Flavius Magnus Magnentius
Flavius Magnus Magnentius (303-353) a zo bet impalaer roman e-pad tri bloaz hanter, adalek an 18 a viz Genver 350 betek an 10, pe 11, a viz Eost 353.
Buhez
kemmañGanet e oa bet e Samarobriva (Amiens) war dro 303, ha mab e oa d'ul lejioner brezhon diazezet war lez ar stêr Roen, ha d'ur Frankez a oa bet tapet evel prizoniadez goude un argadenn en tu all d'ar stêr gant an armeoù roman.
Dimeziñ a reas d'un Italianez anvet Justina, mes bugel ebet n'o doe abalamour ma oa-hi re yaouank.
Desavet ma oa bet e-touez soudarded an arme, Magnentius a savas uhel enni betek en em gavout ofiser ha mignon da Marcellinus, mestr-kefridi an impalaer Flavius Julius Constans. Pa welas brud an impalaer o vont da get, Marcellinus a savas Magnentius da impalaer en Autun d'an 18 a viz Genver 350. D'ar 27 C'hwevrer e voe anvet e Galia, Breizh-Veur, Afrika ha Kirenaika.
D'ar 27 C'hwevrer 350 e voe tapet Constans en iliz Helena (Elne) e-kichen Perpignan, ha lazhet. En respont, Constantia, unan eus merc'hed Constans, a savas Vetranio, mestr ar vezin, da impalaer. Tri miz war lerc'h, Eutropia, ur verc'h da Constantius Iañ, a lakaas he mab Nepotianus da gerzhout war-zu Roma. Tapet Roma gantañ e voe anvet Nepotianus da impalaer d'an 3 Mezheven 350.
E dibenn ar miz, d'an 30 Mezheven 350, Marcellinus a gemeras Roma d'e dro, a lazhas Nepotianus hag e vamm war an dro, hag a lakaas kêr dindan beli Magnentius. Nac'het e voe Magnentius gant Constantius II, breur Constans hag impalaer ar Reter. Brezel a savas neuze etre Constantius II ha Magnentius.
E deroù 351 e savas Magnentius e vreur Decentius da eil impalaer (Caesar).
An emgann meur etre Constantius II ha Magnentius a voe d'an 28 Gwengolo 351 e Mursa, Osijek hiziv, war ar stêr Drava. Pevar-ugent mil soudard a oa diouzh tu Constantius, ha tregont mil diouzh tu Magnentius ; 30 000 soudard a voe kollet diouzh tu Constantius ha 24 000 diouzh tu Magnentius. "Emlazh an impalaeriezh roman" a reer eus an argad-se.
Tec'hel etrezek Aquileia a reas Magnentius kent tec'hel adarre da C'halia pa voe adkemeret Aquileia gant Constantius II e deroù 352.
E deroù 353 e oa mestr Constantius II war an Alpoù. O zremen a reas dre ode Montgenèvre (en Alpoù-Uhel hiziv).
E Mons Seleuci (Montsaleon, e-kichen Gap) e voe an emgann diwezhañ. Goude bet trec'het gant Constantius, Magnentius a lazhas e vamm, e vreur Desiderius, hag en em zistrujas e Lugdunum (Lyon) d'an 10 pe 11 Eost 353. Nebeut goude, d'an 18 Eost, e vreur, ar c'hezar Decentius, en em grougas en Agedincum (Sens).
E-giz-se ez echuas istor ur Brezhon aet da impalaer roman.
Pennadoù kar
kemmañ- Magnus Decentius, breur dezhañ moarvat.
- Samarobriva.
- Vetranion.
Levrlennadur
kemmañ- François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains 24 av J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. 2009 (ISBN 978-2-87772-390-9)