Ar Maschinengewehr 08, berraet en MG 08, oa ur vindrailherez eus al lu alaman implijet e-pad ar C'hentañ Brezel-bed. Ur stumm nevesaet eo eus ar vindrailherez Maxim savet e 1884 gant Hiram S. Maxim. A-hed ar Brezel bras e voe savet doareoù disheñvelik eus an MG 08. Implijet e voe evel mindrailherez ponner gant rannarmeoù soudarded. E fin ar brezel e veze implijet dreist-holl er fozioù-difenn hag er c'hreñvlec'hioù.

MG 08
doare arm
Iskevrennad eusmindrailherez ponner, Mindrailherez Kemmañ
Bro orinAlamagn, Impalaeriezh alaman Kemmañ
DastumadBundeswehr Museum of German Defense Technology Kemmañ
ManufacturerGerman Arms and Ammunition Factory, Hanyang Arsenal Kemmañ
Munision7.92×57mm Mauser Kemmañ
Lakaet er servij1908 Kemmañ
Service retirement1945 Kemmañ
Ur Maschinengewehr 08

Anvet e oa bet ar Maschinengewehr 08 diwar 1908, ar bloaz ma voe lakaet da dalvezout an aotre da broduiñ ar Maschinengewehr 01. Ar galloud tennañ ne oa ket dres ar memes hini hervez an doare MG 08. Dre-vras e tenne 500 boled dre vunutenn evit ar stumm Schloss 08 ha 600 boled/mn evit ar Schloss 16. Ar vindrailherez a implije gourizadoù boledoù, 250 war pep hini, gobari 7,92 × 57 mm. Tennañ e-pad ul lajad amzer hir a lakae an arm da dommañ ; dre zour e veze yenaet.

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan