Un divc'hrafenn latin eo Ph, ph implijet gant ar vietnameg evit skrivañ ar son kensonennel [f].

Implijet e vez ivez gant ar c'hembraeg evit skrivañ kemmadur dre c'hwezhañ al lizherenn p, distaget dres evel al lizherenn gembraek ff implijet evit skrivañ ar son [f] en holl degouezhioù all, da skouer pen > ei phen (“he fenn”)

Implijet e vez alies ivez evit treuzskrivañ al lizherenn c'hresianek Φ, φ (“phi”), distaget [ph] e henc'hresianeg met [f] e gresianeg a-vremañ.


Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.