paour e oa e diegezh ha pa oa yaouank en doa bet ezhomm da c'houlenn arc'hant gant unan all da c'hallout kemer perzh en embregerezh Spartaiz da zont da vezañ ur soudard. Dont a reas a-benn koulskoude tamm-ha-tamm da c'hounit brud.
Emgann Notion
kemmañLysandros a oa lakaet navarkos (amiral) evit Enezvor e 407 kent JK. E-pad ar prantad-se an hini eo c'hounezas mignoniezh ha harp Kyros ar yaouankañ, ur mab da Dareios II Persia ha da b-Parysatis.
Lysandros a glaskas neuze sevel ur morlu kreñv evit Sparta, en Efesos, hag a vefe gouest da dalañ ouzh hini Ateniz[1],[2]. Klemm a reas en un doare fin diwar-benn ar satrap Tissafernes, un enebour da Gyros, o tamall dezhañ bezañ bet prenet gant Alkibiades. Profañ a ra Kyros dezhañ neuze ur skoazell arc'hant bras-kenañ, anezhi war-dro 10 000 dareg[3], da lâret eo 200 000 drac'hma. A-drugarez dezhi e c'hall Lysandros kreskiñ gopr ar verdeidi, a dremen eus teir da beder obolenn. Evel se e c'hall Lysandros tuta pareadoù hep poan ha memes sachañ roeñverien e enebourien da labourat evitañ.
Alkibiades a oa lakaet e penn morlu Aten gant galloudoù "unveliour" hag a guitaas e geoded da vont betek e flodad da Samos ha da glask en em gannañ gant listri Lysandros. Hennezh avat a nac'has bezañ sachet er-maez da Efesos d'en em gannañ gant listri Alkibiades. Koulskoude, e-keit ha ma oa aet Alkibiades kuit da gerc'hat pourvezioù, e oa lakaet listri Aten dindan renerezh Antioc'hos, e sturier, a dagas listri Sparta. Lysandros a zeuas neuze a-benn da gannañ listri Aten ha da argas anezhe (gant skoazell ar Bersed dindan Kyros) en emgann Notion e 406 kent JK. Trec'h Lysandros a roas da enebourien Alkibiades an digarez a glaskent da dennañ e renadur digantañ. Mont a reas Alkibiades kuit war vag betek an douaroù e oa perc'henn warne en norzh, e Kersonesos Trakia, ha ne zistroas morse da Aten.
Lysandros galvet en-dro da Sparta
kemmañKoulskoude e paouezas Lisandros da vezañ "navarkos" Sparta goude e drec'h hag, hervez lezenn Sparta, e oa kemeret e lec'h gant Kallikratidas. Ne c'hallas ket Kallikratidas kenderc'hel gant ar brezel war vor en un doare ken efedus rak Lysandros a restaolas holl an arc'hant laosk a oa en e gerzh da Gyros pa guitaas e bost[4].
E 406 kent JK, Kallikratidas a vodas listri hag a lakaas da ouel betek Mithymna, en enez Lesbos, hag e lakas ar seziz warni. Gourdrouz a rae evel-se da stankañ an hent d'a listri a zegase gwinizh da Aten. Ateniz a gasas o amiral, Konon, da saveteiñ Mithymna. Pa oa taget gant Kallikratidas, Konon a gilas betek Mytilene, e-lec'h ma voe gronnet gant morlu Sparta.
Da zieubiñ listri Konon e vodas Ateniz ur flodad nevez, ennañ listri nevez savet gant pareadoù hep skiant-prenet en o bourzh. Daoust d'ar flodad-se bezañ disteroc'h eget hini Spartaiz ec'h implijas Ateniz doareoù d'en em gannañ nevez ha divoas hag a roas an tu dezhe da c'hounit emgann an Arginousai, e-tal Lesbos, en un doare dic'hortoz. Torret e oa ar gronn laakte gant Spartaiz war g-Konon, kannet e oa flodad listri Sparta a-grenn ha Kallikratidas a voe lazhet e-pad an emgann.
