Poblad Yayoi
Ar boblad Yayoi (japaneg : 弥生人 Yayoi hito) a oa ur boblad a zivroas da Enezeg Japan adalek ar bloavezhioù 1 000 – 800 KAB. Eus Ledenez Korea e teue ar braz eus an dud-se, hervez dielfennadurioù dre garbon-14.[1],[2]
Nebeut-ha-nebeut e kemerjont lec'h ar boblad Jōmon a oa henvroidi an enezeg chomet hemolc'herion-kutuilherion ; a-feur ma'z aloubent an enezeg en em veskas ar Yayoi gant ar Jōmon, en doare ma tiskenn holl Japaned ha Japanezed eus an div boblad, ar genennoù Yayoi o vout trec'hel (≥ 75%)[3],[4] Dav eo merkañ ez eo anatoc'h e Japan ar Su eget en Norzh, ma'z eo ar boblad Utari tostoc'h d'ar Jōmon.[5].
Orin
kemmañMeur a c'houlakadenn zo a-zivout orin ar boblad Yayoi.
- Peurliesañ e reer Yayoi eus ar boblad a zegasas gounezerezh ar riz da Japan eus delta ar stêr Yangtze e Sina dre Gorea, ar pezh a zo kadarnaet gant enklaskoù henoniezhel e mervent Sina.[6],[7]
- Lod skiantourion a lavar e teuas ar boblad Yayoi eus Korea an Norzh, pan eo damheñvel an eskern a zo bet kavet eno ouzh ar re a zo bet dizouaret e Doigahama (prefedelezh Yamaguchi, e penn mervent Enez Honshū) ; ouzhpenn, damheñvel eo an darbodoù a zo bet kavet koulz e Japan hag e penn reterañ Rusia, en Oblast Primorskaya e-tal Enez Sac'halin[8].
- Hervez an istorourez Ann Kumar[9], diwar anadennoù hilel ha yezhoniel, ul lodenn eus ar boblañs Yayoi a oa a orin aostronezian[10],[11]
- Lod istorourion japanat avat a laka orin ar boblad Yayoi e proviñs Yunnan, e mervent Republik Pobl Sina hiziv[12].
Lod genennoù a zo boutin hiziv da Goreaniz, Japaniz ha lod Manchoued zo merkoù ar sevenadur a oa e delta ar Yangtze ; pan eas ar sevenadur-se war ziskar, meur a boblad a yeas war-du ar C'hornôg hag an Norzh, betek Enezeg Japan, Korea ha Ledenez Shandong.[6] Japaniz a-vremañ, a anver "ar bobl Yamato" (大和民族 Yamato minzoku) ha "Wajin" (和人 "pobl Japan") zo kerent-tost da Goreaniz ha d'ar boblad Han e Sina[13],[14].
Dre zielfennañ TDN mitokondriel ar boblad Jōmon ha hini Japaniz a-vremañ ez eus bet kavet un digendalc'h etre ar Marevezh Jōmon (Japan, c. 14 000 – 300 KAB), ar Marevezh Kofun (Japan, c. 358 – 538) hag ar Marevezh Han (Sina, 202 KAB – 220), ar pezh a ziskouez e kemmas genom Japaniz kent ar Marevezh Kofun[15],[16].
Er bloaz 2019, ur skipailh renet gant an denoniour Kanzawa-Kiriyama Hideaki a ziskwelas eus eus etre 9 ha 13% a c'henennoù jōmon e Japaniz a-vremañ, betek 27% en Inizi Ryūkyū, ar peurrest eus o genom o tont eus ar boblad Yayoi[17].
Levrlennadur
kemmañ- (ja) マイペディア―小百科事典 mai pedia – ko hakkajiten "Ma fedia – Holloueziadur bihan". Tokyo : Heibonsha, 1996 (ISBN 978-4-582-09631-6)
- (en) Crawford, Gary W.. Japan and Korea: Japan. In : Silberman, Neil Asher. The Oxford Companion to Archaeology. Oxford : Oxford University Press, Vol.1, 2012 (ISBN 978-0-199-73578-5)
- (en) Henshall, Kenneth. A History of Japan: From Stone Age to Superpower. London : Palgrave Macmillan, 2012 (ISBN 978-0-230-34662-8)
- (en) Hudson, Mark. Ruins of Identity 0150 Ethnogenesis in the Japanese Islands. Honolulu : University of Hawaii Press, 1999 (ISBN 978-0-8248-2156-2)
- (en) Kanzawa-Kiriyama, Hideaki & al.. Late Jomon male and female genome sequences from the Funadomari site in Hokkaido, Japan. In : Anthropological Science, 2019 • Lenn en-linenn. Kavet : 02/05/2021.
