Nerzhioù tagañ dre aer Ukraina

Nerzhioù tagañ dre aer Ukraina (ukraineg: Десантно-штурмові війська України, Desantno-shturmovi viiska Ukrainy, distaget [deˌsɑntno ʃtʊrmoˈvʲi ʋʲii̯ˈsʲka ʊkrɐˈjine], berraet e DShV[a] pe AAFU), anvet abaoe 2017 evel Nerzhioù fiñv dre aer Ukraina eo anv nerzhioù harzlammet Ukraina. Goude Freuzadenn an Unaniezh Soviedel e 1991, meur a unvez nerzhioù harzlammerien soviedat a oa bet lakaet en Douarlu Ukrainat nevez-krouet. Chomet e oant eno betek 2016, pa voent tennet evit sevel unan eus ar pemp skourr eus Nerzhioù lu Ukraina. An nerzhioù tagañ dre aer a zo chomet enaouet kreñv ha prest d'ar stourm dibaouez abaoe. Bez int an unvezioù-kas prim milourel, kefridiet gant an tagadennoù troadegiezh dre aer hag an oberiadurioù harzlammañ. A-raok ar Brezel etre Ukraina ha Rusia e oant an nerzhioù implijet gant Ukraina evit oberiadurioù gwareziñ ar peoc'h dre ar bed. Gwelet int evel begenn nerzhioù lu Ukraina.

  • "Ar re gentañ bepred" (ЗАВЖДИ ПЕРШІ Zavc'hdy perchi) eo sturienn Nerzhioù tagañ dre aer Ukraina.
Nerzhioù tagañ dre aer Ukraina
military branch
Rann eusNerzhioù lu Ukraina Kemmañ
Deiziad krouiñ1992 Kemmañ
Anv er yezh a orinДесантно-штурмові війська Збройних сил України Kemmañ
BrezelBrezel an Donbas Kemmañ
StadUkraina Kemmañ

Nerzhioù tagañ dre aer Ukraina a oa bet savet ent-ofisiel e 1992 evel ul lodenn eus Tirlu Ukraina. Savet e oa bet o kemer an unvezioù eus Nerzhioù harzlammerien URSS a oa chomet war tiriad Ukraina goude Freuzadur an URSS d'ar 25 a viz Kerzu 1991. Ul lodenn eus ar 98vet Divizion Gwarded Harzlammerien Soviedat a oa deuet da vezañ diaz ar 1añ Divizion harzlammerien Ukrainat, a oa deuet buan da vezañ brudet evel ar gwellañ divizion e-touez nerzhioù douar Ukraina er bloavezhioù 1990.

15 vloaz goude o c'hrouiñ, an harzlammerien ukrainat a oa bet kaset evel gwarezerien peoc'h er Balkanioù, en Irak, Koweit, Liban, Sierra Leone, Liberia, Etiopia, Jorjia ha Republik Demokratel Kongo. E 2007, an 13vet batailhon harzlammerien dispartiet a oa bet o servij e Batailhon Polonat-ukrainat ar Peoc'h, un unvez gwareziñ ar peoc'h e Kosovo.