Lysandros a zistro e penn ar morlu
kemmañGoude drouziwezh Sparta en emgann an Arginousai ha marv an "navarkos" Kallikratides, e c'houlennas kevredidi Sparta e vefe anvet Lysandros en e lec'h. Neoazh, lezenn Sparta a zifenne e vefe anvet un den en-dro evel "navarkos". Neuze e oa anvet Arakos e penn ar morlu met Lysandros na oa ken "epistoleus", e eiler, en un doare ofisiel a rene an traoù e gwirionez[1][2]. Kyros a oa plijet gant an emglev-se hag a grogas en-dro da arc'hantañ flodad Sparta - Aotren a reas Lysandros zoken da ren e satrapiezh e-keit ha ma oa aet kuit[5].
Ur wezh distro e penn al listri e kasas Lysandros ar flodad etrezek an Hellespontos. Heuliet e oa eno gant flodad Ateniz. E 404 kent JK e vodas Ateniz o listri en Aigos Potamoi (tost da Gersonesos Trakia). Eno e oa distrujet al listri renet gant an amiral Konon gant Spartaiz dindan Lysandros en Emgann Aigos Potamoi. Konon a dec'has neuze da Giprenez.
Nerhzioù Lysandros a glipennas betek ar Bosforos hag a gemeras Bizantion ha C'halkedon. Argas a rejont an Ateniz a oa o chom en div stad-se. Kemer a rejont ivez enez Lesbos[1][2].
Drouziwezh Aten
kemmañDa-heul o zrec'h en Aigos Potamoi e oa barrek Spartaiz da rediañ Aten da godianañ. Roue Sparta, Paosanias, a lakas seziz war Aten tra ma stanke listri Lysandros porzh Peiraieüs. Abalamour da se ne c'halle ket ken Ateniz lakaat degas gwinizh d'o c'heoded eus an Hellespontos hag e oant tost d'ar gernez. Theramenes a grogas neuze da vreutaat gant Lysandros diwar-benn ar peoc'h. Padout a reas an divizoù tri miz met a-benn ar fin e oa tizhet un emglev ha paouez a reas Brezelioù ar Peloponnesos e 404 kent JK.
Goulenn a rae Spartaiz digant Ateniz distrujañ ar mogerioù hir a yae eus keoded Aten betek porzh Peiraieüs ha mogerioù ar porzh-se. Ret e oa da Ateniz dilezel o zrevadennoù ha reiñ da Sparta an holl vigi a chome war-bouez daouzek. Theramenes a viras koulskoude ouzh Aten a vezañ distrujet. Ar c'heodedoù gresian en tu all da Enezvor a oa sujet en-dro da impalaeriezh an Akemenided.
Lysandros e penn Aten
kemmañLysandros a lakas neuze ur gouarnamant diouzh e zorn en Aten dindan stumm okigarkiezh an Tregont tirant dindan renerezh Kritias, ha gant Theramenes e-touez an izili bennañ. Lakaat a reas an oligariezh un niver a geodediz d'ar marv hag e lamas digant an holl war-bouez nebeut o gwirioù politikel. Kalz eus kevredidi gozh Aten a oa renet ivez bremañ gant bagadoù dek den (dekarkiezh), harpet alies gant gwarnizonoù dindan renerezh ur c'homandant eus Sparta (harmost). Kregiñ a ra neuze prantad hegemoniezh Sparta.
Goude dezhañ aloubiñ ha kemer Enez Samos e tistroas Lysandros da Sparta. Alkibiades, an Atenad en doa stourmet outañ, a glaskas repu e Frygia, e gwalarn Azia Vihanañ dindan gwarez Farnabazos, e satrap persat. Klask a reas gounit skoazell a-berzh ar Bersed evit Ateniz eno. Diviz a reas Spartaiz avat e ranke bezañ lazhet ha Lysandros a aozas e vuntr gant sikour Farnabazos[1][2].