- (ja) Kenzaburo, Torigoe. 中国正史倭人・倭国伝全釈 (Istor ofisiel Sina – Displegadenn glok). Tōkyō : Chuo Koron Shinsha, 2004 (ISBN 978-4-12-003544-9)
- (en) Kumar, Ann. Globalizing the Prehistory of Japan – Language, Genes and Civilisation. London : Routledge, 2009 (ISBN 978-0-7103-1313-3)
- (en) Murphy-Shigematsu, Stephen. Multuculturalism in Japan. London : Taylor & Francis, 2006 (ISBN 978-0-203-02910-7)
- (ja) Sakitani, Mitsuru. 崎谷満『DNA・考古・言語の学際研究が示す新・日本列島史』(勉誠出版 (Un Istor nevez eus Enezeg Japan harpet gant studioù etrediskiblezel a-zivout an TDN, an henoniezh hag ar yezh). Tōkyō : Bensei, 2009 (ISBN 978-4-585-05394-1)
- (en) Schirokauer, Conrad. A brief history of Chinese and Japanese civilizations. San Diego, Kalifornia : Harcourt Brace, 1978(ISBN 978-0-15-505570-4)
- (en) Willis, David Blake &Murphy-Shigematsu, Stephen. Transcultural Japan. London : Taylor & Francis, 2008 (ISBN 978-0-415-39434-5)
Liammoù diavaez
kemmañ- (ja) (en) Lec'hienn 神澤 秀明 Kanzawa-Kiriyama Hideaki. Kavet : 13/01/2022.
- (fr) 'Dictionnaire historique du Japon '. Kavet : 13/01/2022.
- (en) {(ja) Error on call to Template:cite web: Parameters url and title must be specified. Kavet : 13/01/2022.
- (en) 'Japanese Wiki Corpus'. Kavet : 13/01/2022.
Pennadoù kar
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Schirokauer, 1978.
- ↑ Crawford, 2012.
- ↑ Hudson 1999.
- ↑ (en) 'The Genetic Origins of the Japanese'. Kavet : 02/05/2021.
- ↑ Henshall, 2012.
- ↑ 6,0 ha6,1 Sakitani, 2009.
- ↑ (en) 'Yayoi linked to Yangtze area'. Kavet : 02/05/2021.
- ↑ (ja) {{cite web|url=https://web.archive.org/web/20170826072646/http://21coe.kokugakuin.ac.jp/modules/wfsection/article.php?articleid=66 |title=ロシア極東新石器時代研究の新展開 (Kavadennoù nevez en imbourc'h Nevezoadvezh ar Maen e Rusia ar Reter-Pellañ)|accessdate:02/05/2021]
- ↑ (en) 'Australian National University'.
- ↑ An eil familh yezhoù er bed eo ar yezhoù aostronezian, 1 268 anezho, a vez komzet en Indonezia, e Madagaskar, e Zeland-Nevez hag e Taiwan.
- ↑ Kumar, 2009.
- ↑ Kenzaburo, 2004.
- ↑ (en) Siska, Veronika & al.. Genome-wide data from two early Neolithic East Asianindividuals dating to 7700 years ago. In : Science Advance, Levrenn 3, niv. 2, 01/02/2017 • Lenn en-linenn.
- ↑ (en) Wang, Yuchen & al.. Genetic structure, divergence andadmixture of Han Chinese, Japaneseand Korean populations. In : Hereditas niv. 55, 19 – 2018 • Lenn en-linenn. Kavet : 02/05/2021.
- ↑ Murphy-Shigematsu, 2006.
- ↑ Willis, 2008.
- ↑ Kanzawa-Kiriyama &al., 2019.