Maria Cristina an Div Sikilia (1806-1878)

Maria Cristina an Div Sikilia, pe María Cristina de Borbón-Dos Sicilias e spagnoleg, (Palermo, 1806Sainte-Adresse, 1878), a oa ur briñsez italian hag a voe rouanez Spagn goude dimeziñ da Fernando VII e 1829. Rejantez e voe goude marv he fried, etre 1833 ha 1840, evit he merc'h Isabel II, rouanez Spagn.

Maria Cristina an Div Sikilia, poltredet gant Vicente López Portaña, Madrid, Mirdi ar Prado.
Maria Cristina an Div Sikilia, poltredet gant Franz Xaver Winterhalter.

He buhez

kemmañ

Trede merc'h Francesco Iañ an Div Sikilia ha María Isabel Spagn e oa. Roue an Div Sikilia e oa he zad, hag infantez Spagn e oa he mamm. He c'hoar henañ, Luisa Carlotta an Div Sikilia (1804-1844), a oa dimezet da Francisco de Paula Spagn (1794-1865), breur yaouañ Fernando VII (1784-1833), Roue Spagn. Pa varvas trede pried he breur-kaer Fernando, teir gwech intañv ha bepred divugel, e teuas Luisa Carlotta a-benn da lakaat roue Spagn da addimeziñ d'he c'hoar yaouank, Maria Cristina. Evel-se eo e teuas ar c'hoar yaouank da vout pevare pried an intañv kozh, ha war un dro rouanez Spagn ha c'hoar-gaer d'he c'hoar.

Euredet e voent e 1829. An ozhac'h, a oa eontr dezhi, en devoa 22 vloaz warni. Dipitet bras neuze e voe Carlos, Kont Molina, breur etrehenañ ar roue, o welout e vreur henañ oc'h addimeziñ adarre, hag ar gurunenn o pellaat diouzh e benn.

Rejañs

kemmañ

Mervel a reas he fried Fernando VII d'an 29 a viz Gwengolo 1833. Anvet e oa bet an intañvez yaouank, Maria Cristina, e testamant ar roue, da c'houarnerez ar Rouantelezh (Gobernadora del Reino), ur garg a voe kadarnaet tri bloaz goude gant ar Lezioù (las Cortes) en 1836. D'an 28 a viz Kerzu 1833, tri miz goude dezhi intañveziñ, e reas un dimeziñ morganatek ha kuzh gant un sarjant eus e warded-korf, Agustín Fernando Muñoz y Sánchez. Ne oa ket an darempred-se diouzh grad kevredigezh an amzer. Ar beleg Marcos Aniano González, nevez beleget, mignon d'ar paotr nevez, a lidas o eured, hag a chomas e darempred gant an tiegezh e-pad tost da dri-ugent vloaz, evel aluzener ar palez ha kofesour nemetañ María Cristina.

He merc'h pennhêrez ne oa nemet tri bloaz da varv he zad ha Maria Cristina a voe rejantez ar rouantelezh e-pad seizh vloaz, adal 1833 betek 1840.

En anaoudegegezh a gement-se e c'houlennas kuzul Real Isla de la Higuerita an aotre da gemmañ hec'h anv en Isla Cristina.

He brasañ enebour e oa hec'h eontr ha breur-kaer Carlos María Isidro de Borbón a lavare bezañ ar priñs pennhêr nemetañ hag a voe kaoz da Brezel kentañ ar garlourien.


Dimezioù ha bugale

kemmañ

Kentañ pried

kemmañ

Dimeziñ a reas e 1829 da Fernando VII (1784 - 1833), Roue Spagn, 22 vloaz warni. E bevare ha diwezhañ pried e oa. Div verc'h o doe :

Eil pried

kemmañ

Addimeziñ a eure Maria Cristina an Div Sikilia da Agustín Fernando Muñoz y Sánchez, kentañ Dug Riánsares ha kentañ Markiz San Agustín, hag eizh bugel o doe, titlet gant o hanterc'hoar rouanez, Isabel II, etre 1847 ha 1849 :

Notennoù

kemmañ