Da-heul e drec'hoù e oa deuet Lysandros a-benn da c'hounit madoù bras. Koulskoude, hervez hengoun Sparta, e felle dezhañ lezel e arc'hant d'an efored e Sparta. Goulenn a reas gant ar jeneral Gylippos kas e vadoù da Sparta. Gylippos avat ne c'hellas ket herzel ouzh an temptadur da binvidikaat hag e laeras ur lodenn vras eus ar pezh a oa bet fiziet ennañ. Pa oa dizoloet ez eas en harlu hag e oa kondaonet d'ar marv.
Stourm Ateniz ouzh an Oligarkiezh
kemmañAr jeneral Thrasyboulos, a oa bet harluet eus Aten gant an oligarkiezh, a renas stourm an demokrated a-enep ar gouarnamant nevez. E 403 kent JK ec'h aloubas Attika e penn ur bagad bihan a harluidi hag e faezhas en emgannoù disheñvel, da gentañ gwarnizon Sparta ha goude bagadoù an Oligarked en emgann Munikia. Lazhet e oa penn an tregon tirant, Kritias, e-pad an emgann.
En emgann Peiraieüs, an harluidi a oa o paouez diskar gouarnamant an tregon tirant hag o doa kemeret ar porzh a gannas ur bagad Spartaiz kaset en o enep. E-doug an emgann e voe tost Spartaiz da gannañ an harluidi, ha koll a reas an div kostezenn un niver bras a hoplited. Goude an emgann-se, Paosanias, Roue Sparta, a skoulmas un emglev etre an div gostezenn daoust da eneberezh Lysandros. Adsavet e oa ar gouarnamant demokratek en Aten. Aotreet e oa izili an oligarkiezh a oa bev c'hoazh da dec'hout betek Eleusis. Thrasyboulos a adsavas an ensavadurioù demokratel hag a zisklêrias un distaoliadeg evit an holl war-bouez un nebeud oligarked aheurtet.
Perzh Lysandros en emsav Kyros a-enep Artaserses II, roue Persia
kemmañE 401 en doa c'hoazh Lysandros kalz a levezon e Sparta daoust d'e c'hwitadenn en Aten. Dont a reas a-benn da lakaat Spartaiz da choaz Agesilaus II evel roue Euripontidat nevez Sparta goude marv Agis II. Atizañ a reas anezhe ivez da harpañ Kyros yaouank en e emsavadeg a-enep e vreur koshañ, Artakserkses II Persia.
Kregiñ a reas Kyros e emsavadeg gant 20 000 den, en o zouez 10 000 goprsoudard gresian, Spartaiz en o mesk. Pa dizhas an Eufratez, e tisklêrias e save a-enep Artakserkses II. Aloubiñ a reas Babilonia met Artakserkses II, kenteliet d'ar mare diwezhañ gant Tissafernes, a zastumas un arme buan-ha-buan.
Kejañ a reas an div arme en emgann Kounaksa, e norzh Babilon ha mervel a reas Kyros en emgann. En em gavout a reas ar c'hoprsoudarded a oa o stourm evit Kyros en o unan. Ret e oa dezhe en em gannañ da zigeriñ un hent etrezek an norzh daoust d'ar Bersed, d'an Armenianed, ha d'ar Gurded enebet betek Trapezounta, war aod ar Mor Du dinan renerezh Ksenofon. Pa zistrojont da Vro-C'hres, ar pep brasañ eus soudarded Ksenofon a lakaas o anv en arme Sparta. Trec'h Ksenofon, dezrevellet en Anabasis, a roas kalon a-walc'h da Sparta da dreiñ ouzh ar Bersed ha da gregiñ un heuliad brezelioù en o enep en Asia Minor.
