Beran-pin
(Adkaset eus Pinicola enucleator)
| |||
---|---|---|---|
Ur par Pinicola enucleator,
luc'hskeudennet e Kotka (Finland).
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Passeriformes | ||
Kerentiad : | Fringillidae | ||
Genad : | Pinicola | ||
Anv skiantel | |||
Pinicola Vieillot, 1808 | |||
Anv skiantel | |||
Pinicola enucleator (Linnaeus, 1758) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar beran-pin[1] a zo ur spesad golvaneged, Pinicola enucleator an anv skiantel anezhañ.
Anvet e voe Loxia Enucleator (kentanv) da gentañ-penn (e 1758)[2] gant an naturour svedat Carl von Linné (1707-1778).
Ar spesad nemetañ er genad Pinicola an hini eo.
Doareoù pennañ
kemmañ
Boued
kemmañBevañ a ra diwar vroñs, frouezh bihan, greun, had dreist-holl, ha divellkeineged ivez[3].
Annez hag isspesadoù
kemmañAr spesad a gaver an eizh isspesad[4] anezhañ :
- Pinicola enucleator californica, e reter Kalifornia (Stadoù-Unanet Amerika (SUA)),
- P. e. carlottae, en Haida Gwaii (er-maez da gornôg Kanada),
- P. e. enucleator, eus Skandinavia da greiz Siberia,
- P. e. flammula, en arvor kreisteiz Alaska ha kornôg Kanada,
- P. e. kamtschatkensis, e biz Siberia,
- P. e. leucura, eus diabarzh kornôg, kreiz Alaska da reter Kanada ha hanternoz Bro-Saoz Nevez (SUA),
- P. e. montana, eus diabarzh mervent Kanada da gornôg-kreiz sua,
- P. e. sakhalinensis, en inizi Sac'halin ha Kouril, hanternoz Japan.