Montchamp (Calvados)

kumun Bro-C'hall
Montchamp
An iliz.
An iliz.
Ardamezioù
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Normandi
Departamant Calvados
Arondisamant Vire
Kanton Condé-sur-Noireau
Kod kumun 14442
Kod post 14350
Maer
Amzer gefridi
Gilles Faucon
2014-2015
Etrekumuniezh Communauté de communes du canton de Vassy
Poblañsouriezh
Poblañs ann. (2022)[1]
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48°55′16″N 0°45′58″W
Uhelderioù bihanañ 154 m — brasañ 260 m
Gorread 16,2 km²


Montchamp a oa ur gêriadenn hag ur gumun eus departamant Calvados e Bro-C'hall.

Bodet e oa gant 13 kumun all d'ar 1 a viz Genver 2016 d'ober ur gumun nevez: Valdallière.

Gerdarzh

kemmañ
  • Moschans e 1202, Muscamps e 1234, Monchamps e 1630[2] ; akord eo al lec'hanvadurourion a-zivout talvoudegezh eil lodenn an anv : "champ", "parc", e galleg, met disemglev a sav evit dielfennañ al lodenn gentañ : un anv-den latin Molius hervez Albert Dauzat ha Charles Rostaing ha René Lepelley d'o heul[3] met un anv-den germanek hervez Ernest Nègre[4].
  • E 1778 e c'houlennas Charles-François Marie, aotrou Percy, digant eskob Bayeux ma voe krouet parrez Saint-Charles diwar ur c'hard eus parrez Montchamp, pezh a voe graet. Ar roue a roas dezhañ an aotre da lakaat sevel un iliz ha da grouiñ ur vered e-tal e gastell[5].
  • 1856 : ar gumun a voe anvet Montchamp en-dro, miret he deus an anv-mañ betek bremañ[6].

Eil Brezel-bed :

  • Rezistañs : d'an 13 a viz Eost 1941 e voe harzet pevar gwaz d'an Alamaned : Marcel Oblin, Camille Lamoureux, Marcel Lamoureux ha Roger Bouillon ; tud all, Henri Schuh en o mesk, a voe harzet e miz Mae 1944 goude bout bet flatret en un afer harz-lammadeg ; roet e voe ar Groaz-brezel 1939-1945 d'ar gumun e 1963[7],
  • Oberadenn Bluecoat : dieubet e voe Montchamp gant ar 1st Battalion Welsh Guards eus an 11vet British Armoured Division d'ar 4 a viz Eost[8],
  • Tud nann-soudard marvet abalamour d'ar brezel e 1944-1945 : c'hwezek den nann-soudard a varvas e Montchamp abalamour d'ar brezel, pevarzek anezhe e-pad Emgann Normandi (tri e miz Even, tri e miz Gouere hag eizh e miz Eost) ha daou e 1945 ; ur vombezadeg a lazhas daou zen kozh d'ar 15 a viz Even 1944, d'an 8 a viz Gouere e voe lazhet daou zen all gant ur vombezadeg-mindrailhadeg, abalamour d'ur vombezadeg e varvas pevar all d'ar 4 a viz Eost hag ur plac'hig pevar bloaz e dibenn miz Eost ; mervel a reas ur paotrig eizh vloaz e miz Gouere 1944 ; ur gwaz pevarzek vloaz ha tri-ugent a voe fuzuilhet gant an Alamaned d'ar 4 a viz Eost 1944 ; daou zen a voe lazhet pa darzhas ur vinenn e miz Gouere 1945[9].

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Iliz katolik Sant Varzhin, XVIvet-XIXvet kantved[10] gant bezioù enni[11] gant taolennoù rummet enni[12].

Eilbrezel-bed[13]

kemmañ
  • Plakenn Welsh Guards da soudarded ar 1st Battalion Welsh Guards, bet dieubet ar vourc'h gante d'ar 4 a viz Eost 1944.
  • Peulvanig 60vet deiz-ha-bloaz an Dilestradeg (1944-2004).
  • Monumant Muntridi an Naziouriezh en Arondisamant Vire, 1953.
  • Monumant ar jeneral de Gaulle, deuet d'al lidadenn e 1953.

Douaroniezh

kemmañ

Armerzh

kemmañ

Dezougen

kemmañ

Emdroadur ar boblañs 1962-2010

kemmañ

[14]

Melestradurezh

kemmañ
Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
Meurzh 2001 Kerzu 2015 Gilles Faucon digostezenn Kelennour
? Meurzh 2001 Robert Morel
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Izili eus ar Rezistañs

kemmañ
  • Henri Schuh, harzet ha jahinet, bet en ur c'hamp-bac'h, marvet e 1946,
  • Marcel Oblin, sekretour maerdi ha skolaer,
  • Louise Oblin, e wreg.

Gevelliñ

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ

Notennoù ha dave

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Albert Dauzat ha Charles Rostaing, Dictionnaire étymologique des noms de lieux en France, Embannadurioù Sélection du Reader's Digest/Larousse, Pariz/Montréal, Bro-C'hall-Kanada, 1976
  3. René Lepelley, Dictionnaire étymologique des noms de communes de Normandie, Presses Universitaires de Caen, 1996 (ISBN 2-905461-80-2)
  4. Ernest Nègre, Toponymie générale de la France. 2. Formations non-romanes ..., Levrenn 2, Levrdi Droz, 1991, pajenn 962.
  5. PA00111660, Diellaoueg Mérimée
  6. 6,0 ha6,1 Fichenn kumun Monchamp, Cassini-EHESS
  7. Clioweb
  8. 1944 - The Battle of Normandy - The Memory
  9. Mémorial des victimes civiles en Normandie
  10. Clochers de France
  11. Arcisse de Caumont, Statistique monumentale du Calvados, Arrondissements de Vire et de Bayeux, Embannadurioù Hardel, Caen, 1857, Levrenn 3, pajennoù 57 ha 58
  12. Diellaoueg Palissy
  13. Normandie 44 - La Mémoire
  14. EBSSA
  15. Karta bet sinet d'an 9 a viz Mae 2008, La Voix - Le Bocage Nn 4495, d'ar 16 a viz Mae