Bloavezhioù diwezhañ Lysandros
kemmañEn soñj e oa Lysandros da adsevel an oligarkiezh en doa lakaet e penn Aten e diwezh Brezelioù ar Peloponnesos, hag atizañ a reas Agesilaos II, roue Sparta, da gemer penn ar C'hresianed a-enep Pers e 396 kent JK. Galvet e oa bet Sparta gant Ioniaiz da harpañ anezhe a-enep ar roue Artakserkses II. Moarvat e oa e soñj da vezañ lakaet e penn an armeoù eus Sparta na gemerfent ket perzh en ergerzhadeg-se. Koulskoude ne blije ket da Agesilaos II galloud ha levezon Lysandros hag e-lec'h lezel anezhañ war e lerc'h e anvas anezhañ e penn arme Sparta en Hellespontos, pell diouzh Sparta hag eus kreiz Bro-C'hres.
Distro e Sparta e 395 kent JK, Lysandros a vroudas Spartaiz da zisklêriañ ar brezel da Dhebai, ar pezh a loc'has brezel Korinthos. Diviz a reas Spartaiz kas un arme a-enep ar c'hevredad nevez etre Aten, Thebai, Korinthos hag Argos (sikouret gant impalaeriezh an Akemenided) hag urzh a rojont da Agesilaos II da zistreiñ e Bro-Chres. Agesilaos hag e arme a dreizhas an Hellespontos hag a dreuzas Trakia.
E varv
kemmañLakaet e oa un emgav etre div arme, unan dindan Lysandros hag eben dindan Paosanias, da dagañ keoded Haliartus, e Boiotia. Erruout a reas Lysandros a-raok Paosanias ha broudañ a reas keoded Orc'homenos d'en em sevel a-enep kengevredad Boiotia. Kerzhet a reas neuze trema Haliartus gant e arme. Lazhet e oa e-doug emgann Haliartos, goude bezañ tostaet re gant e arme ouzh mogerioù ar geoded-se.
Goude e varv e oa "dizoloet" gant Agesilaos II un irienn savet gant Lysandros da greskiñ e c'halloud o lakaat rouanez Sparta da vezañ dilennet e-touez an Herakleided ha dre chom hep lakaat roue Sparta dre ret e penn an arme[1][6]. Dizemglev zo etre an istorourien da c'hoût hag-eñ e oa ijinet an irienn-se da zismantrañ brud ha levezon Lysandros goude e varv. Hervez Nigel Kennell e klot an irienn-se gant a pezh a ouzomp eus Lysandros[7].
Displann e chom personelezh Lysandros. Tamall a ra e vuhezskriver roman, Cornelius Nepos, outañ e "grizded hag e c'hanasded"[6]. Lysandros avat – hervez Ksenofon – a espernas poblañs keodedoù gresian kemeret evel e Lampsakos[2], marteze abalamour da c'hounit brud talvoudus un den truezus.
Azeulerezh
kemmañHervez Douris Samos e oa Lysandros ar c'hentañ Gresian a voe savet aoterioù ha lidet aberzhioù en enor dezhañ gant kêrioù gresian ha Samosidi a vouezhias da adenvel Lysandreia o gouel da Hera[8].
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ 1,0 1,1 1,2 1,3 ha1,4 Ploutarc'hos, Buhezioù. "Buhez Lysandros". (University of Massachusetts/Wikisource)
- ↑ 2,0 2,1 2,2 2,3 ha2,4 Ksenofon, Hellenika. (Wikisource/Gutenberg Project)
- ↑ Ploutarc'hos, IV, 6
- ↑ "Spartans, a new history", Nigel Kennell, 2010, p. 126.
- ↑ "Spartans, a new history", Nigel Kennell, 2010, p. 127.
- ↑ 6,0 ha6,1 Cornelius Nepos, Life of Eminent Greeks .[1]
- ↑ Spartans, a new history, Nigel Kennell, 2010, p134
- ↑ The Hellenistic World, by Frank William Walbank, Pajenn 213, ISBN 0674387260