Mortepez
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Arthropoda | ||
Kevrennad : | Maxillopoda | ||
Urzhad : | Pedunculata | ||
Kerentiad : | Pollicipedidae | ||
Genad : | Pollicipes | ||
Anv skiantel | |||
Pollicipes pollicipes Gmelin, 1789 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar vortepezenn, pe troad-moc'h, pe poch-pez, (Pollicipes pollicipes pe Pollicipes cornucopia), a zo ur c'hresteneg mor mat da zebriñ hag a vev stag ouzh ar reier. Droukvesket e vez a-wechoù gant ar garili.
Doareoù pennañ
kemmañWar-dro 5 cm eo he hirder. Un troad du skantek a ya d'ober lodenn izelañ he c'horf pa eo tric'hornek ha goloet a blakennoù arwenn (un dek plakenn vihan toget gant 5 plakenn vrasoc'h) he lodenn uhelañ. Etre ar plakennoù-se e vez gwelet ar gwiennoù du.
Neudennoùigoù a zispak diouzh un toull e penn ar plakennoù brasañ ha ganto e vez tapet krog er boued : ar plankton.
Annez
kemmañBevañ a ra ar vortepezenn stag ouzh ar reier goloet gant an uhelvor war aodoù mor Breizh ha re ar meurvor Atlantel, eus Bro-Saoz betek Senegal. Priziet-kaer eo el ledenez iberek hag aet eo da get e rannvedoù 'zo en abeg d'ur pesketaerezh drastus.
An anv
kemmañImplijet e vez ar ger mortepez e Bro-Leon en un doare hengounel hervez Alan-Gwenog Berr (Ichtyonymie Bretonne, II § 141). Troad-moc'h a vez lavaret dre holl e Bro-Gwened ha poch-pez pe Pas-pez e Kerne.