Ploegsteert
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ploegsteert en izelvroeg, Plostèr pe Prustèr e pikardeg, a zo ur rann-gumun e Hainaut e Belgia. Ur gumun e oa gwechall; gant lezenn 1977 eo bet lakaet e kumun Komen-Waasten.
Lec'hiadur Ploegsteert e Kumun Komen-Waasten hag e Belgia | |
Riez | Belgia |
Kumuniezh | Kumuniezh c'hall |
Rannvro | Wallonia |
Proviñs | Hainaut |
Arondisamant | Mouscron |
Kumun | Komen-Waasten |
Kod post | 7782 - 7783 |
Kod pellgomz | |
Gorread | km2 |
Hed | 02° 52' 48Reter |
Led | 50° 43' 33Norzh |
Uhelder | .. m |
Poblañs | |
Stankter | a./km² |
Bieroù
kemmañE Ploegsteert, bervet e vez ar bïeroù "Queue de charrue", gant ar breserdi Vanuxeem .
-
Iliz katolik Sant-Pêr ha Sant-Paol, 1925
-
Ti-kêr kozh
-
Gedenksteen bezoek Winston Churchill aan het front
-
Ploegsteert Memorial
Bezioù milourel ar C'hommonwealth
kemmañBezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun
kemmañBro | Niver a soudarded |
---|---|
Rouantelezh-Unanet | 9 |
Hollad | 9 |
Implijet e voe bered ar gumun gant Lu Breizh-Veur adalek miz Here 1914 betek miz C'hwevrer 1915.
Bered ar C'hommonwealth: Berks Cemetery Extension
kemmañBro | Niver a soudarded |
---|---|
Aostralia | 180 |
Alamagn | 4 |
Kanada | 149 |
Rouantelezh-Unanet | 467 |
Zeland-Nevez | 80 |
Hollad | 880 |
Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Krouet eo bet e 1916. Brasaet eo bet e 1930: degaset e voe enni bezioù div vered arall, tost-kenañ : ar Rosenberg Chateau Military Cemetery hag ar Rosenberg Chateau Military Cemetery Extension .
Bered ar C'hommonwealth: Hyde Park Corner (Royal Berks)
kemmañBro | Niver a soudarded |
---|---|
Aostralia | 1 |
Alamagn | 4 |
Kanada | 1 |
Rouantelezh-Unanet | 81 |
Hollad | 87 |
Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Ebrel 1915 gant ar 1añ hag ar 4re Royal Berkshire Regiments. E-touez ar soudarded douaret enni ez eus un Iwerzhonat bet fuzuilhet e 1916 evit bout bet dizertet. Implijet eo bet ar vered betek miz Du 1917.
Bered ar C'hommonwealth: Ploegsteert Wood Military Cemetery
kemmañBro | Niver a soudarded |
---|---|
Aostralia | 1 |
Kanada | 28 |
Zeland-Nevez | 18 |
Rouantelezh-Unanet | 117 |
Hollad | 164 |
Krouet e voe ar vered e miz Kerzu 1914. Implijet e voe betek 1917. Adalek miz Ebrel 1918 betek dibenn miz Gwengolo 1918 edo e dalc'h Lu Alamagn.